Dielloù evit Ebrel, 2016

Relation cheap

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Ebrel 26, 2016 by geekezig

relationcheapPeseurt darempredoù a vez skoulmet dre ar genrouedad etre daou zen? Setu skouer daou arzour oc’h ober anaoudegezh dre ar pezh a ijiner bezañ ul lec’hienn merc’heta ha paotreta. Ur paotr hag ur plac’h gant memes fent (groz) hag a gomz eus temoù heñvel en o labourioù (marv, rev…). Fentus ‘m oa kavet al lodennoù peder c’hazenn eskemm etrezo (pep hini dirak (h)e urzhiataer) a ijinan gwirheñvel penn-da-benn. Un tamm dipitetoc’h on bet gant al lodennoù a ginnig labourioù kozh an daou arzour. Un doare da zizoloiñ Elosterv eo (ar pezh n’eo ket fall) met torr-pennoc’h eo bet evidon evit labourioù Davy Mourier peogwir em boa lennet anezho dija war e vlog. Daoust din bezañ sur e ro un neuz gwiroc’h ha heñveloc’h eus ar pezh eo bet an eskemm etrezo e gwirionez n’em boa ket kavet-se plijus-tre da lenn. Troc’hañ a ra an istor ha ne zegas ket kement-se a draoù, d’am meno. Plijus-tre ‘m oa kavet ar fin avat pa n’em welont «evit gwir» e Breizh. Me gav eo deuet brav ganto ar blijadur a c’haller kaout oc’h eskemm gant unan bennak a-bell hag an diforc’h a c’hall bezañ pa vez kejet ez-vev. Ul levr gwirheñvel eo neuze, un tamm re verr evidon-me (al lodenn traoù nevez d’an nebeutañ) a ro un tañva eus petra c’hall bezañ an darempredoù hirie an deiz (hag eus labourioù kozh an daou arzour), evit daou zen d’an nebeutañ 😉RelationCheapdIstor ha tresadennoù gant Davy Mourier hag Elosterv. Embannet gant Delcourt, d’an 13 a viz Genver 2016.

L’apocalypse selon Magda

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Ebrel 14, 2016 by geekezig

apocalypse-magdaKlevet em boa Chloé Vollmer-Lo e-kerzh abadenn 101 pur sang a vez bep lun war-eeun war Nolife. Roet he deus c’hoant din da lenn he levr. Laouen e oan p’eo erruet el levraoueg neuze.
D’an 21 a viz Meurzh e vez kelaouet an holl : a-benn ur bloaz e vo fin ar bed. Magda a zo o paouez lidañ he zrizek vloaz. Ne verz ket diouzhtu pegen tizhet eo an dud tro-dro dezhi gant ar c’heloù-se. He zad a zilez e familh, he mamm hag he c’hoar a glask kenderc’hel da vevañ hep cheñch kement-se a draoù. Magda a zo etre-daou, mont a ra d’ar skol c’hoazh met war memes tro e fell dezhi bevañ a bep seurt traoù, abalamour d’an diouer a amzer. Gwelet e vez pep koulz-amzer hag emdroadur an traoù, o vont war washaat tamm-ha-tamm (tud o laerez divergont, ar stalioù ha servijoù ha serriñ pe o paouez da vont en-dro hag all) ha Magda oc’h ober dibaboù, mat pe fall…
Efedus-tre ‘m eus kavet lusk al levr, anat eo e vez c’hwitet darvoudoù resis met komprenet pe ijinet e vezont digudenn. An tresadennoù (hag al livioù) o deus plijet kalz din ivez. Un tamm hegasus eo tudenn Magda met start eo ijinañ e peseurt stad e c’hall ur plac’h 13 vloaz bezañ pa oar ne vevo ket pell ken! Komprenus eo neuze. Gwall deñval eo poltred ar gevredigezh met siwazh n’eo ket souezhus kement-se.
Blaz Seeking a Friend for the End of the World a zo un tamm gant an istor evel-just met n’eus ket memes aergelc’h tamm ebet, me gav. Fromet on bet gant ar pajennoù diwezhañ. Petra e rafemp ni e memes degouezh?apocalypse-magda-dIstor gant Chloé Vollmer-Lo, tresadennoù gant Carole Maurel. Embannet gant Delcourt d’ar 27 a viz Genver 2016.

Cinderella

Posted in Filmoù with tags , , , on Ebrel 10, 2016 by geekezig

cinderellaSouezhet mat e oan bet gant Maleficient (zoken ma n’am eus james skrivet ma fennad!) am boa sellet er c’harr-nij. Dedennet a-walc’h e oan o welet Cinderella neuze, ma oa savet un tamm war memes skouer. Pezh a zo, ne gont ket ar film un istor nevez, adkontañ rik kontadenn Luduennig an hini a ra, hep kanaouennoù ha gant neuz “sirius” tud a seblant neuze un tamm lu gant o doareoù.
Fent a zo er film (dre dudenn ar c’habiten, kuzulier ar priñs, da skouer) met digempouez e seblant bezañ (traoù zo a zo “fentus” evit lakaat ar vugale da c’hoarzhin ha traoù all a vo komprenet kentoc’h gant ar re vras) ha ne vir ket an hollad da gaout un neuz faos ha “too much” penn-da-benn. N’on ket bet displijet bras (un doare entan a zo gant an aktourien memestra ha gant Lily James dreist-holl) met un tamm diseblant on chomet rak n’am eus kavet ne zegase netra, gwelloc’h e vefe bet din sellet ouzh film bevaat 1950 e plas, anzav a ran.

Film sevenet gant Kenneth Branagh. Stadoù-Unanet Amerika & Rouantelezh Unanet, 2015, 1e45.

E skeud tour bras Sant Jermen

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Ebrel 10, 2016 by geekezig

skeudtourbrasEvit seizhvet emvod klub lenn Pariz hon eus dibabet ul levr koshoc’h eget kustum. Unan klasel a lârfen zoken. N’am boa ket bet tro da lenn E skeud tour bras Sant Jermen james. Ijinet em boa ur bern traoù em fenn e-kerzh bloavezhioù avat, tro-dro d’an titl-se a gavan brav eston. Evidon e oa ur romant a live gant Itron Varia Garmez, n’oufen ket displegañ deoc’h perak.
Ijinañ a rit ma neuz neuze pa ‘m eus dizoloet e oa ul levr eñvorennoù. Yeun ar Gow a ginnig en e levr komz diwar-benn Pleiben pa oa eñ bugel, e fin an XIXvet ha deroù an XXvet kantved. Dres ar pezh a blij din!
A-fed yezh on bet souezhet o welet e lâre Yeun ar Gow «amprevaned» evit naered ha gozed da skouer ^^ souezhet on bet ivez (e-keñver ar pezh a vez kontet a wech-mañ) o welet an nebeud a verc’hed a seblante bezañ tro-dro da Yeun ar Gow estreget e vamm hag e vaeronez. Amezegezed? Merc’hedigoù Pleiben? N’eus roud ebet outo. Heverk eo eus ur mare moarvat met iskis en deus seblantet din.
Ar prantadoù sotonioù, skol al louarn hag all a gavan torr-penn peogwir int bet kontet kant gwech dija me plijet on bet gant an tu medisinerezh (abalamour da gar Yeun ar Gow, ranket mont da Vrest hag all) pe c’hoazh ar veaj da Lourd (skeudennoù ar vugale bet kemeret gant Belgiz). Ar pezh a zo heverk marteze eo e vefe kontet gant ur paotr “eus ar bourk”, mab un den e penn un embregerezh pe ur c’henwerzh d’an nebeutañ. Ma, n’hallan ket lârat eo null peogwir n’eo ket, ouzhpenn e klot gant ar pezh a felle d’an aozer ober hervez klozadur al levr. Deuet eo a-benn me gav. Prantadoù fentus a zo, c’hoarzhet em boa meur a wech hag un testeni eus ur mare, leun a draoù nevez o c’hoarvezout e bourkioù bihan Breizh (an hent-houarn o vezañ savet da skouer) eo. Traoù ‘all ‘m eus kavet taer, giz-kozh pe torr-penn-tre zoken (daoust ha liammet eo en ur stumm gant ar fed e vefe bet skrivet al levr 50 vloaz goude an darvoudoù, gant sell un den kalz koshoc’h war an traoù?) met n’am eus ket keuz o vezañ dizoloet petra oa E skeud tour bras Sant Jermen (arabat ‘vo din tremen bloavezhioù oc’h ijinañ traoù diwar-benn ul levr bremañ!) daoust din gouzout ne glot ket gant pezh a blij din lenn. Ne lennin ket en-dro se zo sur!

Levr eñvorennoù skrivet gant Yeun ar Gow. Bet embannet gant Ti ar Skrev e 1955 (adembannet e 1978 gant Al Liamm).

The Giant

Posted in Filmoù with tags , , on Ebrel 3, 2016 by geekezig

the_giantNe oan ket distroet da welet lec’hienn le CiNéMa Club abaoe pell! Sellet em boa ouzh film ar sizhun-mañ a zo ur film berr amerikan a ziskouez lodennig buhez ur plac’h yaouank. Echu eo an hañv, emañ o vont da New York. Mont a ra d’ur gouel gant he mignoned lise a-raok mont kuit, tamall a reont dezhi pas bezañ bet deuet da welet anezho e-pad tri miz ha kelaouet e vez eus muntr ur plac’h eus he lise. Iskis ha nec’hus eo aergelc’h ar film, n’on ket sur bezañ bet komprenet pep tra, pell alese. Ur bern talennoù a-dost a zo war dremm Charlotte, bac’het omp padal e seblant an traoù tremen war ar maez kentoc’h, gant hentoù ha parkeier bras… Bac’het omp evel ma n’em sant an dudenn moarvat. Diaezet on bet, se zo sur…

Film sevenet gant David Raboy. Stadoù-Unanet Amerika, 2012, 19′.

Les jours sucrés

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Ebrel 3, 2016 by geekezig

jours-sucresSoñj ho peus marteze eus ma ali diwar-benn Shä & Salomé ? Piket e oa bet ma c’halon gant al levr bannoù-treset-se, ijinit ma fenn pa ‘m eus gwelet Les jours sucrés. Ijinit ma fenn pa ‘m eus gwelet “Brav eo” skrivet war golo Les jours sucrés !
Disheñvel mat eo al levr-mañ eus Shä & Salomé. Heuliet e vez istor Églantine, ur plac’h yaouank kounnaret bepred a zizolo eo marvet he zad hag en deus laosket dezhi an ti-vara “Brav eo”, en ur bourk bihan e Breizh, Klervi (ya, iskis eo anv ar bourk). Distreiñ a ra da Vreizh, hegaset meurbet. Tamm-ha-tamm e teuio eñvorennoù dezhi, reoù displijus evel-just tro-dro d’ar fed e oa bet dilezet he mamm ha hi gant he zad met traoù plijus ivez a-drugarez da c’h/Gaël, he mignon pa oa bugel, d’he moereb Marronde ha d’al levr sekredoù kegin bet laosket dezhi gant he zad…
Un tamm hegasus eo Églantine, he zu Parizianez a zo bet un tamm start evidon er penn-kentañ. Evel-just eo graet a-ratozh evit lakaat an dudenn da vont war-raok peogwir e tizolo tamm-ha-tamm ar wirionez diwar-benn buhez he familh hag e preder diwar-benn tout-se. Un tamm souezhus eo taolenn kêriadenn Klervi (ijinet e vez kostez Brest met gwin a vez graet du-hont! :D), faltaziet eo bet evel-just (evel ma lâr an daou aozer) met fentus ‘m eus kavet. Ma, brav-tre ‘m eus kavet an tresadennoù ur wech ouzhpenn ha fromus fin al levr. Ur prantad lenn plijus-tre eo bet. Daoust din pas bezañ bet ken bamet eget gant Shä & Salomé e fell din lârat : Brav eo (an istor keit hag an tresadennoù) ha mat pell zo. ^_^les-jours-sucres-recette-illustree

Istor gant Loïc Clément, tresadennoù gant Anne Montel. Embannet gant Dargaud, d’an 22 a viz C’hwevrer 2016.

The Iron Giant

Posted in Filmoù with tags , , , , on Ebrel 3, 2016 by geekezig

The_Iron_GiantUr film bevaat a felle din gwelet abaoe pell eo The Iron Giant, abalamour d’ar vrud a zo gant ar film-se war ar rouedad. Ur film n’en deus ket graet kalz a verz eo, un tamm digomprenet ha dilezet…
Istor ur paotrig a gav ur pezh mell robot eo. Klasket e vo war o lerc’h gant un den eus ar servijoù kuzh ha Hogarth ha glasko difenn ar robot rak an tagadennoù-se. Mignoniezh dreist d’an diforc’hioù, skouerioù familhoù modern (desavet e vez gant e vamm hepken a rank labourat kalz evit ober war-dro he ziegezh neuze). Kalz fent a zo ivez a drugarez da dudenn Dean en deus plijet kalz din. Un aergelc’h dedennus a zo ivez peogwir e tremen an traoù e fin ar bloavezhioù 50 (souezhusoc’h c’hoazh saviad mamm an haroz neuze). Ur film plijus eo met n’on ket deuet a-benn da gavout dreist-ordinal kennebeut, marteze e oan o c’hortoz un tamm re a draoù goude bezañ bet lennet kement a draoù dispar.

Film sevenet gant Brad Bird. Stadoù-Unanet Amerika, 1999, 1e27.

%d bloggers like this: