Dielloù evit Meurzh, 2016

Hungry Hearts

Posted in Filmoù with tags , , , on Meurzh 31, 2016 by geekezig

hungry-heartsKregiñ a ra ar film evel ur gomedienn romantel, gant ur fent iskis. An daou zen a ra anaoudegezh dirak ar privezioù, en un degouezh un tamm jenus… Goude-se e vezont adkavet, ur c’houblad int deuet da vezañ. Diwezhatoc’h c’hoazh e ranko ar plac’h, Mina, dilezel he micher a blij dezhi evit sevel he bugel (perak ‘ta n’o deus ket soñjet en difoc’hañ a zo un afer all, na vo ket meneget zoken). Adalek ar mare-se (pe dija a-raok evidon-me) e teuio da vezañ iskis Mina ha gwashoc’h c’hoazh ur wech bet ganet ar bugel. Chom a ra an triad bac’het, ne rank netra eus a diavaez dont evit ma chomfe glann ar poupig (un doare lennerez steredennoù e oa bet ar plac’h o welet pa oa dougerez). Sot nay e seblant bezañ, lakaat a ra buhez he bugel en arvar hag an tad, Jude, a rank mont da guzhat evit boueta anezhañ pe kas anezhañ e ti ar mezeg. Ouzhpenn un istor spontus em eus kavet poanius dibaboù kamera zo, gant ur sell fish-eye un tamm a gresk hag a zistumm pep tra hag a washa an aergelc’h a zo pounner dija. E gwirionez em eus kavet start an nebeut a empatiezh a c’haller kaout gant ar vamm. Displijus e seblante dija bezañ a-raok. Evel-just neuze e seblant ar seller a-du gant an tad hag enep ar vamm, a vez gwashaet he foltred a-hed ar film. Un tamm domaj eo neuze al lodenn-se. Re diaezet on bet gant an dudenn, he doareoù ha gant an doare da filmañ evit kaout plijadur dirak ar film. Adam Driver a zo mat-tre met n’eo ket trawalc’h evit kavout gouzañvus an hollad poanius-se.

Film sevenet gant Saverio Costanzo. Italia, 2014, 1e49.

Advertisements

My Life On The Road

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Meurzh 23, 2016 by geekezig

mylifeontheroadDedennet on bet diouzhtu gant raktres Emma Watson ober ur c’hlub lenn war ar rouedad, troet kentoc’h war ar gwregelouriezh. E miz Genver 2016 (ya dale zo ganin evit skrivañ ma fennadoù ^^) eo bet lañset Our Shared Shelf, war lec’hienn goodreads. Daou glub lenn? Aha! Gouest on da dont a-benn! è_é (gwelet ‘vo!)
Da gentañ tout ec’h anzavan diouzhtu ne ouien ket piv ‘oa Gloria Steinem, na kelaouenn Ms. a-raok kregiñ da lenn. Desket ‘m eus ur bern traoù, anat deoc’h. Ul levr eñvorennoù eo My Life on the Road. Istor ur plac’h, he bugaleaj, he familh mesket met ivez traoù resisoc’h : beajoù, testenioù tud, aozañ kaozeadennoù, politikerezh, skol-veur, Indianed Amerika… Kontañ a ra ar pezh a zo bet lâret dezhi gant a bep seurt merc’hed, orinoù, kumuniezhioù ha live sokial disheñvel.
Gwelet e vez un tamm emdroadur eil lodenn an XXvet kantved a-dreuz he sell. Dedennus-tre ‘m eus kavet testenioù an taksioù ha steward da skouer. N’on ket bet ken dedennet gant al lodenn politikerezh ha kabaliñ 2008 met heverk eo eus ur mare (muntroù Martin Luther King, John ha Robert Kennedy da gentañ) hag eus goulennoù da c’houde (perak o deus votet demokrated zo evit Barack Obama ha reoù all evit Hillary Clinton) hag eus doareoù ken heverk SUA da gabaliñ evel-just! Un dizoloadenn eo bet evidon neuze hag aes e oa da lenn. Daoust din pas bezañ a-du bepred gant ar skrivagnerez ez on laouen o vezañ bet dizoloet anezhi ha klask a rin gouzout hiroc’h war merc’hed meneget ganti el levr.
Ret eo din sellet ouzh an atersadenn a zo bet graet gant Emma Watson bremañ evit klokaat al lennadenn-mañ!

Levr eñvorennoù skrivet gant Gloria Steinem. Embannet gant Random House, d’ar 27 a viz Here 2015.

Polytechnique

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 21, 2016 by geekezig

polytechniqueE miz Kerzu, nepell goude “deiz-ha-bloaz” an darvoud an hini ‘m eus sellet ouzh Polytechnique a ziskouez ar gwalldaol gourelour bet c’hoarvezet e skol Polytechnique Montreal d’ar 6 a viz Kerzu 1989. Heuliet e vez ur plac’h yaouank (n’eo ket ur plac’h wir), ur mignon dezhi hag un tamm ar sponter. Ur film e gwenn-ha-du eo gant div lodenn splann. Unan e-pad an darvoud, ar beurevezh-se, gant ar studierien er skol-veur, an erc’h, an dud o tec’hout, an harozez oc’h ober van bezañ marv evit chom bev, e mesk korfoù ar merc’hed bet lazhet hag all. Hag ul lodenn kalz diwezhatoc’h gant pouez an darvoud-se evit reoù a zo chomet bev da c’houde.
Efedus-tre ha spontus eo al lodenn gentañ a ziskouez en un doare un tamm yen an darvoudoù. An eil lodenn avat n’am eus ket kavet ken dedennus, pell alese. E gwirionez em befe kavet gwelloc’h ur film berr gant al lodenn gentañ hepken, zoken ma seblantfe un tamm trumm ha start. A bouez eo me gav kaout un testeni er stumm-se eus ar gwalldaol spontus-se (muntret ez eus bet 14 flac’h ha gloazet 14 den, pevar paotr en o-zouez). En eil lodenn e vez ijinet traoù psikologel tro-dro da div dudenn. Me gave gwelloc’h an doare ma tiskouez al lodenn gentañ un den sot ha leun a gasoni ouzh ar merc’hed, ur plac’h gant un dazont brav dirazi hag ur paotr a glask reiñ sikour hag an holl dud tro-dro, falc’het o dazont diganto. Marteze en defe manket a from? Evidon-me en deus an eil lodenn pounneraet ha disteraet nerzh testeni an darvoud.

Film sevenet gant Denis Villeneuve. Kanada, 2009, 1e17.

La Sélection – Histoires secrètes (2)

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Meurzh 13, 2016 by geekezig

selection-histoires-secretes-reine-prefereeSetu un dastumad istorioù nevez tro-dro da La sélection. Div danevell a zo hag traoùigoù ouzhpenn, goulennoù gant ar skrivagnerez (tro-dro da L’héritière un tammig) ha poltredoù Nathalie, Elise ha Kriss goude darvoudoù L’élue.
An danevell gentañ, La reine, a ziskouez sell Amberly e-pad he frantad kenstrivadeg. Tro zo neuze da welet ar roue Clarkson pa oa yaouank, ur priñs c’hoazh. Dedennus-tre ‘m eus kavet gouzout penaos e oa bet an traoù eviti, eus peseurt metou e oa, hag all.
Un tamm dipitetoc’h on bet gant an eil danevell, La préférée, tro-dro da Varlee (a zo ma zudenn karetañ a-bell), re romantel hag un tamm sukr-ha-mel ‘m eus kavet. Gwelet vez penaos he deus graet anaoudegezh gant Carter ha petra ‘zo c’hoarvezet ganto a-raok bezañ jahinet ha goude. Ur prantad fentus un tamm a zo (gant America mezv) met mod all ‘m eus kavet un tamm divlaz rak ne gaven ket tuioù heverk Marlee e-barzh kement-se.
Berr-tre eo an traoùigoù ouzhpenn. Plijadur ‘m eus bet o lenn an div danevell-mañ, kavout a ran dedennus bepred pa glask ur skrivagner-ez gwelet darvoudoù gant sell un dudenn all pe lakaat ar gaoz war traoù c’hoarvezet a-raok pe goude an istor pennañ. Lennet am eus evel un tenn. Gwelloc’h ‘vo din gouzout penaos e tro an traoù evit Eadly avat…

Danevelloù gant Kiera Cass, embannet e galleg gant Robert Laffont en dastumad R, d’an 22 a viz Here 2015.

Unfriended

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 12, 2016 by geekezig

CYBERNATURAL

Ur film a ranke bezañ iskis-tre da welet er sinema eo Unfriended rak tremen a ra pep tra war skramm urzhiataer unan eus an tudennoù. Burev, prenestr Skype gant ar webcam o vont en-dro, merdeer gant ivinelloù disheñvel digor hag all. Sellet ‘m eus me war ma urzhiataer er gêr setu e oa nec’hus un tamm da vareoù zo abalamour da se.
Heuliet ‘vez ur strollad mignoned a gomz, un nozvezh. Un nozvezh evel ar re all a c’haller ijinañ, estreget ez eus un den ouzhpenn en o c’haozeadenn ha ne ouiont ket piv eo. Buan e c’hoarvez traoù iskis ganto (kemennadennoù Facebook hag all) a lak anezho da soñjal ez eus traoù drol o tremen, liammet gant marv ur c’heneilez dezho, ur bloaz zo.
Ne ra ket aon kement-se ar film, darlammet ‘m eus ur wech pe ziv marteze, met setu tout. Dedennus ‘m eus kavet e vefe pep tra o tremen war skramm un dudenn avat. Ur sapre mennozh eo ha deuet eo brav al lodenn-se. Un tamm startoc’h e oa avat kavout plijus an tudennoù pe dedennus istor ar strollad mignoned-se. Start eo krediñ en istor, er ster ne vez gwelet netra ha n’eus ket kement-se a sonerezh pe a efed aergelc’h (an nebeut sonerezh a zo an hini lakaet da vont en-dro war urzhiataer an dudenn, pezh n’eo ket droch dre ret) evel ur film spont boaz. An nebeut a vez gwelet (gwadek) n’eo ket gwall gendrec’hus. Ar pep spontusañ evel-just n’eo ket an tu faltazi met kentoc’h ar pezh a c’hoarvez etre mignoned, farsadennoù pe traoù kalz grevusoc’h, sekredoù hag all a vez lakaet war-wel d’an holl. Ur film gant ur mennozh mat met n’eo ket dispar e fin ar gont. Berr eo avat neuze n’eo ket grevus-tre!

Film sevenet gant Leo Gabriadze. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e23.

L’autre – Le rapport de Brodeck 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Meurzh 7, 2016 by geekezig

L_Autre_Le_Rapport_de_Brodeck_tome_1Me oar a-walc’h e plij labour Manu Larcenet d’ur bern tud. N’am eus ali resis ebet, anzav a ran. Lennet ‘m eus bet traoù zo gantañ a gaven kentoc’h plijus met hep mont pelloc’h. Ne oan ket e-touez ar re dedennet spontus gant Le rapport de Brodeck neuze. An tresadennoù koulskoude o deus roet din c’hoant lenn rak seblantout a rae brav-tre memestra.
Setu me o lenn L’autre. Splujet diouzhtu en ur gêriadenn, pouez ar sekredoù spontus, ar strollad a-enep an hinienn. Penndudenn an istor a rank sevel ur rentañ-kont diwar-benn ur darvoud a zo c’hoarvezet er gêriadenn, komprenet e vez buan pegen mantrus eo bet. N’en deus ket kemeret perzh setu perak e raio eñ war-dro. Ouzhpenn eo boaz da skrivañ. E gwirionez e vo lennet ur skrid all, ur skrid e lec’h ma kont ar wirionez, sell ar baotred all warnañ, e vuhez start, penaos e tremene an traoù gant “an estren” a zo e kreiz ar rentañ-kont. Un istor spontus eo. Ne ouien ket e oa ur romant a-raok lenn ar levrenn-mañ. Tapet on bet penn-da-benn e testeni Brodeck, abalamour ivez evel-just d’an tresadennoù teñval, brav eston a ziskouez mat aergelc’h ar gêriadenn, yen ha kalet. Ur stumm ispisial a zo d’al levr (stumm italian evel ma vez lavaret) ha klotañ a ra mat me gav. Dodennoù start-tre a zo el levr, ar c’hampoù bac’h en o-zouez. Kreñv-tre eo an oberenn. Gortoz a ran an eil levrenn bremañ!RapportBrodeck_PL

Istor ha tresadennoù gant Manu Larcenet diwar romant Philippe Claudel. Embannet gant Dargaud d’an 10 a viz Ebrel 2015.

%d bloggers like this: