Bridge of Spies

bridge-of-spiesE 1957 e Brooklyn e vez harzet Rudolf Abel gant an FBI. Jim Donovan a vez anvet evit difenn anezhañ, tamallet eo bezañ ur spier evit Rusia. Ober a ra mat e labour alvokad. Goude ar prosez e vez kinniget da Jim Donovan ober war-dro un eskemm prizonidi, e Berlin.
Ur sapre film istorel eo Bridge of Spies. Gorrek eo un tamm, diskouez a ra an traoù en un doare plaen ha komprenus, gant fent a-wechoù. Deuet brav kenañ eo aergelc’h ar brezel yen, stegn eo an traoù. Prantadoù kreñv-tre a zo ivez (war ar pont da skouer!). N’am eus ket kavet hir ma amzer tamm ebet hag ur blijadur eo bet gwelet ar film-se a zo e-touez reoù wellañ 2015 evidon. Ur film gant Spielberg a vo lakaet a gostez ‘m eus aon met a zo a galite uhel koulskoude.

Film sevenet gant Steven Spielberg. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù Frañs abaoe an 2 a viz Kerzu) 2015, 2e21.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: