Horns

HornsFellout a rae din gwelet Horns, n’am eus ket soñj mat perak. Ig Perish a zo tamallet evit gwall ha muntr e garedig. Ar gêriadenn a-bezh a zo a-enep dezhañ. Dihuniñ a ra un deiz gant kerniel hag ur galloud a lak an dud da anzav traoù, diardoù. Kregiñ a ra Ig da glask war-lerc’h an den kablus gwirion a-drugarez da-se.
Plijus ha fentus eo penn-kentañ ar film, pa glask Ig gwelet petra c’hall ober gant e galloud nevez. Goude-se ez eus ur bern kilselloù war bugaleaj Ig, divinet ‘vez buan piv eo ar muntrer hag anzav a ran ‘m eus kavet hir spontus ma amzer. Mennozhioù mat a zo koulskoude, tu rock ‘n’ roll ar penn-kentañ pe c’hoazh prantadoù dic’hortoz a-walc’h (pa glev Ig e vamm o lârat dezhañ e fellfe dezhi e laoskfe anezhi trankil da skouer). Poan spontus ‘m eus bet gant tudenn Merrin (karedig Ig) a zo displijus padal eo sañset da vezañ karet gant an holl… Start da grediñ e gwirionez! Plijet ‘n eus din dibaboù al lec’hioù ivez (ar c’hoad, al lenn…) met an efedoù ispisial er fin a oa droch a-walc’h. E gwirionez em eus kavet e oa re vesket an doareoù filmoù hag istorioù ha ne oa ket kempouez an hollad. Spi ‘m eus eo gwelloc’h ar romant!

Film sevenet gant Alexandre Aja, diazezet war romant Joe Hill. Stadoù-Unanet-Amerika & Kanada, 2014, 2e.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: