Dielloù evit C'hwevrer, 2016

L’île Louvre

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on C'hwevrer 29, 2016 by geekezig

ilelouvreC’hwi oar bremañ pegent sot on gant levrioù Florent Chavouet. Lennet am eus L’île Louvre gant plijadur neuze. Karget eo bet Florent Chavouet da dresañ an dud a zeu da weladenniñ mirdi al Louvre. Un doare istor a zo met n’eo ket dedennus-tre me gav. Ar pep pouezusañ ha deuet brav a zo an traoùigoù bet klevet gant ar gwarded, digant ar weladennerien hag all. C’hoarzhet ‘m eus meur a wech (en tren e oan ouzhpenn!). Ur bern traoù a zo da sellet war tresadennoù an arzour evel boaz ha brav-tre eo an disoc’h. Domaj eo e vefe ken gwan an tu “istor” (na dalveze ket ar boan zoken evidon-me) ha ken berr rak c’hoant am befe bet da lenn muioc’h c’hoazh a draoù fentus diwar-benn ar mirdi! Ul levr plijus-kenañ eo memestra.louvre

Istor ha tresadennoù gant Florent Chavouet. Embannet gant Futuropolis ha Louvre éditions d’ar 5 a viz Du 2015.

Advertisements

The Fault in Our Stars

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 29, 2016 by geekezig

The_Fault_in_Our_StarsGoude ar film em eus soñjet e vefe mat din lenn al levr, memestra. Ul levr aes eo da lenn e saozneg. Heñvel-tre eo ar film ouzh al levr, n’am eus bet souezhadenn ebet e gwirionez. Nerzh al levr a zo bepred diskouez ar re glañv evel tud evel ar re all, gant fent. Ur bern frazennoù brav a zo el levr ha prantadoù fromus-tre a zo evel-just. Brav eo bepred an darempred etre an tudennoù, d’am meno e vez meneget muioc’h saviad arc’hant ar gerent eget er film (jenet e oan bet gant se) o tiskouez splannoc’h ez eus traoù zo ne reont ket evit gallout ober war-dro o bugale, keit ma c’hallont en ober. Klask a rin lenn romantoù all gant John Green moarvat!

Romant skrivet gant John Green. Embannet gant Dutton Books d’an 10 a viz Genver 2012.

Louder Than Bombs

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 24, 2016 by geekezig

louder-than-bombsCheñchet eo bet titl ar film-mañ e Frañs ha deuet eo da vezañ Back Home… Bravoc’h eo an titl orin evidon-me. N’am eus ket gwelet film all ar sevener en doa graet berzh, Oslo, 31. august met dedennet-kenañ on bet gant ar bomm-bruderezh. Ar Merc’her e lec’h ma veze kinniget Star Wars 7 an hini on bet o welet ar film.
Ur film gorrek-tre ha kazi disonerezh (em eñvorenn d’an nebeutañ), gant talennoù brav eston da vareoù zo, na lakaont ket an istor da vont war-raok met a grou un aergelc’h kreñv eo ar pezh a c’hall krouiñ ur santad iskis.
Heuliet e vez ur familh : un tad intañv hag e daou vab. Da vare un diskouezadeg diwar-benn skeudenniñ e wreg/o vamm e prederio ar baotred diwar-benn ar plac’h-se, hag o buhez dezho ivez. Ur film diwar-benn ar c’hañv eo, anat deoc’h, met diwar-benn ur bern traoù all ivez. Pegen diaes eo komz gant tud all ur familh, an darempredoù skoemp (etre an tad hag an hini yaouankañ, krennard), dibaboù buhez ha sekredoù ur vamm (evit ar mab henañ)… N’eus netra dreistordinal met kavet am eus traoù zo kreñv-tre dreist holl tro-dro da dudenn Conrad ar mab yaouankañ, am eus kavet heñvel ouzhin e doareoù zo. Tudenn Isabelle Huppert a zo aze bepred daoust dezhi bezañ marv. Ur film a c’hallo seblantout didalvoud pe re start evit tud zo moarvat met kavet ‘m eus e oa gwirion, gwirheñvel. Fentus ‘m eus kavet ivez gwelet Amy Ryan gant Gabriel Byrne en-dro, goude In Treatment

Film sevenet gant Joachim Trier. Norge, Frañs & Danmark, (war skrammoù Frañs d’an 9 a viz Kerzu) 2015, 1e49.

Certaines n’avaient jamais vu la mer

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on C'hwevrer 23, 2016 by geekezig

Otsuka.inddPell zo e felle din lenn ar romant-mañ a oa bet kalz kaoz outañ pa oa deuet er-maez. Un toullad prizioù en deus bet zoken. Kontañ a ra ar romant-mañ istor ur strollad Japanadezed kaset da zimeziñ er Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved. Touellet int bet ha kavout a reont paotred kozh, gant saviadoù izel. Ret eo dezho labourat, da zastum frouezh, evel matezed, gisti… Saviadoù a bep seurt a vo dezho. Tamm-ha-tamm e voazont d’ar vuhez pell eus o bro. Bugale a c’han, paotred a vez harzet peogwir e c’hallfent bezañ spierien (krog eo an eil brezel bed) hag a-benn ar fin e vo goulennet diganto mont kuit.
Ur stil ispisial kenañ a zo d’al levr, dezrevellet a-unvouezh gant ar strollad merc’hed, a implij neuze kentañ gour al liester. Mezevellus keit ha barzhoniel eo ar frazennoù, a samm ur bern saviadoù disheñvel evit diskouez pegen heñvel eo o zonkad daoust da bep tra. Ur romant berr eo ha fromus eo ar fin. Ur prantad na vez ket kaozeet alies eus outañ a vez kontet amañ ha na pa ve ken evit se eo dedennus. Un tamm start e vo ar stil evit tud zo moarvat met kompren a ra e vefe bet graet berzh gant romant Julie Otsuka.

Romant skrivet gant Julie Otuska. Embannet e galleg e ti Phébus d’an 30 aviz Eost 2012.

Chiisakobe 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on C'hwevrer 22, 2016 by geekezig

Chiisakobe_Le_serment_de_ShigejiP’hon eus resevet Chiisakobe el levraoueg e oamp holl o soñjal e fellfe deomp lenn ar manga-mañ. Me an hini a zo bet ar primañ evit e amprestiñ avat, aha!
Chiisakobe a gont istor ur paotr, hêr un embregerezh kalvezerezh e Tokyo. E dud a zo marvet en un tan-gwall en neus ivez distrujet an embregerezh. Ret eo dezhañ adsevel an embregerezh neuze. Un den drol eo, tavedek met barrek koulskoude. Ritsu, ur plac’h yaouank a vez tutet d’ober war-dro an ti familh (n’eo ket bet devet), erruout a ra gant ur bagad bugale, emzivaded. An holl dud-se, un tamm kollet, a vevo asambles adalek bremañ.
Tresadennoù goulo a-walc’h met deuet brav, un aergelc’h iskis a lak da soñjal e filmoù Wes Anderson un tammig, setu ar pezh a vez kavet e azasadenn ur romant klasel (skrivet gant YAMAMOTO Shûgorô) e manga a dremen hirie an deiz. Un tamm etre daou on chomet o lenn (un dra da skouer gant an niver a selloù war korfoù ar merc’hed am eus kavet direnkus un tamm) met kevrinus e chom an darempredoù etre an tudennoù, ar pezh a vez santet ‘zo bet c’hoarvezet etrezo gwechall…. neuze e vin dedennet o lenn an eil levrenn memestra!chiisakobe-d

Istor ha tresadennoù gant MOCHIZUKI Minetarô. Embannet e galleg gant Le lézard noir, d’an 2 a viz Here 2015.

Ex Machina

Posted in Filmoù with tags , on C'hwevrer 17, 2016 by geekezig

exmachinaFellout a rae din gwelet Ex Machina abaoe ma oa deuet er-maez. Ur film diwar-benn an naouegezh artifisel eo e stumm disforan ouzhpenn. Heuliet e vez ur paotr yaouank a c’hounez ur genstrivadeg evit labourat gant e rener, penn-embregerezh Blue Book, a vev e-unan en un endro digredus. Degemeret e vo e-pad ur sizhun evit labourat tro-dro d’ur raktres. Ret eo da g/Caleb atersiñ ar robot Ava evit gwelet ma teu a-benn da vezañ kendrec’het e c’hall Ava tremen evit an den (taol-arnod Turing). Spiet eo gant e rener, Nathan, ha tamm-ha-tamm e teu da vezañ nec’het rak emzalc’h Nathan hag ivez gant traoù bet lâret dezhañ dre guzh gant Ava.
Brav-tre ‘m eus kavet endro an ti (filmet e Norge) ha nec’hus-tre an aergelc’h en ti, yen ha diene penn-da-benn. Un tamm dipitet on bet gant diskoulm an istor (marteze on bet feuket, evel tudenn Caleb) met a-raok ar prantad klozañ em eus kavet e oa ur film plijus ha dedennus, zoken ma ne tegas ket kalz a draoù nevez eus tu an naouegezh artifisiel. A-benn ar fin e kaoze kentoc’h eus an doareoù da levezoniñ an dud en ur spiañ anezho dre o voazioù labour pe bevañ (ha dre o voazioù war ar rouedad, evel-just). Deuet brav eo an traoù gant an tri aktour pennañ hag ur film skiant-faltazi kendrec’hus eo me gav.

Film sevenet gant Alex Garland. Rouantelezh-Unanet, 2015, 1e48.

Millénium 4 – Ce qui ne me tue pas

Posted in Levrioù with tags , , , , on C'hwevrer 7, 2016 by geekezig

millenium4Poan ‘m eus bet o tont a-benn da gaout Millénium 4 el levraoueg! Met deuet on a-benn ^^
Iskis eo ijinañ pebezh labour eo bet lakaat da vev en-dro ar rummad goude marv e aozer, moarvat e c’hoarvez ingal met memestra…
Santet ‘vez avat ez eus bet ezhomm da lakaat an traoù da glotañ gant ar mare : ar wech-mañ ez eus kalz kaoz eus an NSA, darempredoù etre gouarnamantoù hag aozadurioù fallakr, spierezh…
Un tamm re a dudennoù a vez heuliet er penn-kentañ ha poan ‘m eus bet o splujañ en istor a-raok an drederenn kazi. Ne welen ket da belec’h e oa an traoù o vont, perak e veze meneget kement a dud (tud o labourat en NSA, poliserien ha tud o labourat e servijoù svedat, hag all). Frans Balder, ur skiantour svedat a laboure er SUA a vez heuliet er penn-kentañ, e labour tro-dro d’an naouegezh artifisiel a zo pouezus bras ha gouzout a ra e oar re a draoù. Distreiñ a ra da Sveden ha soñjal a ra dezhañ eo e vab aotek barrek a-walc’h evit bezañ un den dreistsperedek. Netra resis da welet gant Lisbeth ha Mikael Blomkvist, hañ? Ne gontin ket pep tra evel-just met tapet on bet en istor a-benn ar fin ha komprenet perak e oa kaoz eus kement a dud (zoken ma ne vezont ket heuliet e memes stumm goude, ar pezh a gaven kenkoulz). Plijet on bet gant tudennoù nevez en istor evel ar c’helaouenner yaouank Andrei da skouer. Dudius hag efedus ‘m eus kavet ar romant daoust din kaout disfiz memestra peogwir ez eus traoù chomet digor frank (ha koulskoude e ro c’hoant da c’houzout hiroc’h) setu on kazi sur e vo levrioù all o tont, pezh a gavan souezhus un tamm. N’ouzon ket re m’eo disheñvel pe get ar stil, hini an droidigezh a seblant din damheñvel (daoust din bezañ bet souezhet bep tro gant lesanv Bublanski ha ne gave ket din e oa Bubulle el levrioù all?). Ma, laouen on o vezañ distroet war roudoù an daouad a seblant un tamm skuizh koulskoude da vareoù zo. Re a draoù a vez goulennet diganto marteze, daoust ha ne oa ket ret laoskel anezho e peoc’h goude an trede levrenn?

Romant skrivet gant David Lagercrantz diwar oberenn Stieg Larrson. Embannet e galleg gant Actes Sud, d’ar 27 a viz Eost 2015.

%d bloggers like this: