Un thé pour Yumiko

thepouryumikoKuzuliet eo bet din Un thé pour Yumiko gant ur genseurtez. Kontet e vez e-barzh istor Yumiko, Japanadez o chom e Londrez abaoe un toullad bloavezhioù dija. Distreiñ a ra ingal d’he bro met en em blijout a ra e Londrez ha fellout a ra dezhi chom du-hont. Un deiz bennak avat e resev ur bellgomzadenn gant he breur : marvet eo o zad. Ret eo dezhi distreiñ da vro Japan hag ur mare preder diwar-benn he dibaboù, he darempred gant he zad hag he mamm e vo. Ul levr brav eo, gant tresadennoù dous, disheñvel penn-da-benn eus ur stil manga (desket en deus OBATA Fumio an arzoù e bro Skos ha bro Saoz). Ur sell a zo ivez war plas ar merc’hed er gevredigezh gant tudenn he mamm he deus divizet dispartiañ ha mont war-raok gant he labour enklaskerez war al lennegezh, Yumiko he deus ivez divizet mont davet ur vicher arzel hep klask dimeziñ dre ret… Fromus eo ha moarvat e klot gant traoù bet bevet gant an oberour pe tud tro-dro dezhañ. A-drugarez d’an temoù a zo boutin d’an holl e c’hall al levr kaout heklev en tu-hont d’an tu japanat. Kuzuliañ a ran deoc’h al levr-se d’am zro.un-the-pour-yumiko

Istor ha tresadennoù gant OBATA Fumio. Embannet e galleg gant Gallimard (en dastumad Bayou) d’an 13 a viz Meurzh 2014.

 

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: