The Voices

The-voicesKavet em boa fentus ha dedennus bomm-brudañ The Voices met c’hwitet em boa ar film er sinema. Souezhet e oan o welet Marjane Satrapi o kinnig ur film gant seurt aergelc’h. Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer dirak ar film avat ha direnket a-walc’h on bet zoken. Heuliet e vez Jerry, ur paotr laouen, bepred ur sell pozitivel gantañ. Tremen a ra mat pep tra evitañ met komprenet ‘vez buan en deus kudennoù bred memestra peogwir e rank mont da welet ur mezeg alies. Ne dap ket e louzeier e gwirionez, ar pezh a zistum e doare da welet ar bed…
N’am eus ket kavet ar film ken fentus-se, er c’hontrol… Spontus ha skrijus a-walc’h eo, met en un doare en deus displijet. Ar film a gomz diwar-benn un den aet da sot met n’am eus ket komprenet da belec’h e oamp kaset. Plijet on bet gant ar bed “faos” a vez gwelet dre sell Jerry met an istor n’en deus ket plijet din ha dipitet on bet a-benn ar fin.

Film sevenet gant Marjane Satrapi. Stadoù-Unanet Amerika hag Alamagn, 2014, 1e44.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: