Spring Breakers

springbreakersA bep seurt em boa klevet diwar-benn Spring Breakers. Eus un tu tud o doa kavet ar film nul da vat hag eus an tu all reoù all a lâre e oa dispar. Ne ouien ket re piv krediñ setu ‘m eus soñjet e oa mat din kaout un ali.
Heuliet e vez peder flac’h yaouank a zo en o bloavezh skol-veur kentañ. C’hoant o deus mont da riboulat forzh pegement evit vakañsoù an nevez-amzer. Pezh a zo, n’o deus ket peadra da vont setu e krogont da laerez arc’hant. Ur wech erru e Florida int laouen, betek ma trofe fall an traoù en ur gouel. Tapet e vezont gant ar polis ha lakaet en toull-bac’h, ret eo dezho paeañ a-benn mont maez. Ne fell ket dezho goulenn sikour digant o zud evel-just. Ur rapour iskis eus ar vro a zivizo sikour anezho. Eil lodenn ar film a dremeno tro-dro d’an den-se hag o darempred ganto, ar strollad o tispenn a dammoù.
Skeudennoù ar c’horfoù, frazennoù adlâret n’ouzon ket pet gwech, tudennoù displijus spontus… Un toullad traoù o deus hegaset ac’hanon er film-se. Un dra zo ivez tro-dro da bellgomzadennoù ar merc’hed d’o familhoù, n’am eus ket komprenet ar pal (ne gontent ket gaou met frazennoù peoc’hus ha leun a furnez a oa kontrol mik d’ar pezh a veze gwelet war ar skeudennoù). E gwirionez, estreget un tamm resis am eus kavet brav-tre (tro-dro da ganaouenn Everytime Britney Spears) em eus soñjet paouez gant ar film alies. Goulo mik eo evidon ha n’on ket gouest da gavout traoù mat da lârat. Ur c’holl-amzer eo, a seblant kalz hiroc’h eget ma n’eo e gwirionez!

Film sevenet gant Harmony Korine. Stadoù-Unanet Amerika, 2012, 1e34.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: