Les apprentis sorciers du climat

apprentisKuzuliet eo bet din an teulfilm-mañ gant ma breur. Un teulfilm dedennus eo diwar-benn an doareoù n’eus mab-den da glask un diskoulm teknel d’ar cheñchamantoù hin, en ur klask mestroniañ pe kaout levezon war an natur : ar geo-ijinouriezh. Dedennus-tre ‘m eus kavet gouzout penaos ez eus bet taolioù-arnod e-pad ul lodenn vat eus an XXvet kantved (goude an eil brezel bed) gant armeoù ha gouarnamantoù ur bern broioù, a-wechoù gant ar pal tagañ broioù all. E lodenn ziwezhañ an teulfilm e vez komprenet perak e c’hallfe seurt binvioù bezañ arc’hantaouet (er Stadoù-Unanet da skouer e vefe aesoc’h lakaat Republikaned ha Demokrated a-du war se eget war un doare da ezteurel nebeutoc’h a CO2…) met ivez an efedoù war hir dermen a vefe KALZ gwashoc’h eget laoskel an hin da dommañ evel m’emañ oc’h ober hirie an deiz. Istorourien, prederourien, kelaouennerien, skiantourien hag all a vez klevet. Un teulfilm skrijus met dedennus-tre.

Teulfilm sevenet gant Pierre Oscar Lévy. Frañs, 2014, 1e24. Bet skignet war Arte d’ar 24 a viz Du 2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: