The We and the I

theweandtheiFellout a rae din gwelet ar film-mañ abaoe pell. Ur film dedennus eo pa ginnig heuliañ ur c’hlasad liseidi devezh diwezhañ ar skol e-pad ar beaj er bus da zistreiñ d’ar gêr. Strolladoù mignoned, c’hoarzhadennoù, kunujennoù, kaozeadennoù kuzh a-drugarez d’ar gerigelloù dre bellgomz, hag all hag all. Tamm-ha-tamm e cheñch emzalc’h ar grennarded pa zigresk ar strollad hervez an arsavioù. Jenet on bet un tamm gant emzalc’h ar re yaouank (oc’h ober goap eus an dud all da skouer) marteze peogwir on bet test eus traoù evel-se dija en ur vont da labourat met plijet on bet gant emdroadur an darempredoù, cheñchamantoù gerioù, doare da gaozeal… Ur film dedennus hag a ziskouez ur poltred gwirheñvel eus krennarded.

Film sevenet gant Michel Gondry. Stadoù-Unanet Amerika ha Rouantelezh-Unanet, 2012, 1e43.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: