Parle-leur de batailles, de rois et d’éléphants

parle-leurGant priz ar Goncourt bet tapet gantañ e felle din lenn ur romant gant Mathias Enard memestra. Soñj em eus bet e felle din lenn Goucourt al liseidi pa ‘n doa tapet anezhañ e 2010. Setu me neuze o lenn Parle-leur de batailles, de rois et d’éléphants. Ur romant berr eo, a gont penaos eo (pe a vefe) bet Michelangelo da Gonstantinopolis (Istanbul) e 1506 da sevel ur pont war atiz ar sultan Bazajet. Mont a ra du-hont ha dilezel e labour kroget evit ar pab Julius II. A bep seurt traoù a ra : skrivañ d’e familh e Florañs, klask tapout arc’hant, dizoloiñ burzhudoù ar gêr… Santet e vez al labour enklask e dielloù bet kaset da benn ha deskadurezh uhel ar skrivagner. Un tamm poan ‘m eus bet o kavout plijus tudenn Michelangelo avat ha neuze da gompren an dud ken hoalet gantañ. Un draig a vanke me gav evit kaout ar santimant bezañ gantañ da vat ha gwelet anezhañ o labourat da skouer.

Romant skrivet gant Mathias Enard, bet priz Goncourt al liseidi e 2010 ha Priz al levr e Poitou-Charentes et 2011. Embannet gant Actes Sud d’ar 15 a viz Eost 2010.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: