Carnet de santé foireuse

carnet-de-sante-foireuseKlevet am eus Pozla o kinnig e levr e abadenn 101 pur 100 chadenn Nolife ha kavet ‘m eus dedennus an den ha pouezus e labour. Taget eo gant kleñved Crohn, ur c’hleñved a dag ar sistem koazhañ a-bezh. E-pad bloavezhioù ez eus bet lâret dezhañ e oa psikosomatek e boan gof hag e red-korf dibaouez ha re ziwezhat e oa p’eo bet kavet e oa kalz grevusoc’h e gwirionez ha ret oberata. Dres p’eo bet ganet e verc’h en deus ranket mont d’an ospital neuze da vezañ tennet ur pezh mell lodenn eus e vouzelloù (80cm!). Ur c’harned en doa gantañ en ospital ha meur a dresadenn a vez kavet el levr a ziskouez pegen nec’het e oa : poan o gousket, ar boan hepken, hag an doare ma kemere e vouzelloù tout ar plas en e voud a-benn ar fin. Dedennus-tre eo doare da dresañ Pozla, a lak liv ur wech an amzer evit lakaat un dra war-wel. Ur pikol levr eo a gont ur bern darvoudoù disheñvel, er gêr, en ospital gant an dud all er gambr pe gant ar vezeien a bep seurt… Ma na fell ket deoc’h lenn un istor a gomz eus kaoc’h forzh pegement e vo arabat deoc’h lenn met mod all eo ul labour bras ha dedennus en deus sikouret moarvat e aozer da vont dreist an darvoudoù start-se en e vuhez.carnetsanté5

Istor ha tresadennoù gant Pozla. Embannet e ti Delcourt d’an 9 a viz Gwengolo 2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: