2つ目の窓 (Still the Water / Futatsume no mado)

Still the waterUr film gorrek-tre eo Still the Water. Un tamm re marteze. Tremen a ra ar film war enezenn Amami. Un den marv a vez kavet war vord ar mor. Daou den yaouank a vo heuliet, Kyoko, klañv bras he mamm ha Kaito, a vev gant e vamm. E dad a zo aet kuit d’ober e vicher tatouer e Tokyo. Aon rak ar mor, aon rak ar marv, digompren rak an dud deuet, an natur o follañ, an dud all… A bep seurt goulennoù ha trubuilhoù a zo war o speredoù.
Skeudennoù brav eston a zo, eus ar mor, an oabl, gwagennoù, menezioù… Prantadoù brav a zo ivez tro-dro d’ar sonerezh, tud bodet evit lârat kenavo… Un tamm re yen eo an hollad avat (ha re hir) evit bezañ gwelet evel ur film mat. N’am eus ket keuz bezañ gwelet anezhañ met poan am befe o kuzuliañ anezhañ deoc’h, anzav a ran.

Film sevenet gant KAWASE Naomi. Japan, 2014, 2e.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: