Dielloù evit Genver, 2016

Emily is away

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , on Genver 26, 2016 by geekezig

emily-degemerEmily is away a zo ur c’hoari berr ha digoust da bellgargañ. Ur c’hoari-testenn eo, diazezet war kaozeadennoù etre daou den war un asez MSN etre 2002 ha 2006. Posupl eo dibab ur skeudenn profil (a glot gant traoù diouzh ar c’hiz ar bloavezhioù-se) goude ez eus ur gaozeadenn etre ar c’hoari-ez hag Emily, ur vignonez.emily-skeudenn Iskis a-walc’h eo an alioù diwar-benn ar c’hoari rak ur bern tud a wel Emily is Away evel un “dating sim” kentoc’h eget ur visual novel : ret eo kendrec’hiñ Emily omp an den gwellañ eviti. Me oa kentoc’h gant ar soñj e oa ur vignonez ha neuze e klasken frealziñ anezhi. Un hanter-eur bennak a zo ezhomm evit c’hoari : ur wech lañset ar gaozeadenn eo ret dibab etre tri dibab da respont d’he c’houlennoù hep gallout bizskrivañ traoù. emily-kaozeadennDa vareoù zo e vo “reizhet” ar frazennoù zoken, a-raok kas anezho (ret eo ober van bizskrivañ memestra evit ma teufe an destenn war-wel war ar skramm!). Ar chabistr diwezhañ a zo un tamm torr-penn peogwir e vezer bac’het (kazi pep dibab a zo “reizhet” ha ne talvez ket memestra ken tamm ebet). Kavet ‘m eus fentus ar mennozh, an tu Windows XP hag an daveoù a glot ganin da vat. Prantadoù kaozeadennoù zo a zo gwirheñvel meurbet (ul lodenn en deus spontet ac’hanon kazi peogwir on sur bezañ bet ar gaozeadenn-se gant unan bennak) ha dre vras, evit unan bennak a oa o kregiñ gant al lise e 2002 ez eus un dra bennak…
Koulskoude on direnket gant an tu “friendzone” a zo gant ar c’hoari (Emily ne vo james laouen, forzh petra a vo dibabet, klask war he lerc’h pe get) dreist-holl ma vez gwelet evel un dating-sim ha gant an nebeut a frankiz a zo gant ar c’hoarier-ez. Ur prantad fentus ‘m eus tremenet neuze ha n’eus ket tu da glemm re peogwir eo digoust! Ma fell deoc’h ober un tamm tro e bro ar melkoni n’eo ket fall, mod all ez eus c’hoarioù dedennusoc’h, sur!

C’hoari evit 1 c’hoarier-ez da bellgargañ hepken war Windows ha Mac. Diorroet hag embannet gant Kyle Seeley, d’an 20 a viz Du 2015.

Advertisements

Ne t’arrête pas (Expérience Noa Torson #1)

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Genver 26, 2016 by geekezig

Experience-Noa-Torson-tome-1-Ne-tarrete-pasNoa a zihun en ul lec’h iskis. Oberataet eo bet war a seblant. Dont a ra a-benn da vont kuit met adalek bremañ e vo klasket war he lerc’h ha n’he do neblec’h evit kuzhat. Ur plac’h yaouank bet a di da di eo, emzivadez hag erru skuizh gant ar servijoù sokial a ra(e) war he zro. Barrek-spontus eo gant an urzhiataerioù ha mennet da c’houzout hiroc’h war ar pezh zo c’hoarvezet dezhi. Peter eus e du a zo ur paotr yaouank a vev en ur familh pinvidik. Marvet eo e vreur un toullad bloavezhioù zo met ne vez ket lakaet ar gaoz war se. Dizoloiñ ‘ra emañ eo liammet e dad gant un afer iskis. Klask a ra enklask met paouezet e vez gant tud a seblant bezañ en ur servij kuzh bennak. Asambles gant Noa e klaskfont gouzout hiroc’h…
Daoust hag e lak Noa da soñjal e Lisbeth Salander? Penn-da-benn. Siwazh n’on ket deuet a-benn da gavout anezhi ken plijus. Peter ‘m eus kavet plijusoc’h ha ret eo anzav eo kevrinus-tre ar pezh a c’hoarvez ganto (ur c’hleñved-red a dag ar grennarded hepken) setu n’am eus bet kudenn ebet o lenn Ne t’arrête pas. Ur romant efedus ha dudius. D’am soñj eo bet sirius ar skrivagnerez ha goulennet sikour evit al lodennoù a denn ouzh ar stlenneg. Santet e vez ivez karantez evit kêr Boston, hag anzav a ran e ro c’hoant pourmen e straedoù ar gêr da vareoù zo. N’ouzon ket ma fello din groñs lenn ar pezh a c’hoarvez goude, gwelet e vo!

Romant skrivet gant Michelle Gagnon. Embannet e galleg gant Nathan, d’an 29 a viz Genver 2015.

Life is Strange

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , , , , , , , on Genver 24, 2016 by geekezig

life-is-strange-titleE-kerzh peseurt darvoud em boa klevet komz eus Life is Strange evit ar wech kentañ? N’am eus ket soñj ken met soñj mat ‘m eus eus ar santad ‘m eus bet o sellet ouzh ar bomm-bruderezh, eus ar frazenn “Gone Home meets The Walking Dead… wih time travel”.  A! Aha! Ahaha! “Shut up and take my money” evel ma vez lâret.

Koulskoude n’on ket bet o prenañ pe o rakprenañ ar c’hoari diouzhtu-diouzhtu. Gortozet ‘m eus an eil rann evit en ober. Ne c’hoazh distaol ebet na netra met poent e oa. Ha setu me lañset neuze…
Life is Strange a zo ur c’hoari a rannoù, e doare reoù telltale games un tamm. Ur c’hoari doare point ‘n’ click eo (traoù da zastum, tud da atersiñ). Kregiñ a ra ar c’hoari gant ur gwallhunvre. Max a zo en ur gorventenn kichen tour-tan Arcadia Bay. Dihuniñ a ra en he c’hentel diwar-benn ar skeudenniñ, e Blackwell Academy. Buan goude e vo test eus ur muntr. Aze e verzo Max e c’hall mont en-dro en amzer (un nebeut) a-benn cheñch un darvoud. Eeun a-walc’h eo steuñvenn ar c’hoari, ret eo dastum titouroù, mont da lec’h-mañ lec’h, klask un dra hag adober goude bezañ distroet en-dro en amzer evit dont a-benn… Evit sikour ac’hanomp ez eus deizlevr Max hag he fellgomzer hezoug (gant gerigelloù a vez kaset dezhi gant tud all).LiS-deizlevrLiS-hezoug C’hoariet e vez gant al logodenn (evit an oberoù) hag an touchennoù evit mont war-raok. Un tamm start ‘m eus kavet boaziañ d’an doare da c’hoari-se (a seblant klasel koulskoude!) rak ret eo ruzañ davet an ober a fell deomp ober, ouzhpenn klikañ. Er penn-kentañ ne teuen a-benn d’ober netra! Kustumañ a vez graet met n’am eus ket kavet anat. Start ‘oa ivez a-wechoù lakaat evezh Max (ha neuze an dibab oberoù) war an dra a felle din.LiS-gameplay Da vareoù zo ez eus dibaboù d’ober. E-kerzh ar c’hoari e vo lâret splann :  ma ne tistroomp ket da cheñch e chomo an diviz-se hag en do efedoù da c’houde.LiS-consequences Un dra a c’haller ober ivez met n’eo ket rediet a zo tapout skeudennoù da vareoù ha lec’hioù resis er c’hoari. Ar skeudennoù (dre vras, ket ar re-mañ) do ur perz a-bouez en istor.LiS-skeudennouAr rann gentañ a zo bet ur gwir bam evidon. Pa tañs Chloe war he gwele eo eo bet piket ma c’halon. Ha ne oan ket evit chom hep gouelañ e-kerzh tout ar c’hlozadur.
Evel e c’hoarioù telltale games ez eus stadegoù e fin ar c’hoari. Reoù an divizoù bras ha reoù all, n’int ket ken a-bouez. (Diwallit! SPOILERS RANN 2)LiS-stadegouDivizet ‘m eus ober ur c’hoariadenn “from” gant ma divizoù hep soñjal pe dost, hervez ma santad ha ma c’halon ha ket ar poell pe ar strategiezh. Hag un eil c’hoariadenn evit klask traoù all (a-wechoù ar c’hontrol-mik just “da welet” hag a-wechoù ur seurt meskaj iskis rak ne oan ket evit ober un diviz all e gwirionez pe o klask sevel ur seurt strategiezh). An eil c’hoariadenn a servije din ivez da gavout an holl luc’hskeudennoù ouzhpenn.
An eil rann a zo bet un doare taol-arnod da welet ma oa ur gwir efed gant ma divizoù. Un tamm dipitet on bet gant dilez ar galloud un tamm, hag hegaset ivez gant un dra a zo bet kalz kaoz diwar e-benn. Ket dre ret evit an abegoù meneget (tud zo a zo bet jenet gant an diouer a drigger warning peogwir ez eus kaoz splann eus emlazh) met evit an doare da c’hoari ar prantad-se. Ne oa ket liammet gant dibaboù graet a-raok met an doare da zibab ar gaozeadenn (traoù dilogik a-grenn ‘zo c’hoarvezet evidon).  Un tamm dipitet on bet neuze gant ar rann-mañ. Ur sapre diforc’h a oa erru etre ma div c’hoariadenn. Ret eo din ouzhpennañ diwar-benn an trigger warning eo bet fin skipailh Dontnod ha Square Enix evit kinnig adalek an darvoud-se, chomlec’hioù davet kevredigezhioù da sikour an dud da gomz diwar-benn temoù start evel-se. Ur respont a galite me gav, zoken ma vefe bet mat soñjal en-se a-raok ar c’hlemmoù.
En ur c’hoari gant an trede rann on bet dinervet kalz rak ranket ‘m eus digreskiñ SPONTUS kalite ar skeudenn evit gallout c’hoari (chomet on stanket en ul lec’h hep gallout ober netra ha se oa an abeg war a seblant). Meur a wech ‘m eus bet ar santimant ne oa ket posupl mont dreist darvoudoù zo, muioc’h eget er rannoù all. Daoust din bezañ laouen kaout da implij muioc’h galloud an amzer eget en eil em eus santet e oa un hent splann gant an istor ha traoù zo ne oa ket posupl mont en tu hont dezho. Prantadoù brav a zo (er poull <3) hag ar fin a oa dic’hortoz da vat (daoust din bezañ ijinet e c’hallfe echuiñ evelse).Lis-poull E-pad ma eil c’hoariadenn em eus merzet un dra e deizlevr Max hag en deus souezhet ac’hanon : e-pad an div rann gentañ e seblante Max pas kompren e oa Chloe amourouz ouzh Rachel pe c’hoazh e oa Warren o klask war he lerc’h (ar pezh a lakae ac’hanon da soñjal e oa Max anreviat). Un tamm droch e seblante a-wechoù zoken. Aze e seblant a benn ar fin kompren un tamm darempred Chloe ha Rachel, ouzhpenn anzav sklaer e c’hallfe un istor karantez diwan etre Max ha Chloe (ANAT ABAOE AR RANN GENTAÑ). Aze ivez e seblant bezañ bet un doare prantad gortoz un tamm da welet penaos e oa degemeret pep darempred a c’hallfe bezañ gant ar c’hoarier-ien/ezed. Souezhus ‘m eus kavet rak splann eo e oant chouket adalek ar penn-kentañ en ur skrivañ an istor neuze perak ket e deizlevr Max? Ur c’hevrin.LiS-deizlevr-2Ma! Ar pevare rann a ginnig klozañ fin an trede rann gant un dibab ‘m eus kavet un tamm re feuls (aha, ne oan ket en soñj e c’hallfe bezañ gwashoc’h goude), met peadra din da gregiñ en ur ouelañ dourek, sur. Goude-se ez eus ur sapre enklask a-hed ar rann, n’on ket deuet a-benn da baouez zoken ket tapet e oan. Marteze e vefe bet mat kavout ur c’hempouez etre ar gaozeadenn “sparlet” en amzer gant Kate (en eil rann) hag ar gaozeadenn gant Franck a c’haller adkregiñ n’ouzon ket pet gwech (pezh ‘m eus graet hag e oan erru un tamm skuizh) amañ. C’hoazh un dra a zo bet cheñchet goude evezhiadennoù ar c’hoarier-ien/ezed? Ar rann a zo blaz point ‘n’ click da vat, gant un tamm Veronica Mars (hag un dave da Sliders) ouzhpenn. Tud zo o deus kavet torr-penn war a seblant met me ‘m eus kavet dispar rak muioc’h a draoù a c’hoarveze eget en div rann a-raok. Ouzhpenn kenderc’hel gant ar santad plijus am boa bet en trede rann diwar-benn an darempredoù (“I know” a respont Max da g/Chloe pa lâr hi “he’s so in love with you” diwar-benn Warren pe c’hoazh Chloe a lâr e oa splann karantez etre hi ha Rachel da Franck), em eus kavet e oa un aergelc’h plijus-tre gant a bep seurt lec’hioù (ar gouel ‘benn ar fin!, an aod, un doare loch nec’hus…). Traoù zo a vez diskoulmet neuze. Fin ar rann n’eo ket fromus evel ar re all (met prantadoù gwall fromus a zo meur a wech er rann) met kentoc’h hegasus kenañ peogwir e santen un tamm ar pezh a oa o vont da c’hoarvezout hag e oan kentoc’h dinervet! Ur sapre cliffhanger a zo aze ha ma, start eo bet gortoz ar pempvet rann, me lâr deoc’h.
Evit ar pempvet rann ‘m eus graet un dra n’am boa ket graet james araok : kemer un devezh vakañsoù evit c’hoari. E ya. N’hallen ket gortoz ha n’hallen ket kemer ar riskl na vefe freuzet an traoù din gant tud all war ar rouedad. Ne oa diskoulm all ebet.
Ar pempvet rann a zo disheñvel-tre eus ar re all, en ur stumm, peogwir e kinnig mont-ha-dont ha mont-ha-dont dizehan, gwelet penaos e vefe bet an traoù en ur ziskoulmañ an enklask adalek penn-kentañ ar sizhun, met ivez efedoù fall galloud Max. Ul lodenn vras eus ar rann a zo ur gwallhunvre eus an euzhusañ (war a bep seurt temoù disheñvel). Tapet on bet penn-da-benn en aergelc’h-se, spontet ha hoalet war un dro.Lis-5gwallhunvre Betek ma echufe ar c’hoari, gant AN dibab. Ne lârin ket petra eo amañ evel-just. Just ez eo splann e oa ur gwir fin (etre an daou). Me ‘m eus dibabet ar fin all da gentañ (ar from, c’hwi oar) hag ar c’hlozadur ‘zo nul da vat, dilogik, hep from (padal e c’hoarvez traoù start). Digomprenus. Echuet ‘m eus ar c’hoari o vezañ un tamm souezhet met o soñjal em boa graet an dibab mat. Evel-just on bet o c’hoari en dro diouzhtu goude evit klask traoù all ha cheñch fin. Pezh a zo e oa dibaboù er c’hoariadenn a vire ouzhin da welet AR FIN gwirion (ret eo bet din dibab an dra all gant ar c’hoariadenn gentañ evit gwelet ar fin-se). Fromus-tre eo aze, labouret kalz, kalz hiroc’h ar film-klozañ… Anat eo ar fin gwirion. Met n’eo ket MA hini. An dibab a zo d’ober a zo meneget meur a wech gant Max evel ar gwashañ tra posupl ha ne oan ket evit krediñ neuze e vefe se er fin.
Un tamm dipitet on bet gant ar fin neuze, pe kentoc’h gant an diforc’h pouez a zo bet roet d’un dibab ha d’egile.
Koulskoude, n’hallan ket nac’h eo bet Life is Strange ur c’hoari a-bouez kenañ evidon e 2015. Kalz amzer ‘m eus tremenet o c’hoari peogwir e plije din an doare da c’hoari met ivez abalamour d’an aergelc’h (film amerikan dizalc’h, war vord ar mor, er skol-veur), ar sonerezh, mouezhioù an dud (Ashly Burch o vezañ d’am meno unan eus an abegoù omp holl e karantez gant Chloe), pinvidigezh ar bed (gant an deizlevr hag ur bern munudoù dastumet pep lec’h), met ivez pinvidigezh an eiltudennoù a zo evit ar re bouezusañ, bepred luzietoc’h eget ar pezh a ijiner da gentañ, an temoù lakaet ar gaoz warno, en un doare soutil pe get, en un doare splann pe get. Life is Strange a zo ur c’hoari a-bouez evidon. Gant sioù sur met heverk eus nerzh ar c’hoarier-ien/ezed hag al levezon e c’hallont kaout war ar c’hoari (pa vez a dammoù evelse).  Ur c’hoari gant ur bersonelezh, ur c’hoari fromus-tre, brav-kenañ alies.Lis-2-trenSpi ‘m eus n’on ket bet re dorr-penn da lenn. Kompren a rit marteze perak e oa ken start din komz diwar-benn ar c’hoari-se a zo bet “ma c’hoari” eus 2015. Bremañ ‘m eus resevet ma skouerenn eus ar c’hoari “boest” (gant ur bladenn hag ul levr) e c’hallin bremañ distaliañ ar c’hoari eus ma urzhiataer, met sur on e rin se gant un tamm keuz, daoust da bep tra.

C’hoari evit ur c’hoarier-ez, diorroet gant Dontnod Entertainment hag embannet gant Square Enix. Da bellgargañ war Windows, PS3, PS4, Xbox 360 hag Xbox One. Rann gentañ bet embannet d’an 30 a viz Genver 2015, pempvet rann bet embannet d’an 21 a viz Here 2015. Ur bladenn a c’haller prenañ ivez evit memes letrinoù abaoe an 20 a viz Genver 2016.

Shaun le mouton, le film

Posted in Filmoù with tags , , on Genver 22, 2016 by geekezig

shaun-le-moutonN’on ket e-touez an dud a sell ouzh stirad Shaun le mouton met kement a veuleudi ‘m eus klevet diwar-benn ar film em eus soñjet e ranken gwelet anezhañ memestra! An holl devezhioù a dremen e memes stumm e ti feurm Mossy Bottom hag erru eo skuizh Shaun gant se. Divizout a ra kemer un devezh vakañsoù met treiñ a ra fall pep tra! O ferc’henn a zo kaset dre zegouezh er gêr vras, kollet e vemor gantañ, ha setu an holl loened kollet-mik! Divizout a ra Shaun tapout ar bus davet ar gêr vras. Du-hont e ranko klask roud e vestr, klask tremen e-biou den ar servijoù a ra war-dro tapout al loened gouez e kêr.
Fentus-tre eo ar film ha brav bepred an disoc’h e toaz-merañ ha stop-motion. Berr eo, ha digomz setu e c’hall plijout d’ar re yaouankañ rak pep tra a vez komprenet hep kaoz! Ur film dudius ha fentus, evit ar re vras hag ar re vihan!

Film sevenet gant Richard Starzak ha Mark Burton. Rouantelezh-Unanet ha Frañs, 2015, 1e25.

Lettres à mes parents sur le monde de demain

Posted in Levrioù with tags , , , , on Genver 20, 2016 by geekezig

lettres-a-mes-parents-sur-le-monde-de-demain

Un levr diwar-benn ur bern traoù disheñvel eo Lettres à mes parents sur le monde de demain. E stumm lizhiri, kaset gant Émile, 27 vloaz, d’e dud, e vo tro da gomz diwar-benn kentelioù digoust evit an holl en-linenn, boued hep kig pe gant kig amprevaned hepken, gwellaennoù ar vezegiezh ha taolioù-arnod davet Welcome to Gattaca kazi hag all hag all. Émile a zo ur gall yaouank bet e fin 2014 da vevañ e Stadoù-Unanet Amerika. Tro en do da welet doareoù all da vevañ, da vont da taolioù-grenn ha festivalioù, da atersiñ a bep seurt tud eus bed an teknologiezhioù nevez dre vras. Ur sell entanet ha dedennet a zo gant Émile. Alies mat e oar memestra gwelet peseurt tuioù fall a zo d’an traoù pe peseurt degemer a vefe graet da draoù zo e Europa (giz-kozh). Echuiñ a ra al levr e miz Meurzh 2015 gant ur respont a-berzh e dad.
Un toullad traoù am eus desket en ur lenn al levr-mañ (dreist-holl tro-dro d’ar boued ha d’ar yec’hed) met ur bern goulennoù a sav ivez ha dreist-holl ez eus peadra da vezañ nec’het bras. Splann spontus eo pouez GAFA (Google Amazon Facebook Apple), ul levezon brasoc’h war buhez pemdez tud ar bed a-bezh eget forzh peseurt politikour. Splann eo ivez eo gouest mab-den da ijinañ ur bern traoù, da hunvreal forzh pegement (betek re?) war tachennoù ar skiant, an teknologiezhioù met ivez gant doareoù kenskoazell evel an DIY (Do It Yourself) war bep tachenn pe dost. Traoù mat ha traoù fall neuze. Dipitet on bet a-benn ar fin ne gomzfe ket kement eus diskoulmoù evel ar gopr diazez pe e vefe gwelet an doareoù tisavouriezh emren (inizi-kêrioù gant peadra da vevañ hep kaout ezhomm eus an douar bras) evel traoù un tamm nay. Evel-just e oa start ijinañ e vefe ur sell neptu gant ur paotr 27 vloaz o tizoloiñ ur bern traoù. A-drugarez d’an doare-se da gontañ eo aes-tre da lenn hag e vez desket traoù hep merzout zoken, peogwir e seblant al lizhiri bezañ kaset deomp kazi. Un dibab plijus evit tizhout ar brasañ niver.
Ma, n’am eus ket keuz bezañ bet lennet al levr-mañ. Kavout a ran ne ya ket pell a-walc’h da vareoù zo met deskrivañ a ra splann petra a oa an hent a oa ar bed o klask kemer e-kerzh 6 miz bennak. Daoust hag eñ e vo e gwirionez an hent-se a vo tapet? Gwelet e vo. Un test eus 2014 ha 2015 er bed kornogat e vo, e doare pe zoare, sur.

Levr skrivet gant Dominique Nora. Embannet gant Grasset d’ar 1añ a viz Ebrel 2015.

À trois on y va

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 17, 2016 by geekezig

a_trois_on_y_vaKlevet em boa kentoc’h traoù mat diwar-benn À trois on y va setu ‘m eus bet c’hoant gwelet ar film. Un istor karantez etre tri den eo : Charlotte, Mélodie ha Micha. Hanter kentañ ar film a zo e gwirionez un doare vaudeville un tamm peogwir e rank pep ezel eus ur c’houblad (Charlotte ha Micha) kuzhat o darempred gant Mélodie d’egile pe d’eben. Kavet ‘m eus hir neuze da gregiñ… Un tamm traoù all a vez gwelet ivez tro-dro da labour Mélodie met chom a ra an traoù diwar c’hore bepred. Er fin e vo sklaeroc’h an traoù evito met echuiñ a ra trumm an traoù en un doare n’am eus ket komprenet. Ur film berr eo koulskoude met gwall hir eo an traoù o vont war-raok ha daoust da daou pe dri dra fentus n’am eus ket kavet ken dedennus-se ha zoken un tamm skoemp ar sell war ar garantez-se, abalamour d’ar fin.

Film sevenet gant Jérôme Bonnell. Frañs, 2015, 1e26.

Comment c’est loin

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 17, 2016 by geekezig

commentcestloinMe oar a-walc’h peseurt brud a zo gant Orelsan ha zoken ma on displijet gantañ da vareoù zo ez eus un dra a blij din ivez. Dedennet e oan gant istor Comment c’est loin ha gouzout e oa an titl un dave da ganaouenn IAM Demain, c’est loin en deus kendrec’het ac’hanon da vont da welet ar film.
Komz a rin diouzhtu eus tuoù fall ar film diwar-benn plas ar merc’hed : evel boaz e bed Orelsan e chom ar merc’hed tud diavaez, torr-penn, a vir da hunvreal, da grouiñ, da vezañ trankil hag oberiant. Ur wech “degemeret” an dra-se e c’haller sellet ouzh Comment c’est loin, a zo e gwirionez ur film tro-dro d’ar bladenn Orelsan et Gringe sont les Casseurs flowteurs.
Daou vignon o vevañ e Caen a glask ober rap abaoe 5 bloaz. Gwechall e oant bet klevet war ur radio lec’hel ha sikouret gant daou din o klask sevel pladennoù rap. Pezh a zo, an daou gomper n’o deus james echuet kanaouenn ebet hag erru eo skuizh o broduerien. Orel a ginnig sevel ur ganaouenn en un devezh evit prouiñ int gouest d’ober un dra bennak.
Setu neuze un devezh e buhez daou baotr a blij dezho ober netra, maez ar gevredigezh pe dost pe d’an nebeutañ an deverioù sokial. Pourmen e Caen, debriñ boued fall, mont e tavarnioù, ober forzh petra el labour, darempredoù skoemp gant o familh hag ar merc’hed ha bepred, bepred chom hep ober netra e plas krouiñ sonerezh.
Kaer en do Orelsan lârat e skriv traoù diwar-benn tudennoù “loser” n’on ket bet gouest da gavout traoù gwir er pezh a lâront : ar c’hoant da pas labourat, da chom da hunvreal, pas bevañ evel ar re all, pas kaout c’hoant kaout ur vuhez ordinal. Fromus ‘m eus kavet prantadoù zo (gant mamm-gozh Orel tro-dro d’ar ganaouenn J’essaye, j’essaye da skouer). Ur film simpl eo, mat da sellet war ur skramm bihan met kavout a ran pouezus gwelet metouioù all estreget bourc’hizien brav ha gwisket mat Pariz ha gwelet tud a fell dezho ober traoù met a chom sac’het abalamour d’o duioù fall, d’o leziregezh, d’o sioù. Setu perak, daoust din kavout hegasus da vat lodennoù zo, on bet plijet gant ar film. Keñveriet eo bet gant gwir abeg da film Kevin Smith Clerks me gav. C’hoarzhet ‘m eus meur a wech (tamm ebet gant peurrest ar sal ^^”), huanadet ‘m eus da vareoù all, met ur film melkonius ha dizesper eo un tamm. Kavet ‘m eus war skramm hag er c’hanaouennoù un dra a gavan a zo ennon ivez, marteze. Moarvat.

Film sevenet gant Orelsan ha Christophe Offenstein. Frañs, (war skrammoù Frañs abaoe an 9 a viz Kerzu) 2015, 1e30.

%d bloggers like this: