Sense8

Sense8Tro ‘m eus bet da zizoloiñ div rann gentañ Sense8 war ur skramm bras e kerzh an netflix fest e Pariz. Un doare plijus neuze, daoust d’ar santad iskis dizoloiñ ur stirad gant tud all er sal, a c’hoarzh pe a ra trouz da vareoù dic’hortoz evidon (pok Lito hag e vignon). Ur pennad (ur miz pe dost) ‘m eus gortozet evit sellet ouzh an heuliad, n’ouzon ket perak. Marteze peogwir n’eo ket Sense8 ur stirad gant cliffhanger e fin ar rannoù kement se. N’em boa ket santet an ezhomm da vont da sellet groñs, diouzhtu. Met buan a-walc’h on aet evit sellet ouzh 12 rann ar bloaz kentañ memestra.
Ma, petra gont Sense8 ? Istor 8 den, un tamm pep lec’h er bed, gant buhezioù disheñvel a “zihun”, liammet etrezo bremañ. Pep hini a zalc’h e bersonelezh met gallout a reont “beajiñ” betek unan all eus ar strollad, komz asambles, ha tamm-ha-tamm gouzout ar pezh a oar ar re all (ober, pe komz da skouer). Kalz fent a zo gant se er penn-kentañ, boaziañ d’an traoù souezhus a zegas da bep hini. Goude-se ez eus ivez un istor tro-dro da “Angelica”, ar plac’h he deus dihunet anezho. Tud a glask war o lerc’h, a glask ober drouk dezho ha ne vez ket komprenet mat perak. Un doare enklask neuze. Pep hini eus e du a ranko ivez tallañ ouzh kudennoù pemdeziek. N’on ket bet kendrec’het tamm ebet gant an tu “enklask” ha skiant-faltazi a zo gant Sense8 evit ar mare. Met plijet on bet gant an tudennoù liesseurt, ar c’henskoazell, an eskemmoù a zo etrezo. An holl a gavan dedennus en o doare, en o saviad. Ral eo gwelet kement a dud disheñvel lakaet en a-raok. Un draig ‘m eus kavet torr-penn (ha droch zoken da vareoù zo) a zo ar fed e vefe PEP TRA e saozneg. Ya ya, zoken e lec’hioù ma rankfe an dud komz swahili, koreaneg, hindi pe c’hoazh alamaneg pe islandeg. Ur vezh un tamm pa grog tudennoù ‘zo da lârat ur ger en ur yezh all (Will o komz koreaneg da skouer pe Wolfgang o komz hindi) padal n’eo ket bet klevet Sun pe Kala o komz er yezhoù-se james! Lu un tamm, padal e seblant ar c’hoant bezañ gwirheñvel ken splann war tachennoù all (filmet eo bet e pep bro resis da skouer!). Evel ‘barzh Something Must Break avat e c’haller lârat gourc’hemennoù evit bezañ dibabet un aktourez treuzjener evit c’hoari ur plac’h treuzjener.
Ma plijus ‘m eus kavet ar stirad, gant prantadoù fromus-tre zoken (4 Non Blondes, mirdi Mec’hiko, ganedigezh an 8) ha dedennet e vin o welet an eil bloavezh a zisplego muioc’h a draoù moarvat (ar seurt servij a glask tapout an dud evelto hag all).

Stirad krouet gant Lana hag Andy Wachowski ha J. Michael Straczynski. Stadoù-Unanet Amerika, 12 rann 50 munut skignet war Netflix adalek ar 5 a viz Even 2015.

Advertisements

2 Respont to “Sense8”

  1. Souezhus hor boa kavet ar rann gentañ ha tapet e oamp bet da vat gant an eil. Sellet hor boa ouzh ar rummad kentañ buan-tre. Hast hon eus gwelet an eil rummad!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: