ラブ&ピース (Love & Peace)

love_and_peaceUr film iskis-kenañ eo Love & Peace a felle din gwelet abalamour da vrud e sevener. Ur gontadenn eo, ur gomedienn, ur film troet war ar sonerezh met ivez ur film kaiju! Nag a draoù!! Ouzhpenn-se ez eus ur film gant aktourien met kalz prantadoù bevaat a zo memestra abalamour ez eus kalz c’hoarielloù o kemer perzh en istor.
Ryo a zo ur paotr gant ul labour nul, a vev en ur ranndi bihan dister. Ne blij ket e vuhez dezhañ, an holl a ra goap outañ hag e hunvreoù sonerezh a zo aet da hesk tamm-ha-tamm. Un deiz bennak e pren ur vaot vihan hag un darempred mat a zo etrezo. Koulskoude pa vo graet goap outañ abalamour d’e vaot el labour hag e kaso anezhi kuit dre ar privezioù. Al loen a erruo en ul lec’h iskis, ul lec’h degemer evit al loened hag ar c’hoarielloù bet dilezet gant an dud. Adalek ar marv-se e krogo Ryo da gavout chañs ha da vont davet e hunvre, a-drugarez d’ur ganaouenn a skriv o soñjal e Pikadon (e vaot) hag a vo komprenet evel ur ganaouenn o komz eus ar bombezennoù nukleel (lesanvet evel-se e Japan).
Fentus eo ar film, plijus ar sonerezh, souezhus an emdroadur tro-dro d’an den kozh a zastum ar c’hoarielloù/loened dilezet… Ur film diwar-benn ar gevredigezh beveziñ (hag ar gizioù) ha metou ar sonerezh e Japan eo ivez. Pinvidik ha liesseurt eo da vat! Un tamm hir eo marteze hag ispisial an doare da c’hoari (japanat-tre) met plijet on bet kalz gant ar film, un dudi a-feson eo bet evit echuiñ festival Utopiales ar bloaz-mañ.

Film sevenet gant SONO Sion. Japan, (diskouezet e festivalioù hepken e diavaez Japan evit ar mare) 2015, 1e57.

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.