La Théorie de la tartine

La-Theorie-de-la-TartineDiv lodenn a zo da eil romant Titiou Lecoq (Les Morues a oa he romant kentañ met n’am eus ket e lennet). Ar penn-kentañ a grog e 2006 : Emañ Youporn o paouez digeriñ, penn-kentañ al lec’hiennoù kelaouiñ-arvest eo, an dud a grog d’ober anaoudegezh gant 4chan hag all. Dre zegouezh e ra anaoudegezh Marianne, studierez ha blogourez ha n’em adkav en desped dezhi e kreiz unan eus videoioù kentañ Youporn, Christophe kelaouenner evit Vox ul lec’hienn bet krouet gantañ ha Paul, paotr yaouank un tamm kollet anezhañ met donezonet evit ar stlennek. Un doare mignoniezh iskis a ziwan etrezo, liammet gant karantez ar rouedad.
E 2015 e vezont adkavet en eil lodenn : Marianne ha Paul n’ho deus labour gwirion ebet, Christophe a zo e penn ur pezh lec’hienn kelaouiñ ha kudennoù o deus adarre.
A bep seurt dodennoù a zo d’ar romant : buhez tud etre 20 ha 40 er bloavezhioù 2000 (dilabour, arc’hant, karantez, familh…), mignoniezh evel-just. Ur romant a ziskouez kement tuoù fall ar rouedad eget e duoù mat eo a gav din. Ur sell gwirheñvel war buhezioù tud ar bloavezhioù 2000 e ro ivez, daoust din kavout eo un tamm re Parizian memestra. Mont a ra un tamm pell ganti a-wechoù (met c’hoarzhet ‘m eus ur wech pe div!) hag al live yezh a c’hallo jeniñ tud ‘zo d’am soñj met plijus em eus kavet bepred.

Romant skrivet gant Titiou Lecoq. Embannet gant Au Diable Vauvert d’an 19 a viz Meurzh 2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: