Extraordinary Tales

Extraordinary-TalesUr film bevaat diazezet war skridoù Edgard Allan Poe, perak ket? Dedennet e oan o welet Extraordinary Tales neuze. Ur raktres filmoù bevaat berr sevenet gant Raoul Garcia eo. Ul liamm a zo etrezo a-benn sevel ur film klok. Pep tamm a zo dezrevellet gant un den disheñvel : Bela Lugosi, Christopher Lee, Guillermo del Toro… Kentoc’h tud a feson neuze! An tu se a zo plijus-tre. Ur gudenn a zo gant ar film avat a zo an dibab teknik ha neuz gant ar bevaat : vil eo 😦 Dipitet bras on bet gant al lodenn-se (estreget lodenn “The Red Mask of Death” a zo a live KALZ uheloc’h eget ar re all). Teknikoù ha neuzioù un tamm disheñvel a zo da bet hini (“The Tell-Tale Heart” gwenn ha du mod Sin city, “The Facts in the Case of M Valdemar” neuz ur levr bannoù-treset comics giz kozh… hag all) koulskoude e chom 3D a galite izel ha n’on ket deuet a-benn da vont dreist da se, daoust da blijadur selaou istorioù Poe evelse. Un tamm c’hwitet ar raktres neuze evidon.

Film sevenet gant Raoul Garcia.  Belgia, Luksembourg, Spagn ha Frañs, (DTV : 1añ a viz Kerzu) 2015, 1e10.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: