Crimson Peak

crimson_peakPell zo e oan o c’hortoz film nevez Guillermo del Toro. Ur film romantel ha gotek, ijinit ‘ta! Edith a zo merc’h un den a aferioù, ur plac’h emren ha mennet eo. Skrivañ a ra istorioù. Marv he mamm a soc’hen anezhi avat rak gwelet he deus bet anezhi e stumm un tasmant meur a wech. Un deiz bennak e erru ur breur hag ur c’hoar kevrinus e kêr. Edith a zo hoalet gant ar paotr ha dimeziñ a reont asambles. Tad Edith koulskoude en doa disfiz outo ha marvet eo en un doare souezhus un tamm. Hec’h unan e tiviz Edith dimeziñ ha mont da vevañ e bro saoz gant he gwaz ha c’hoar-gaer. Un ti kozh eo hini ar familh ha buan e wel Edith tasmantoù ha traoù nec’hus en ti. Sur eo e c’hoarvez traoù iskis.
N’eo ket ur film spont kement-se Crimson Peak evidon-me met brav eston ‘m eus kavet an aergelc’h (lec’hioù, dilhad…), brav ha nec’hus evel m’eo dleet bezañ! Plijet on bet gant tudenn Edith. Daoust din pas bezañ bet souezhet kement-se gant kevrinoù an istor a-benn ar fin em eus bet kalz a blijadur o sellet ouzh ar film, evel ur gontadenn deñval…

Film sevenet gant Guillermo del Toro. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù bras Frañs abaoe ar 14 a viz Here) 2015, 1e59.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: