Dielloù evit Kerzu, 2015

Sense8

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Kerzu 27, 2015 by geekezig

Sense8Tro ‘m eus bet da zizoloiñ div rann gentañ Sense8 war ur skramm bras e kerzh an netflix fest e Pariz. Un doare plijus neuze, daoust d’ar santad iskis dizoloiñ ur stirad gant tud all er sal, a c’hoarzh pe a ra trouz da vareoù dic’hortoz evidon (pok Lito hag e vignon). Ur pennad (ur miz pe dost) ‘m eus gortozet evit sellet ouzh an heuliad, n’ouzon ket perak. Marteze peogwir n’eo ket Sense8 ur stirad gant cliffhanger e fin ar rannoù kement se. N’em boa ket santet an ezhomm da vont da sellet groñs, diouzhtu. Met buan a-walc’h on aet evit sellet ouzh 12 rann ar bloaz kentañ memestra.
Ma, petra gont Sense8 ? Istor 8 den, un tamm pep lec’h er bed, gant buhezioù disheñvel a “zihun”, liammet etrezo bremañ. Pep hini a zalc’h e bersonelezh met gallout a reont “beajiñ” betek unan all eus ar strollad, komz asambles, ha tamm-ha-tamm gouzout ar pezh a oar ar re all (ober, pe komz da skouer). Kalz fent a zo gant se er penn-kentañ, boaziañ d’an traoù souezhus a zegas da bep hini. Goude-se ez eus ivez un istor tro-dro da “Angelica”, ar plac’h he deus dihunet anezho. Tud a glask war o lerc’h, a glask ober drouk dezho ha ne vez ket komprenet mat perak. Un doare enklask neuze. Pep hini eus e du a ranko ivez tallañ ouzh kudennoù pemdeziek. N’on ket bet kendrec’het tamm ebet gant an tu “enklask” ha skiant-faltazi a zo gant Sense8 evit ar mare. Met plijet on bet gant an tudennoù liesseurt, ar c’henskoazell, an eskemmoù a zo etrezo. An holl a gavan dedennus en o doare, en o saviad. Ral eo gwelet kement a dud disheñvel lakaet en a-raok. Un draig ‘m eus kavet torr-penn (ha droch zoken da vareoù zo) a zo ar fed e vefe PEP TRA e saozneg. Ya ya, zoken e lec’hioù ma rankfe an dud komz swahili, koreaneg, hindi pe c’hoazh alamaneg pe islandeg. Ur vezh un tamm pa grog tudennoù ‘zo da lârat ur ger en ur yezh all (Will o komz koreaneg da skouer pe Wolfgang o komz hindi) padal n’eo ket bet klevet Sun pe Kala o komz er yezhoù-se james! Lu un tamm, padal e seblant ar c’hoant bezañ gwirheñvel ken splann war tachennoù all (filmet eo bet e pep bro resis da skouer!). Evel ‘barzh Something Must Break avat e c’haller lârat gourc’hemennoù evit bezañ dibabet un aktourez treuzjener evit c’hoari ur plac’h treuzjener.
Ma plijus ‘m eus kavet ar stirad, gant prantadoù fromus-tre zoken (4 Non Blondes, mirdi Mec’hiko, ganedigezh an 8) ha dedennet e vin o welet an eil bloavezh a zisplego muioc’h a draoù moarvat (ar seurt servij a glask tapout an dud evelto hag all).

Stirad krouet gant Lana hag Andy Wachowski ha J. Michael Straczynski. Stadoù-Unanet Amerika, 12 rann 50 munut skignet war Netflix adalek ar 5 a viz Even 2015.

Tramways

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Kerzu 27, 2015 by geekezig

golo-tramwaysTammoù istorioù, taolennoù bet gwelet e tramgarr Naoned a vez kinniget e levrig Nadoz-Vor. Ul levrig a netra pe dost, stumm ur fanzine kentoc’h eget ul levr bannoù-treset. Lennet e vez buan neuze (3 munutenn?). Daoust din kavout n’eo ket fall ar mennozh diazez e kavan e vank un tamm danvez en istorioù. Daoust ha gwelloc’h vefe bet gortoz ha kaout boued evit ul levr brasoc’h? N’ouzon ket. Deoc’h da welet neuze met disoñjet e vez ken buan ha lennet…

Istor ha tresadennoù gant Jerom Bihan. Embannet gant Nadoz-Vor e miz Here 2014.

Men, Women & Children

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Kerzu 27, 2015 by geekezig

men-women-childrenUr vrud fall a-walc’h a zo gant Jason Reitman bremañ abaoe e eil film Juno hag e filmoù gwelet, gant gwir abeg evit un darn anezho, evel kilstourmer. Daoust da bep tra em eus soñjet e oan o vont da sellet ouzh Men, Women & Children peogwir e komz eus an darempredoù etre an dud hirie an deiz, gant ar rouedad hag all. Gallet en defe bezañ mezhus da vat neuze. N’eo ket direbech ar film, pell alese, met istorioù disheñvel a-walc’h a zo evit derc’hel evezh ar seller : ur plac’h yaouank na zebr ket mui hag he zud na welont netra, unan all kentoc’h fur ha sirius a vez spiet da vat gant he mamm (a c’hall diverkañ kemennadennoù a-raok na lennfe he merc’h da skouer), ur vamm a gemer skeudennoù eus he merc’h evit sikour anezhi da vezañ aktourez, hag ur c’houblad lazhet un tamm ar c’hoant etrezo hag o mab ken boaz da sellet ouzh traoù revr war ar rouedad n’eo ket gouest ken da sevel da 15 vloaz, ur paotr bet kampion ar skipailh melldroad a ziviz chom a-sav ha tremen e amzer da c’hoari d’un MMORPG, goude disparti e dud. El lise e kej ar re yaouank. A bep seurt a vo gwelet neuze, an ezhomm da dec’hout (paotr e c’hoari), an ezhomm da blijout (plac’h aktourez), ar c’hoant kaout ul lec’h kuzh (eben spiet) hag all. Ar gerent a seblant kollet gant tout-se padal ec’h implijont an ostilhoù-se ivez. N’am eus ket kavet e oa ur film o lârat pegent mat e oa gwechall hep ar rouedad, er c’hontrol, kavet ‘m eus e tiskoueze splann e c’halle bezañ ur benveg skoazell, arz (evit ar c’houblad). Ar plac’h gant kudennoù boued n’am eus ket kavet ken splann he roll en afer avat. Hir eo ar film memestra, re heñvel un tamm ar familhoù (gwenn, kentoc’h live sokial uhel) pezh a zo un tamm domaj evit ul laz-film a seurt-se. Met just a-walc’h e c’haller kompren an dibab-se o tiskouez pegen liesseurt e c’hall an darempredoù hag implijoù eus ar rouedad bezañ gant memes doare deskadurezh/skol/live sokial ivez. An dud vras eo a re a dap o fegement er film me gav gant rakvarnioù, digompren, implij o bugale. Ma, ur bern boued a zo er film daoust da bep tra.

Film sevenet gant Jason Reitman (diazezet war romant Chad Kultgen). Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e56.

Dope

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Kerzu 27, 2015 by geekezig

dopeMalcolm a zo lisead e Los Angeles, en ur c’harter kentoc’h brudet fall. Gant e vignon hag e vignonez e plij spontus dezho rap ar bloavezhioù 90 ha c’hoant o deus mont d’ar skol-veur, liseidi sirius int. Un deiz e kouez Malcolm e krabanoù ur gwerzher dramm a c’houlenn digantañ ober traoù evitañ, e-kreiz ar jeu : ur plac’h a blij dezhañ. Mont a raio gwall bell an traoù pa tizoloio Malcolm ez eus dramm forzh pegement en e sac’h hag e vez lâret dezhañ gant ur c’huzulier evit ar re yaouank kavout un diskoulm evit gwerzhañ an dramm-se. Malcolm hag e vignoned a grog neuze da werzhañ dramm…
Deuet on er-maez eus ar sal gant ur pezh mousc’hoarzh war ma dremm, sonerezh leiz ma fenn. Ur film dudius kenañ eo Dope, ur film krennarded «a-gostez» evel na vez ket gwelet kement-ken. Daoust d’ar film pas bezañ ken start ha Dear White People e vez santet ur c’hoant diskouez ar rakvarnioù a c’haller kaout (gant lizher Malcolm d’ar skol-veur), efedusoc’h ‘m eus kavet neuze peogwir e oa eeunoc’h steuñvenn an istor ha plijusoc’h an hollad, gant memestra daveoù da vediaoù hirie gant ur YouTube Poop fentus-tre. E gwirionez ‘m eus bet kalz plijadur o sellet ouzh Dope, anat deoc’h. Daoust ha hegaset on bet un tamm gant plas ar merc’hed er film avat? Marteze ‘walc’h. Daoust da dudenn Dig eo ur film «strollad krennarded» hag ar merc’hed a chom alies mat tudennoù a faltazi hepken evito (Lily & ar plac’h all). Evel gant Dear White People ez eus memes kudenn gant an istitloù gallek a nac’h skrivañ ar ger “Noir” evit komz eus tud du… Estreget-se ez eo leun a nerzh, peadra da reiñ lañs d’an holl!
(Ya me zo sot gant Awreeoh. Kinnig a ran dec’h selaou ouzh kanaouennoù ar strollad ^^)

Film sevenet gant Rick Famuyiwa. Stadoù-Unanet, (war skrammoù Frañs abaoe ar 4 a viz Du) 2015, 1e43.

Dr. Langeskov, The Tiger And The Terribly Cursed Emerald : A Whirlwind Heist

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Kerzu 26, 2015 by geekezig

dr-langeskov-the-tiger-and-the-terribly-cursed-emerald-a-whirlwind-heistUr c’hoari a bad 20 munutenn hag a zo digoust eo Dr. Langeskov, The Tiger And The Terribly Cursed Emerald : A Whirlwind Heist. Diouzhtu goude bezañ bet klevet komz eus ar c’hoari on bet o pellgargañ neuze ! 😀
Diorroet eo bet gant ur studio nevez. E-touez an dud o deus savet ar studio-se emañ un den en doa kemeret perzh e The Stanley Parable. Un tamm memes rekipe a zo er c’hoari : mont war-raok, gant ur vouezh a guzul ober traoù evit mont war-raok.drlangeskov N’eus ket kalz a dra da ober e gwirionez (un toullad traoù a zo da lakaat da vont en-dro met nebeut) met kalz a fent a zo ha kalz plijadur ‘m eus bet o c’hoari, memes plijadur a dirak ur film berr speredek ha savet mat. Moarvat ez eus traoù kuzh ha peadra da adc’hoari ingal met ken mat ‘m eus kavet ar c’hoari ar wech kentañ ne santan ket ar c’hoant da adkregiñ na glask c’hoari en-dro. Souezhus, met chom a raio ur souezhadenn a-feson eus ar bloaz-mañ, sur!

C’hoari evit ur c’hoarier da bellgargañ (Windows, OS X). Diorroet gant Crows Crows Crows, 4 a viz Kerzu 2015.

ラブ&ピース (Love & Peace)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Kerzu 26, 2015 by geekezig

love_and_peaceUr film iskis-kenañ eo Love & Peace a felle din gwelet abalamour da vrud e sevener. Ur gontadenn eo, ur gomedienn, ur film troet war ar sonerezh met ivez ur film kaiju! Nag a draoù!! Ouzhpenn-se ez eus ur film gant aktourien met kalz prantadoù bevaat a zo memestra abalamour ez eus kalz c’hoarielloù o kemer perzh en istor.
Ryo a zo ur paotr gant ul labour nul, a vev en ur ranndi bihan dister. Ne blij ket e vuhez dezhañ, an holl a ra goap outañ hag e hunvreoù sonerezh a zo aet da hesk tamm-ha-tamm. Un deiz bennak e pren ur vaot vihan hag un darempred mat a zo etrezo. Koulskoude pa vo graet goap outañ abalamour d’e vaot el labour hag e kaso anezhi kuit dre ar privezioù. Al loen a erruo en ul lec’h iskis, ul lec’h degemer evit al loened hag ar c’hoarielloù bet dilezet gant an dud. Adalek ar marv-se e krogo Ryo da gavout chañs ha da vont davet e hunvre, a-drugarez d’ur ganaouenn a skriv o soñjal e Pikadon (e vaot) hag a vo komprenet evel ur ganaouenn o komz eus ar bombezennoù nukleel (lesanvet evel-se e Japan).
Fentus eo ar film, plijus ar sonerezh, souezhus an emdroadur tro-dro d’an den kozh a zastum ar c’hoarielloù/loened dilezet… Ur film diwar-benn ar gevredigezh beveziñ (hag ar gizioù) ha metou ar sonerezh e Japan eo ivez. Pinvidik ha liesseurt eo da vat! Un tamm hir eo marteze hag ispisial an doare da c’hoari (japanat-tre) met plijet on bet kalz gant ar film, un dudi a-feson eo bet evit echuiñ festival Utopiales ar bloaz-mañ.

Film sevenet gant SONO Sion. Japan, (diskouezet e festivalioù hepken e diavaez Japan evit ar mare) 2015, 1e57.

Love Is Strange

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Kerzu 22, 2015 by geekezig

LOVE-IS-STRANGEDivizout a ra ur c’houblad a gozh dimeziñ a-benn ar fin, bremañ m’eo posupl dezho. Siwazh e vo skarzhet George eus e labour evel kelenner sonerezh en ur skol katolik goude-se. An daou den kozh a zo en ur saviad souezhus bremañ neuze. Boaz d’ul live bevañ ha d’ur metou resis (arzourien e New York) e tivizont mont pep hini eus e du, lojet gant ul lodenn eus o familhoù. Rediet int da vevañ gant tud all, gant ul lusk all ha da verzout int un tamm kozh ha torr-penn evit an dud kar dezho… Simpl a-walc’h eo ar film a-benn ar fin met diskouez a ra en un doare efedus penaos e c’hall tud kozh santout int ur bec’h bremañ ha pegen start eo kavout lojeiz ha labour d’an oad-se. Plijus ‘m eus kavet an aktourien ha fromus ar fin, ne oan ket en gortoz.

Film sevenet gant Ira Sachs. Stadoù-Unanet ha Frañs, 2014, 1e34.

%d bloggers like this: