Seeking a Friend for the End of the World

Seeking-a-Friend-for-the-End-of-the-WorldKentoc’h brudet fall e oa ar film pa oa deuet er-maez ha goude setu n’em boa ket stourmet kement-se evit e welet. En ur renkañ anezhañ el levraoueg avat ‘m eus soñjet n’em boa ket kalz tra da goll! Seeking a Friend for the End of the World a zo un doare komedienn romantel o tremen da vare fin ar bed. Ar bed a-bezh a oar e vo echu an traoù a-benn teir sizhun, ne za ket an dud ken da labourat pe dost, n’eus netra ispisial d’ober estreget gortoz. An haroz a zo bet dilezet gant e wreg ur miz zo bennak. Mont a ra da labourat ha kenderc’hel da vevañ evel boaz rak n’en deus netra all d’ober. Un deiz bennak e ra anaoudegezh gant e amezegez, ur saozez un tamm difoutre. Pa ziskler houmañ he deus lizhiri dezhañ abaoe tri bloaz e kav ur pal : klask war-lerc’h ar plac’h a gare el lise. Divizout a reont mont kuit asambles rak hi a fell dezhi kavout un doare da zistreiñ da welet he familh he bro saoz daoust d’an diouer a doareoù da vont ha dont. Prantadoù fentus a zo er film met fromus-tre ‘m eus kavet ivez, leun a hiraez, a geuz… Souezhet on bet ivez gant koublad Steve Carell ha Keira Knightley na soñjen ket a c’hallfe klotañ evelse. Evidon-me ur souezhadenn a-feson n’eo ket ken skañv ha se.

Film sevenet gant Lorene Scafaria. Stadoù-Unanet Amerika, 2012, 1e41.

Advertisements

Ur respont to “Seeking a Friend for the End of the World”

  1. […] neuze. Gwall deñval eo poltred ar gevredigezh met siwazh n’eo ket souezhus kement-se. Blaz Seeking a Friend for the End of the World a zo un tamm gant an istor evel-just met n’eus ket memes aergelc’h tamm ebet, me gav. […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: