Monument Valley

monument_valleyMonument Valley a oa kazi bet gouest da lakaat ac’hanon da brenañ un iPad ken bras e oa ma c’hoant c’hoari pa gleven an holl o komz diwar-benn-se pa oa deuet er-maez. Ur seurt justis a zo er bed pe chañs pe n’ouzon ket met gallet ‘m eus lakaat ma anv evit ober war-dro un abadenn gant bugale tro-dro d’ar c’hoari el labour : REDIET e oan da c’hoari neuze. Ur sulvezhig (lakaomp 2 pe 3 eur) on bet o c’hoari d’an 10 chabistr + ar chabistr digoust (Ida’s dream) ouzhpenn. Plijet spontus on bet gant ar c’hoari hag e luziadelloù stumm puzzle a-feson, un tamm e stumm reoù FEZ. N’eus ken met pouezañ pe ruzañ ar biz war ar skramm evit lakaat Ida da vont war-raok pe fiñval lodennoù eus an endro. Diazezet eo al luziadelloù war an tisavouriezh ha meizañ an 3D. monument-valleyAr sonerezh hag ar son a zo kavet mat ivez. Brav eston eo. Pezh a zo on bet dipitet un tamm gant an istor, santet e vez ar c’hoant kontañ ur veaj ha komz diwar-benn traoù kreñv (digenvez, kañv da skouer) met ne seblant ket splann al liamm etre ar chabistroù, na beaj Ida e fin ar gont. Se an hini a lârfen a vir ouzhin da gavout dispar ar c’hoari. Ma fell deoc’h lenn ur pennad dedennus diwar-benn ar c’hoari kit da lenn (e saozneg) amañ.MonumentValley01C’hoari puzzle 1 c’hoarier diorroet gant Ustwo. War iOs (abaoe an 3 a viz Ebrel 2014), Android (14 a viz Mae 2014) ha Windows Phone (30 a viz Ebrel 2015).

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: