The Double

DOUBLESellet em boa Submarine n’eus ket keit-se zo met The Double a oa film Richard Ayoade a felle din gwelet groñs. Ur film nec’hus-tre eo o tremen en ur bed iskis. Ur bed digenvez, teñval, gant micherioù na seblantont servijout da netra. Giz-kozh e seblant ar mekanikoù, an tiez, an dilhad… Un aergelc’h savet mat-kenañ! Da c’houde ez eus Simon James (an haroz) ha James Simon, an den heñvel-poch outañ met a zo sur outañ, a oar komz gant an dud all, pezh na oar ket Simon ober. Er penn-kentañ e seblantont kaout ur seurt emglev evit profitañ eus o neuz met da c’houde e trenk an traoù hag e vez santet emañ Simon o treiñ sot. Ur film iskis eo met savet mat. Diazezet war danevell Dostoievski (n’am eus ket lennet) eo. Fentus ‘m eus kavet adkavout holl aktourien hag aktourezed Submarine er film ivez. Ar sonerezh meskaj sonerezh klasel, kanaouennoù japanat giz kozh a sikour da grouiñ un aergelc’h ispisial-tre.

Film sevenet gant Richard Ayoade. Diwar romant Dostoievski. Rouantelezh-Unanet,  2013, 1e33.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: