Dielloù evit Du, 2015

Mission : Impossible – Rogue Nation

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 23, 2015 by geekezig

mission_impossible_rnPlijet e oan bet kalz gant Mission Impossible : Ghost Protocol ha na ouien ket ma felle din gwelet ar 5vet film pe get. Gant atiz ur mignon din on bet a-benn ar fin.
Dismantret eo bet raktres ar strollad hag emañ Ethan e-unan war roudoù «Rogue Nation» ur raktres kuzh. Ar re all a zo goulennataet bemdez doue evit adkavout Ethan. Pa c’houlenn sikour diganto avat ne vint ket pell o veajiñ da reiñ an dorn. Ur bern prantadoù saourus a zo er film (er c’hoariva da skouer), fent bepred ha birvilh forzh pegement. Plijet on bet gant tudenn Ilsa Faust. Tremen a ra ar film evel un tenn ha kalz plijadur ‘m eus bet o sellet e gwirionez. Ur film a galite ouzhpenn er rummad-se!

Film sevenet gant Christopher McQuarrie. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù bras Frañs abaoe an 12 a viz Eost) 2015, 2e11.

Seeking a Friend for the End of the World

Posted in Filmoù with tags , , on Du 22, 2015 by geekezig

Seeking-a-Friend-for-the-End-of-the-WorldKentoc’h brudet fall e oa ar film pa oa deuet er-maez ha goude setu n’em boa ket stourmet kement-se evit e welet. En ur renkañ anezhañ el levraoueg avat ‘m eus soñjet n’em boa ket kalz tra da goll! Seeking a Friend for the End of the World a zo un doare komedienn romantel o tremen da vare fin ar bed. Ar bed a-bezh a oar e vo echu an traoù a-benn teir sizhun, ne za ket an dud ken da labourat pe dost, n’eus netra ispisial d’ober estreget gortoz. An haroz a zo bet dilezet gant e wreg ur miz zo bennak. Mont a ra da labourat ha kenderc’hel da vevañ evel boaz rak n’en deus netra all d’ober. Un deiz bennak e ra anaoudegezh gant e amezegez, ur saozez un tamm difoutre. Pa ziskler houmañ he deus lizhiri dezhañ abaoe tri bloaz e kav ur pal : klask war-lerc’h ar plac’h a gare el lise. Divizout a reont mont kuit asambles rak hi a fell dezhi kavout un doare da zistreiñ da welet he familh he bro saoz daoust d’an diouer a doareoù da vont ha dont. Prantadoù fentus a zo er film met fromus-tre ‘m eus kavet ivez, leun a hiraez, a geuz… Souezhet on bet ivez gant koublad Steve Carell ha Keira Knightley na soñjen ket a c’hallfe klotañ evelse. Evidon-me ur souezhadenn a-feson n’eo ket ken skañv ha se.

Film sevenet gant Lorene Scafaria. Stadoù-Unanet Amerika, 2012, 1e41.

Irrational Man

Posted in Filmoù with tags , , on Du 19, 2015 by geekezig

irrational-manN’em boa ket klevet komz eus film nevez Woody Allen a-raok un nebeud devezhioù a-raok ma teufe er-maez. Dedennet on bet gant ar film brudañ hag an aktourien. Buan on bet o welet neuze. Tremen a ra an traoù en ur gêriadenn sioul gant ur skol-veur. Ur c’helenner prederouriezh nevez a erru evit ar c’hentelioù hañv. Un den gouez eo gant kudennoù alkool hag un temz spered iskis. Buan a-walc’h avat e krog un darempred etrezañ hag ur studierez hoalet gant e gostez kevrinus. N’eus netra ispisial da gentañ met hi a gar anezhañ goude ur mare. Eus e du e kav eñ plijadur en-dro gant ur raktres muntr goude bezañ bet klevet ur plac’h o klemm eus un dibab justis. Un nerzh nevez a zo gantañ, mennet da gas da benn ur muntr peurvat. Daoust d’an aktourien a-feson ha d’un istor kentoc’h fentus (teñval) n’on ket deuet a-benn da gavout kement se a draoù a blije din er film. Ne seblant james dibradañ nag an istor na netra. N’eo ket displijus met goulo eo un tamm hag e gwirionez em eus kollet un tamm ma amzer ‘m eus aon.

Film sevenet gant Woody Allen. Stadoù-Unanet, (war skrammoù bras Frañs abaoe ar 14 a viz Here) 2015, 1e35.

Je ne verrai pas Okinawa

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Du 16, 2015 by geekezig

okinawa1Evel ur bern tud ec’h anavezan Aurélia Aurita evit Fraise et chocolat dreist-holl. Dedennet e oan neuze o lenn un istor na oa ket diazezet war hec’h abadennoù rev ^^ Berr-tout eo Je ne verrai pas Okinawa, kontañ a ra an nebeut eurvezhioù e 2008 lec’h m’eo bet aterset gant servij an degemer estrenien e aerborzh Narita e Tokyo. He mignon a oa o chom e bro Japan dar mare se hag iskis e seblante dezho e teufe ken ingal hag e chomfe ken pell. Daoust dezhi bezañ gouest da brouiñ ne laboure ket e bro Japan n’eo ket degemeret ken mat se e teufe unan bennak ken reoliek da vro Japan. Ur prantad gwall start neuze. Dedennus eo bet lenn he zesteni ha fromus zoken ar fin met setu un tamm goullo eo en tu-hont d’an testeni. Ul levr dedennus met n’eo ket dispar.okinawa_Istor ha tresadennoù gant Aurélia Aurita. Embannet gant Les Impressions nouvelles, d’ar 17 a viz Here 2008.

Je suis un écrivain japonais

Posted in Levrioù with tags , , , , on Du 13, 2015 by geekezig

je-suis-un-ecrivain-japonaisSouezhet on bet gant titl ar romant-mañ! Ingal em boa bet klevet komz eus Dany Laferrière met n’em boa lennet romant ebet skrivet gantañ araok. Un tamm iskis eo peogwir e seblant an traoù kontet gantañ. Tremen a ra an istor e Montréal. Darvoudoù un tamm droch a c’hoarvez, evel an traoù gant Björk da skouer. Goude-se e heulier ur strollad merc’hed yaouank, Japanadezed. Goude-se e vo brudet kaer e bro Japan hag e vevo evel un den dido evit tec’hout ouzh ar Japaniz a glask war e lerc’h. Araok adkavout ur mignon a gozh…
Un tamm na penn na lost eo ar romant-mañ, savet a chabistroù berr. Daoust d’al levr lakaat ar gaoz war un dra dedennus, an identelezh (daoust hag un den du o chom e Montréal a c’hall bezañ Japanad ma fell dezhañ?) e kav din eo kollet ar mennozh-se gant direzonioù, c’hoant ober fent pe preder iskis. N’on ket bet plijet kement-se gant Je ne suis pas un écrivain japonais, d’am soñj n’am eus ket komprenet anezhañ e gwirionez…

Romant skrivet gant Dany Lafferière. Embannet gant Grasset & Fasquelle d’ar 5 a viz Meurzh 2008.

Monument Valley

Posted in C'hoarioù video with tags on Du 12, 2015 by geekezig

monument_valleyMonument Valley a oa kazi bet gouest da lakaat ac’hanon da brenañ un iPad ken bras e oa ma c’hoant c’hoari pa gleven an holl o komz diwar-benn-se pa oa deuet er-maez. Ur seurt justis a zo er bed pe chañs pe n’ouzon ket met gallet ‘m eus lakaat ma anv evit ober war-dro un abadenn gant bugale tro-dro d’ar c’hoari el labour : REDIET e oan da c’hoari neuze. Ur sulvezhig (lakaomp 2 pe 3 eur) on bet o c’hoari d’an 10 chabistr + ar chabistr digoust (Ida’s dream) ouzhpenn. Plijet spontus on bet gant ar c’hoari hag e luziadelloù stumm puzzle a-feson, un tamm e stumm reoù FEZ. N’eus ken met pouezañ pe ruzañ ar biz war ar skramm evit lakaat Ida da vont war-raok pe fiñval lodennoù eus an endro. Diazezet eo al luziadelloù war an tisavouriezh ha meizañ an 3D. monument-valleyAr sonerezh hag ar son a zo kavet mat ivez. Brav eston eo. Pezh a zo on bet dipitet un tamm gant an istor, santet e vez ar c’hoant kontañ ur veaj ha komz diwar-benn traoù kreñv (digenvez, kañv da skouer) met ne seblant ket splann al liamm etre ar chabistroù, na beaj Ida e fin ar gont. Se an hini a lârfen a vir ouzhin da gavout dispar ar c’hoari. Ma fell deoc’h lenn ur pennad dedennus diwar-benn ar c’hoari kit da lenn (e saozneg) amañ.MonumentValley01C’hoari puzzle 1 c’hoarier diorroet gant Ustwo. War iOs (abaoe an 3 a viz Ebrel 2014), Android (14 a viz Mae 2014) ha Windows Phone (30 a viz Ebrel 2015).

Ain’t Them Bodies Saints

Posted in Filmoù with tags , on Du 12, 2015 by geekezig

aintthembodiessaintRuth ha Bob a zo ur c’houblad. Dougerez hi pa tro fall un taol kaset ganto a-benn kaout arc’hant. Ruth a n’em adkav hec’h unan pa vez kaset Bob d’an toull-bac’h neuze. Un toullad bloavezhioù warlerc’h e tec’h Bob kuit. Ruth a zo nec’het un tamm peogwir he deus klasket cheñch buhez. Hir ‘m eus kavet ar film, ul lusk gorrek a zo gant an hollad ha poan ‘m eus bet o kavout dedennus an tudennoù hag ar pezh a c’hoarveze ganto. Bezañ awenet gant Bonnie & Clyde n’eo ket bet a-walc’h evit mirout ma evezh….

Film sevenet gant David Lowery. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e37.

A Bird Story

Posted in C'hoarioù video with tags , , , on Du 8, 2015 by geekezig

a_bird_storyBloaz zo e oa deuet er-maez c’hoari nevez Freebird Games, en doa diorroet To The Moon en doa plijet kalz din. Heñvel a-fed neuz (ha sañset da dremen a-raok), A Bird Story a zo un istor a vez heuliet hep ober kalz a dra. Pep tra d’ober evit mont war-raok, gant an douchennaoueg hepken, a zo diskouezet (dre soñjoù an haroz pe dre ur sin bihan). Heuliet e vez an istor sioul neuze, kazi evel ur film. 1e30 ‘m eus me c’hoariet. N’eo ket displijus evit ar re, eveldon, a oa bet plijet gant aergelc’h (tresoù, sonerezh) To The Moon. a-bird-story-1Ur bern temoù a zo : mignoniezh, digenvez, digompren… Rak e-unan emañ haroz ar c’hoari, n’eus dremm ebet gant an dud tro-dro dezhañ, zoken gant e vamm. Un deiz bennak e sikour un evn taget gant ur broc’h hag e sikour al loen gloazet. Ur gwir mignon a gav aze. Ur gontadennig, koant met n’am eus ket kavet fromus na kreñv evel To The Moon. Evel-just e c’halle Ken Gao (krouer an daou c’hoari) ober un dra nevez ha disheñvel digudenn met ‘m eus aon on bet jenet un tamm gant an nebeut a frankiz laosket d’ar c’hoarier (n’eus ket tu da vont da bourmen pe d’ober traoù all estreget ar pezh a lak da vont an istor war-raok), marteze an diouer a destenn hag an nebeut a draoù d’ober, dre vras. Domaj eo un tamm.

C’hoari diorroet gant Freebird Games. Evit ur c’hoarier war PC, Mac ha Linux abaoe ar 4 a viz Du 2014.

’71

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 7, 2015 by geekezig

71Un tamm souezhet e oan gant penn-kentañ ’71 peogwir e vez heuliet ur soudard saoz o vont da Velfast e 1971. Aon am boa e vefe diskouezet evel jentil ar soudarded. N’eo ket ken eeun ar film, eüruzamant. Evel-just e vo heuliet ar soudard Gary Hook met gwelet e vo ivez ur bern tud ha n’eo ket gwall vrav ar poltred : tud an IRA oc’h itrikañ evit tapout ar galloud, ar soudarded o reiñ bombezennoù d’ar brotestanted, treitourien, tud laosk, tud edro…
Un aergelc’h stegn a zo a-hed ar film ha n’eus den a zo lakaet en a-raok : ur film enep arme eo da vat. Tremen a ra ar film e kerzh un devezh hepken pe dost setu e vo gwelet un emgann o treiñ da fall hag ar paotr Gary, bet laosket gant e vagad, o klask repu padal eo gloazet. An holl a glask war e lerc’h evit e lazhañ pe adkas anezhañ d’ar c’hazarn…
Efedus-tre ‘m eus kavet ar film, marteze e vank un tamm from bennak met n’on ket bet jenet. Ken didruez ‘m eus kavet an hollad… plijet ‘ n eus din.

Film sevenet gant Yann Demange. Rouantelezh-Unanet, 2014, 1e39

Death Sentence

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Du 5, 2015 by geekezig

death-sentenceUl levr klok (one shot) gant un istor dedennus eo Death Sentence. Taget eo an denelezh gant ur c’hleñved-red revel nevez : ar G+. N’eus doare ebet da bareañ, ur wech dihunet ar c’hleñved e chom bev an den klañv e-pad 6 miz. 6 miz e lec’h m’eo kreñvoc’h, speredekoc’h, hag all. Heuliet e vo tri den klañv a raio a bep seurt gant o “galloudoù”.
Mennozh diazez Death Sentence a gaven dreist. Koulskoude on bet dipitet un tamm. Dija, evidon me ez eus re a rev evit ober “rated M for mature” ha ne servij ket da galz tra a benn ar fin, un tamm hegasus e oa goude ur mare. Goude-se ne oa ket disheñvel a-walc’h an tudennoù ar benn ar fin : 3 saoz gwenn, daou anezho brudet, arzourien pe damheñvel tout. Dedennusoc’h vefe bet gwelet tud eus metouioù disheñvel ha marteze tud n’int ket boaz d’ar galloud/d’ar rev rankout tallañ ouzh ar pezh a c’hoarvez ganto. Ma, un danvez diazez a-feson met n’eo ket dreistordinal an disoc’h, siwazh.death-sentence_

Istor gant MONTYNERO, tresadennoù gant Mike Dowling. Embannet e galleg gant Delcourt, d’ar 4 a viz C’hwevrer 2015.