The Boxtrollls

boxtrollsC’hoant am boa bet da welet The Broxtrolls pa oa deuet er-maez met ne oan ket deuet a-benn da vont d’e welet, nag e saozneg e Frañs nag e Bro Saoz e-pad ma vakañsoù du-hont. Ma, ur film e stop-motion a galite uhel e The Boxtrolls, anat. Ar pezh a zo, n’on ket bet tapet penn-da-benn en istor. E Cheesebridge e tremen an traoù, un deiz bennak eo bet skrapet ur poupig gant ar boxtrolled, boudoù a zeu er straedoù diouzh an noz. An holl o devez aon neuze. Ar boxtrolled n’int ket drouk avat! Desavet o deus ar poupig a oa bet fiziet enno, Eggs e anv. Snatcher, a ra war-dro tapout ar boxtrolled a fell dezhañ kaout galloud e Cheesebridge ha taeroc’h-taerañ eo gant ar boudoù peoc’hus. Eggs a ranko kenlabourat gant Winifred, merc’h ar maer a-benn diskoachañ pep tra…
Hegaset on bet un tamm gant tudenn Snatcher, hag ivez gant an harozed : Winifred ‘zo fentus gant he sorc’henn evit an istorioù spontus met gwall hegasus eo memestra ha Eggs n’en deus ket kalz a bersonelezh. Prantadoù fentus a zo er film koulskoude met n’on ket bet tapet penn-da-benn. Domaj eo!

Film sevenet gant Graham Annable & Anthony Stacchi. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e36.

Advertisements

6 Respont to “The Boxtrollls”

  1. Sot-pitilh eo bet ma bugale gant ar film-se ur mare zo bet. N’en deus ket displijet din.

    • Gwell-a-se! Marteze e oan bet oc’h ijinañ traoù all em fenn, displijet on bet dreist-holl gant tout ar farsadennoù tro-dro d’an hini drouk treuzwisket e plac’h ha traoù evelse…

      • Ma, aze ez eo unan evit ar vugale da vat. N’eo ket evel filmoù bevaat all a zo meur a live enne.
        N’emaon ket o klask da lakaat da cheñch ali, hañ! 😉

      • Ya setu, marteze eo an diouer a zanvez evit an dud deuet en deus manket din. Ne cheñchin ket ali met dipitet on rak e keñver bevaat eo ur bam!

      • Ya, gwir eo. Ar pezh zo fentus eo pa oa bet diskouezet d’hon bugale ar wech kentañ ne felle ket dezhe sellet outañ ha goude e oa meur a wech bemdez. Goude ur prantad e skuizher. Evel ma’m eus skuizhet buan gant “Un monstre à Paris”.

      • A ya, se ‘zo doare ar vugale da sellet ouzh ar filmoù 🙂 (Goulenn digant ma familh ma na oa ket skuizh an holl gant Mary Poppins goude ur pennad)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: