ほとりの朔子 (Hotori no Sakuko / Au revoir l’été)

hotori-no-sakukoKuzuliet e oa bet ar film-mañ gant ur mignon din. Chomet eo pell an DVD e-kichen ma urzhiataer, ne oan james prest d’e sellet. Goude ur bern avanturioù n’am eus ket zoken kontet war twitter em eus e sellet a-benn ar fin.
Sakuko a vo heuliet er film, ur plac’h yaouank c’hwitet ganti ar c’honkourioù degemer er skol-veur. Un tamm kollet eo ha mont a ra da dremen un toullad devezhioù war vord ar mor gant he moereb, Mikie. Pep devezh a vo heuliet a drugarez d’un deiziad, evel ur c’haier skol. Santet e vez evelse pegen sioul e c’hall bezañ devezhioù hañv : ur bourmenadenn hepken da skouer. An darempredoù avat a vez gwelet o vont war-raok a-zeiz da zeiz. Ur bern goulennoù a zo diwar-benn “petra ober gant he buhez”, ar santad goullonder pe diouer a entan, perzh er gevredigezh… Komzet e vez ivez eus darempredoù revel (paeet) a-wechoù gant merc’hed yaouank-tre, pe c’hoazh eus Fukushima. Plijus-tre ‘m eus kavet ar film, n’eus barnadenn ebet, n’eus klozadur resis ebet, me gav e tiskouez en un doare efedus plijadur an deizioù hañv, e lec’h ma ne c’hoarvez darvoud bras ebet. Un drugar enoret gant skritell dispar Florent Chavouet evit dasparzh etrevroadel ar film!au-revoir-l-ete

Film sevenet gant FUKADA Kôji. Japan, 2013, 2e05.

Ur respont to “ほとりの朔子 (Hotori no Sakuko / Au revoir l’été)”

  1. […] met diskouez a ra splann pegen spontus e c’hall ar mediaoù bezañ. N’eo ket kenkoulz Au revoir l’été evidon met kalz gwelloc’h eget Harmonium bepred […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.