Easy A

Easy-AKlevet em bet kalz komz eus Easy A (ha gwelet ur bern gifoù diazezet war ar film!) setu pa on kouezhet war ar film er pellwel an deiz all ‘m eus soñjet ne oa abeg ebet evit chom hep sellet!
Ur plac’h yaouank el lise a gont gaou d’he mignonez er privezioù : lârat a ra he deus bet un darempred rev padal n’eo ket gwir. Evel-just eo bet klevet gant tud all a lak ar vrud da redek. Diwezhatoc’h, ur paotr heñvelreviat a c’houlenn diganti ober van kaout un darempred asambles evit lakaat an dud all da soñjal eo arallreviat. Adalek ar mare-se e krogo un dra iskis e lec’h ma kinnigo ar baotred arc’hant dezhi evit lârat ez eus c’hoarvezet traoù ganti.
Emma Stone a zo kentoc’h plijus ha fentus ‘m eus kavet familh an dudenn (met n’int ket gwall nec’het!). An hollad avat n’eo ket dreistordinal ha marteze eo gwashaet ar santad gant ar c’heñveriadennoù da filmoù krennarded ar bloavezhioù 80. Dibosupl eo adober filmoù evel ma rae John Hughes. Deal with it.

Film sevenet gant Will Gluck. Stadoù-Unanet Amerika, 2010, 1e32.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: