Dielloù evit Here, 2015

百日紅 〜Miss HOKUSAI〜 (Sarusuberi MISS HOKUSAI) / Miss Hokusai

Posted in Filmoù with tags , , , , on Here 31, 2015 by geekezig

miss-hokusaiMiss Hokusai n’eo ket ur biopic kement-se. Ur film gant taolennoù a bep seurt diwar-benn ur mare (fin edo), kredennoù hengounel, ur gevredigezh, ar vicher arzour, ar familh… O-Ei a zo merc’h henañ Hokusai, deskiñ ha labourat a ra gantañ. Ur c’hoar he deus, ur plac’hig dal. O zad ne ra ket kement-se a van outi.
Plijet on bet gant an dibab sonerezh rock a glot penn-da-benn gant tudenn O-Ei. Un tamm dipitetoc’h on bet gant ar film evel hollad, un tamm kamm en deus seblantet din. Met deuet brav eo an aergelc’h, ur sell un tamm dic’hortoz war un arzour-meur!

Film sevenet gant HARA Keiichi. Diazezet war manga SUGIURA Hinako, Sarusuberi. Japan, (war skrammoù Frañs abaoe an 2 a viz Gwengolo) 2015, 1e33.

Nimona

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Here 29, 2015 by geekezig

nimonaNimona a zo ur plac’h yaouank, entanet o labourat gant un den drouk. Tamm-ha-tamm e tizolo ez eus kalz reolennoù da heuliañ, zoken evit ar re drouk ha ne blij ket se dezhi kement-se. Peseurt darempred a zo etre Goldenloin, haroz ar gêr ha Ballister Blackheart hec’h implijer? A bep seurt traoù a vo dizoloet e Nimona, un istor bet embannet war ar rouedad da gentañ. Tresadennoù fentus ha brav, ul lusk kavet mat-tre (desket e vez traoù a dammoù ha brasoc’h brasañ ar blijadur neuze pa weler e oa traoù kuzh all a-benn ar fin!) ha tudennoù plijus. Ur rekipe a-feson a zo bet savet gant Noelle Stevenson ha plijadur bras ‘m eus bet o lenn Nimona!nimona-4

Istor ha tresadennoù gant Noelle Stevenson. Embannet e galleg gant Dargaud, d’ar 7 a viz Mae 2015.

Le chant de la mer

Posted in Filmoù with tags , , on Here 26, 2015 by geekezig

le-chant-de-la-merC’hwitet em boa film nevez Tomm Moore er sinema, siwazh din! Le chant de la mer a zo diazezet war ur bern mojennoù, iwerzhonat dreist-holl. Ben a rank ober war-dro e c’hoar vihan, mut, Maina. Dizoloet e vo devezh he c’hwec’h vloaz eo ur selkie, evel he mamm. Goude-se e ranko Ben sikour an holl bodoù hud en ur gavout mantell Maina en-dro.
N’on ket bet kendrec’het penn-da-benn gant istor Le chant de la mer met brav ken-ken eo ar skeudennoù ha na vefe ken evit-se e kuzulian groñs ar film bevaat-mañ. Un drugar eo da sellet.

Film sevenet gant Tomm Moore. Iwerzhon, Danmark, Belgia, Luksembourg, Frañs, 2014, 1e33.

A Girl Walks Home Alone At Night (Dokhtari dar šab tanhâ be xâne miravad‎‎ دختری در شب تنها به خانه می‌رود)

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 26, 2015 by geekezig

girl-walks-home-alone-at-nightNe oan ket deuet a-benn da welet A Girl Walks Home Alone at Night peogwir n’eo ket bet skignet dispar, zoken e Pariz. Ur film iranian eo am boa klevet kalz komz dre twittoù Elijah Wood, produer anezhañ evit ar film-se. Me soñje din e oa ur film spont met n’eo ket tamm ebet a-benn ar fin. Ur film gorrek-kenañ eo. Kalz pouez a zo gant ar sonerezh, brav eston ar skeudennoù gwenn-ha-du… Un neuz klip a zo gant ar film da vareoù zo. Plijus-tre eo da sellet evit ar skeudennoù hag ar sonerezh neuze. An istor avat am eus kavet dipitus un tammig : ur sunerez-gwad a bourmen e straedoù Bad City, gwisket gant he z/tchador. Tagañ a ra tud resis : ur gwerzher dramm, arval ur c’hast a ro dramm dezhi… Arash, ur paotr yaouank a vez heuliet ivez. N’eo ket displijus met mankout a ra un draig bennak evit bezañ ur film eus ar gwellañ, evidon-me.

Film sevenet gant Ana Lily Amirpour. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e41.

Frank

Posted in Filmoù with tags , , on Here 20, 2015 by geekezig

frankC’hwitet em boa Frank e penn-kentañ ar bloaz pa oan erruet e Pariz daoust din bezañ gwelet ar skritell e trepas ar metro kichen ma labour…
Ur film un tamm fol eo, keñveriet e vez kalz gant reoù Gondry gant gwir abeg me gav. John, ur paotr yaouank sioul kenañ e vuhez a fell dezhañ sevel sonerezh. Ur strollad iskis a dremen er gêr lec’h m’emañ o chom ha son a ra ganto. Goude-se e vez kinniget dezhañ kemer perzh e enrolladenn ar bladenn e bro Iwerzhon. Aze e vo start an traoù rak ur sapre strollad tud iskis eo hag evel an holl e vo bamet rak Frank, kaner ar strollad ha den souezhus a bourmen gant ur penn e kartoñs, den ne oar penaos eo dindan…
Ur film diwar-benn ar sonerezh eo neuze met ivez ar c’hempouez a spered, ar c’hoant groñs bezañ brudet pe dont a-benn d’un dra bennak… John a implij mat ar mediaoù nevez, twitter ha YouTube en o-zouez a-benn komz diwar-benn e vuhez gant ar strollad. Prantadoù fentus a zo, prantadoù iskis-kenañ ivez… Un tamm dipitusoc’h eo eil lodenn ar film ur wech echu enrolladenn ar bladenn me gav met pouezus eo evit klozañ perzh John e buhez ar strollad-se. Un istor souezhus neuze. Ar film ‘m eus kavet kentoc’h plijus da sellet met n’on ket sur e koshafe mat, gant an daveoù da d/twitter da skouer pe traoù seurt-se.

Film sevenet gant Lenny Abrahamson. Rouantelezh-Unanet hag Iwerzhon, 2014, 1e35.

Glee – bloavezh 4

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , on Here 20, 2015 by geekezig

glee4A-greiz-holl ez eus deuet ar c’hoant din gouzout petra ‘oa deuet da vezañ tudennoù Glee. Setu me kroget en-dro gant ar stirad. Rachel ha Kurt a vez heuliet ingal e New York hag ar re all e McKinley High, evel gwechall. Ar bloaz-mañ e vo kaoz eus kudennoù boued/skeudenn, eus disleksiezh pe c’hoazh eus identelezh jener gant Unique.
Evidon-me ne oa ket dav heuliañ Rachel ha Kurt ken (ur seurt santad Ugly Betty c’hwitet a oa un tamm evidon, gant e labour e Vogue.com) estreget evit cameo Kate Hudson ha Sarah Jessica Parker marteze. Tudennoù nevez a zo el lise gant bepred un tamm memes neuz : tud paour o klask bezañ degemeret, un cheerleader drouk, ur plac’h gant a gar daou baotr ha me oar. Tro-dro da rannoù Nedeleg (un tamm a-raok kreiz ar bloavezh) em eus kavet e oa plijus-tre ar rannoù met diskennet eo en-dro ma evezh goude ur mare. Traoù zo a zo deuet brav met dre vras em eus kavet ar prantadoù kan/dañs a live izeloc’h ha n’em boa ket kement a blijadur o sellet eget a-raok. Marteze on erru re gozh?

Stirad bet krouet gant Ryan Murphy, Brad Falchuk hag Ian Brennan. Stadoù-Unanet. Bloavezh gant 22 rann 42 munut. Bet skignet evit ar wech kentañ war ar chadenn Fox etre an 12 a viz Gwengolo 2012 hag an 9 a viz Mae 2013.

The Boxtrollls

Posted in Filmoù with tags , , , , on Here 20, 2015 by geekezig

boxtrollsC’hoant am boa bet da welet The Broxtrolls pa oa deuet er-maez met ne oan ket deuet a-benn da vont d’e welet, nag e saozneg e Frañs nag e Bro Saoz e-pad ma vakañsoù du-hont. Ma, ur film e stop-motion a galite uhel e The Boxtrolls, anat. Ar pezh a zo, n’on ket bet tapet penn-da-benn en istor. E Cheesebridge e tremen an traoù, un deiz bennak eo bet skrapet ur poupig gant ar boxtrolled, boudoù a zeu er straedoù diouzh an noz. An holl o devez aon neuze. Ar boxtrolled n’int ket drouk avat! Desavet o deus ar poupig a oa bet fiziet enno, Eggs e anv. Snatcher, a ra war-dro tapout ar boxtrolled a fell dezhañ kaout galloud e Cheesebridge ha taeroc’h-taerañ eo gant ar boudoù peoc’hus. Eggs a ranko kenlabourat gant Winifred, merc’h ar maer a-benn diskoachañ pep tra…
Hegaset on bet un tamm gant tudenn Snatcher, hag ivez gant an harozed : Winifred ‘zo fentus gant he sorc’henn evit an istorioù spontus met gwall hegasus eo memestra ha Eggs n’en deus ket kalz a bersonelezh. Prantadoù fentus a zo er film koulskoude met n’on ket bet tapet penn-da-benn. Domaj eo!

Film sevenet gant Graham Annable & Anthony Stacchi. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e36.

%d bloggers like this: