Girls – bloavezh 1

girls-season-season1-episode2Kouezhet on dre zegouezh war Girls el levraoueg ha soñjet e oa poent din sellet ouzh ar stirad. Daou vignon din a blij kalz dezho ar stirad ha Judd Apatow, ha setu tamm-pe-damm.
Berr tout eo ar bloavezh (10 rann 30 munut). Poan spontus ‘m eus bet gant ar rannoù gentañ (lakaomp an teir gentañ) war var on bet da baouez zoken. Met bet on betek ar penn ha kavet kentoc’h mat ar pezh a oa war-lerc’h.
Girls a zo ur stirad diwar-benn ur strollad mignonezed etre 20 ha 25 o vevañ e New York. Ur santad “o paourkaezh merc’hedigoù pinvidik” a zo er penn-kentañ peogwir e seblantont tremen o amzer o klemm padal n’eo ket re fall ar pezh o deus. Lakaet on bet diaes ivez gant tudenn Adam a vez komprenet kalz gwelloc’h goude e kreiz ar bloavezh. Ma, goude-se eo un tamm “gwirheñveloc’h” an traoù ha div rann ‘m eus kavet brav-tre zoken (Hannah o tistreiñ e ti he zud hag ar gouel divent). Ur stirad diwar-benn kudennoù ur remziad eo (klask labour, darempredoù karantez ha rev, arc’hant…) met ivez mignoniezh. Domaj eo e vefe kement a bouez gant tudenn Hannah ha ken nebeut gant an teir all avat.

Stirad bet krouet gant Lena Dunham. Bloavezh gant 10 rann tro 30 munut, bet skignet evit ar wech kentañ war HBO etre ar 15 a viz Ebrel 2012 hag 17 a viz Even 2012.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: