Dielloù evit Gwengolo, 2015

Gokusen 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gwengolo 28, 2015 by geekezig

gokusen1Ne oan ket dedennet-tre gant chabistr kentañ Gokusen pa erru Kumiko evel kelennerez matematik en ul lise. Aon em boa e vefe un istor tro-dro d’ur gelennerez gant un neuz “plac’h sirius ha digempenn” un tamm. Pezh a zo, buan e vez desket ez eus ur “sekred” gant Kumiko : merc’h-vihan penn ur strollad yakuza eo! Erru eo kozh he zad-kozh ha hi eo a chom evel ezel eus ar familh! Heuliet e vo eus un tu avanturioù Kumiko el lise gant he c’hlasad paotred droch un tamm (unan anezho a soñj dezhañ he deus ur sekred) hag eus un tu all he buhez “familh” dreist-holl pa rank mont da emvodoù p’emañ he zad-kozh en ospital. N’on ket sot gant an tresadennoù met fentus-tre eo da lenn! Ur manga “kozh” eo (1999) met ne oa ket bet embannet e galleg betek-hen! Un degouezh a-feson evit dizoloiñ an oberenn-se neuze.gokusen-1-dIstor ha tresadennoù gant MORIMOTO Kozueko. Embannet e galleg gant Kazé, d’ar 17 a viz Gwengolo 2014.

Listen Up Philip

Posted in Filmoù with tags , , , on Gwengolo 23, 2015 by geekezig

listenupphilipN’ouzon ket m’eo bet skignet Listen Up Philip er sinema met pa ‘m eus gwelet e oa ur film nevez gant Jason Schwartzman el levraoueg ec’h anzavan n’on ket chomet da dortal e-pad pell. Ma c’henseurtez a ra war-dro ar filmoù n’he deus ket kavet dispar met ma.
Re lezirek evit mont d’ar sinema ‘m eus divizet sellet ouzh ar film-mañ : istor ur skrivagner displijus-kenañ hag an dud tro-dro dezhañ. Ur film gant kalz kaoz eo Listen Up Philip, e metou an arz (skrivañ, skeudenniñ) e New York hag e bed ar skolioù-meur. Ur c’hostez hegasus a zo neuze dre ziouer! Philip a zo emgar spontus ouzhpenn, met a-benn ar fin, abalamour e vez heuliet ivez tudennoù all (e vignonez, ur skrivagner kozh…) eo gouzañvusoc’h an traoù. Techoù un tamm torr-penn a zo keñver kamera met n’on ket bet displijet gant ar film, un aergelc’h giz-kozh a zo (gant dilhad an dud da skouer) ha n’ouzer ket re da beseurt mare e tremen (nebeut a urzhiataerioù a vez gwelet, pellgomzer hezoug ebet hag all!) pezh am eus kavet fentus. N’on ket sur e talc’hfen soñj spontus kennebeut.

Film sevenet gant Alex Ross Perry. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e48.

Orange 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Gwengolo 21, 2015 by geekezig

Oranget1Un deiz e resev Naho ul lizher. Ul lizher diganti dek vloaz warlerc’h. Al lizher a gont traoù a zo o vont da c’hoarvezout ha traoù he deus keuz pas bezañ graet. Souezhet eo al liseadez ha ne daol ket evez kement-se. Met pa wel eo gwir pep tra e krog da vezañ dedennet un tamm. Un deiz bennak e ra tamm-pe-damm un dra bet goulennet ganti en dazont ober hag e cheñch red an amzer un tammig. Pep tra a zo tro-dro d’ur paotr yaouank nevez erruet el lise, a zo marvet ar bloaz warlerc’h. Ur wech an amzer e vez gwelet ar strollad mignoned en dazont, o vont war bez ar paotr da skouer.
Trist a-walc’h eo ar shojo-mañ, gant tresadennoù stil Nana un tamm (pezh a blij din neuze!). Kaoz a zo eus keuz ha melkoni, eus personelezhioù ivez, eus ar marv hag an emlazh. Kêr Matsumoto a zo lakaet war-wel en un doare efedus ivez. Plijet n’eus din kalz!orange-t-1d

Istor ha tresadennoù gant TAKANO Ichigo. Embannet e galleg gant Akata d’an 9 a viz Here 2014.

Hibi chouchou : edelweiss et papillons 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gwengolo 19, 2015 by geekezig

Hibi-ChouchouUr shojo ouzhpenn! Ar wech mañ ez eus kaoz eus ur plac’h ken brav m’emañ an holl tro-dro dezhi bepred neuze he deus disfiz rak an holl ha ne gaoze ket pe dost. El lise ez eus UR paotr na sell ket outi. Souezhet eo. Tamm-ha-tamm e sav un doare darempred etrezo, daoust d’an nebeut a gaoz.
Poan ‘m eus bet un tamm o heuliañ lusk Hibi chouchou, bez eus ur bern prantadoù lec’h na ‘m eus ket komprenet mat petra c’hoarveze resis. N’eo ket displijus an tresadennoù met n’on ket bet dedennet kement-se gant an istor evit ar mare.hibi-chouchou-d

Istor ha tresadennoù gant MORISHITA Suu. Embannet e galleg gant Panini Comics d’ar 4 a viz C’hwevrer 2015.

ST&RS 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 17, 2015 by geekezig

stars-1E 2033 e tremen ST&RS. Daou vloaz a chom a-raok an emgav a oa bet roet e 2019 gant boudoù tre-oabl, war Meurzh. Steredoniourien ar bed a-bezh a zo o prientiñ. Ur paotrig, “otaku ar stered” anezhañ, a gemer perzh er genstrivadeg evit mont e skol ar steredoniourien. E vignonez a viskoazh a glask ivez, evit ober war e dro hag ur paotr nevez erruet en ho skol ivez. Asambles e kroufont ur strollad efedus en arnodennoù. Dudius-tre eo al levrenn gentañ gant ur strollad mignoned plijus da heuliañ, istudennoù kevrinus (renerez ar skol da skouer) hag arnodennoù bamus. Plijus eo al lusk ha reiñ a ra c’hoant mont war-raok! Ur shonen a galite!stars-1-di

Istor gant TAKEUCHI Ryosuke, tresadennoù gant MIYOKAWA Masaru. Embannet e galleg gant Panini (manga), d’an 23 a viz Ebrel 2014.

Demokratia 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 14, 2015 by geekezig

Demokratia_t_1MAEZAWA Taku en deus savet ur programmig evit “votiñ” pe ober dibaboù da vihanañ. Un deiz bennak e tispleg e raktres d’un den arbennik war ar robotoù, IGUMA Hisashi. Asambles e kroufont ur programm nevez anvet Demokratia a implijo ijinadenn Taku a-benn lakaat ur strollad tud da zibab petra ‘vo graet ha lâret gant ur robot. Ar pal a zo ober ur studiadenn war beseurt divizoù ‘vez tapet gant ur strollad tud ha penaos e c’hallfe se krouiñ ur boud dreist ar re all. Teñval eo an aergelc’h ha gwelet e vez tud a bep seurt, gant soñjoù negativel ha pozitivel, prest d’ober drouk pe get met gouest da brederiañ war ar pezh o deus bet graet. Un toullad tud “a-dreñv d’ar skramm” a vez gwelet ha komprenet o c’hinnigoù pe dibaboù tamm-ha-tamm. Un tamm luziet ‘m eus kavet ar penn-kentañ (displegadenn ar raktres ha tout) met dedennus-tre eo daoust din pas gouzout da belec’h ec’h aio an traoù da c’houde!!demokratia-di

Istor ha tresadennoù gant MASE Motorô. Embannet e galleg gant Kazé (rummad seinen), d’ar 7 a viz Genver 2015.

Mon histoire 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 7, 2015 by geekezig

mon-histoire-1Mon histoire a zo ur shojo kontet gant sell ur paotr n’eo ket tamm ebet ur bishonen (paotr koant), Takeo. E vignon/amezeg Sunakawa a glot kalz muioc’h gant tudennoù boaz ar shojo. Takeo a zo ur paotr kreñv, gourel kenañ ha n’eo ket en e aes gant ar merc’hed kement-se. Un deiz bennak e sikour ur plac’h yaouank er metro. Goude-se e soñjo dezhañ e fell dezhi gwelet Sunakawa en-dro (evel an holl verc’hed en deus karet) hag e klask neuze lakaat anezho da gejañ. Koulskoude eo tomm outi met un den brokus eo. Buan avat e lâro Sunakawa dezhañ n’eo ket hi dedennet gantañ met gant Takeo e-unan! Un darempred a grogo etre an daou neuze, daoust da d/Takeo kaout un tammig aon peogwir ne oar ket mat penaos ober! Diwezhatoc’h ec’h erruo c’hoar vras Sunakawa a seblant ivez karout Takeo…
Fentus-tre ‘m eus kavet Mon histoire, a zo ur shojo eus ar c’hlaselañ met gant tudennoù un tamm dic’hortoz (pe e rolloù dic’hortoz kentoc’h), fentus mat!Monhistoire-1-dIstor gant KAWAHARA Kazune, tresadennoù gant Aruko. Embanent e galleg gant Kana 18 a viz Ebrel 2014.

%d bloggers like this: