Bili er mor

Bili_er_morKinniget em boa an dastumad danevelloù-mañ a-raok ehan an hañv e klub lenn Pariz. Ne oamp ket niverus en emvod avat 😦
Ma! Un dastumad plijus a ginnig Annie Coz amañ. N’on ket bet tapet dre ret gant pep danevell met fent “Mousc’hoarzh glas Melen” en deus plijet din da skouer, “Tud, tudennoù ha bili er mor” an hini en deus plijet din ar muiañ hag evel-just on bet fromet bras gant “Ar gloued”.
Dodennoù a vez kavet ingal en dastumad : ar yezh, da zigentañ (“Kejadenn”, “Mousc’hoarzh glas Melen”, “Kenavo Matilda, au revoir!”), ar gevredigezh o cheñch pe cheñchet ha penaos e oa gwechall, familh, karantez ha marv.
Un dra ‘m eus kavet dic’hortoz e levrioù brezhonek hag am eus kavet deuet brav a oa ivez ar pouez lakaet war ar merc’hed ha war o neuz diavaez dreist-holl, gant evezhiadennoù mat pe fall (“Tud, tudennoù ha bili er mor” pe “Ar guchenn vlev”). Kalz fent a zo ivez tro-dro da ved an arz, ur bedig tud pinvidik e kêr kontrol eus bed teñzorioù simpl pe buhez start tud war ar maez…
Ur sapre pouez a zo ivez gant an darempredoù etre ar rummadoù (“Ar guchenn vlev”, “Hunvre Mona”…).
Pinvidik-tre eo neuze daoust da demoù zo dont en-dro ingal. Ur blijadur eo bet lenn Bili er mor evidon.

Deoc’h da c’houzout eo aet priz kentañ al levrioù faltazi gant Bili er mor da geñver Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg 2015 ha tapet eo bet ivez priz lennegel e brezhoneg roet gant Kelc’h sevenadurel Gwened gant dastumad danevelloù Annie Coz!

Dastumad danevelloù skrivet gant Annie Coz. Embannet gant Skol Vreizh, d’an 20 a viz Genver 2014.

Advertisements

2 Respont to “Bili er mor”

  1. Gallout a rafes ouzhpennañ ez eo aet Priz al lennegezh gantañ da-geñver Prizioù 2015. Erotegezh zo ivez e lod eus ar berrdanevelloù ha n’eus ket kalz a skrivagnerezed o plediñ gant an danvez-se en hon yezh siwazh. Kriz eo ar sell war ar baotred e div pe deir danevell, gwaskerien mat da netra. N’eus ket da vroueziñ avat rak 90% eus qr baotred zo evel-se :p

    • A ya re wir! Disoñjet-mik em boa, ma digarez 😉
      N’on ket bet ken skoet gant an tu erotek (un danevell a welan sur met ne oa ket e-touez ar re wellañ evidon hag e oa kentoc’h an tu beaj/koshaat a oa pouezus me gav). N’on ket bet ken skoet gant ar baotred kennebeut, soñj ‘m eus eus meur a hini a zo plijus pe dedennus d’an nebeutañ. Met mat eo kaout selloù disheñvel 😀

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: