Dielloù evit Eost, 2015

Vice-Versa

Posted in Filmoù with tags , , on Eost 16, 2015 by geekezig

vice-versa-inside-out-pixarGortozet ‘m eus un tamm evit mont da welet Vice-Versa. Met bet on, peogwir on un den deuet divugel spontus :p
Vice-Versa a ginnig gwelet petra a dremen e penn ur plac’hig 11 vloaz. Heuliet e vez tudennoù a zo o “ren” he buhez : joa, tristidigezh, kounnar, aon ha heug. Darvoudoù a bep seurt a vo met joa ha tristidigezh a vo “kaset kuit” hag e vefont heuliet en o beaj da zistreiñ d’ar gêr. E keit se e raio a re all un tamm forzh petra met dreist-holl e kompreno joa eo ret dezhi laoskel un tamm plas d’ar re all evit ren buhez ar plac’hig.
Evel-just e vez keñveriet Vice-Versa da Là-haut, peogwir eo sevenet gant memes den. Daoust din bezañ kavet ne oa ket ken kreñv ec’h anzavan on bet tapet da vat (ha koulskoude ne oan ket bet kendrec’het gant ar bommoù-bruderezh). N’eus ket kement-se a draoù fentus er film me gav ha moarvat eo arabadus evit ar re vihanañ. Rak fromus eo dreist-holl evit ar re vras (ar pezh a lak ac’hanon da soñjal eo iskis paotr ar Figaro ur wech ouzhpenn) pe ar re vras a-walc’h evit kompren nerzh ha pinvidigezh an eñvorennoù, trist pe laouen, pe ur meskaj eus an daou zoken…
Prantadoù fromus-tre a zo er film (Bing Bong!! 😥 ) hag e kuzulian d’an holl neuze, gant bugale pe hep.

Film sevenet gant Pete Docter ha Ronnie del Carmen. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e34.

Advertisements

Bili er mor

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , on Eost 16, 2015 by geekezig

Bili_er_morKinniget em boa an dastumad danevelloù-mañ a-raok ehan an hañv e klub lenn Pariz. Ne oamp ket niverus en emvod avat 😦
Ma! Un dastumad plijus a ginnig Annie Coz amañ. N’on ket bet tapet dre ret gant pep danevell met fent “Mousc’hoarzh glas Melen” en deus plijet din da skouer, “Tud, tudennoù ha bili er mor” an hini en deus plijet din ar muiañ hag evel-just on bet fromet bras gant “Ar gloued”.
Dodennoù a vez kavet ingal en dastumad : ar yezh, da zigentañ (“Kejadenn”, “Mousc’hoarzh glas Melen”, “Kenavo Matilda, au revoir!”), ar gevredigezh o cheñch pe cheñchet ha penaos e oa gwechall, familh, karantez ha marv.
Un dra ‘m eus kavet dic’hortoz e levrioù brezhonek hag am eus kavet deuet brav a oa ivez ar pouez lakaet war ar merc’hed ha war o neuz diavaez dreist-holl, gant evezhiadennoù mat pe fall (“Tud, tudennoù ha bili er mor” pe “Ar guchenn vlev”). Kalz fent a zo ivez tro-dro da ved an arz, ur bedig tud pinvidik e kêr kontrol eus bed teñzorioù simpl pe buhez start tud war ar maez…
Ur sapre pouez a zo ivez gant an darempredoù etre ar rummadoù (“Ar guchenn vlev”, “Hunvre Mona”…).
Pinvidik-tre eo neuze daoust da demoù zo dont en-dro ingal. Ur blijadur eo bet lenn Bili er mor evidon.

Deoc’h da c’houzout eo aet priz kentañ al levrioù faltazi gant Bili er mor da geñver Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg 2015 ha tapet eo bet ivez priz lennegel e brezhoneg roet gant Kelc’h sevenadurel Gwened gant dastumad danevelloù Annie Coz!

Dastumad danevelloù skrivet gant Annie Coz. Embannet gant Skol Vreizh, d’an 20 a viz Genver 2014.

Tiens-toi droite

Posted in Filmoù with tags , , on Eost 10, 2015 by geekezig

tiens-toidroitePerak ‘ta ‘m eus bet c’hoant sellet ouzh ar film-mañ? N’on ket evit kaout soñj. Marteze peogwir e plij din Noémie Lvovsky ha Marina Foïs a-walc’h? E gwirionez me boa ivez klevet lârat e oa ur film gwregelour. Ma. Anat eo n’eo ket ur film e lec’h e vez gwelet kalz paotred. Evidon-me avat eo goullo un tamm an hollad : heuliet e vez teir flac’h (pe muioc’h) gant buhezioù disheñvel met a vo holl liammet gant krouidigezh ur boupinell nevez, sañset da vezañ “plac’h ar XXIvet kantved” ha gwirheñvel. Etre-tan e vo gwelet pep hini anezho o labourat, o klask ober war-dro o familh…
Souezhus-tre eo peogwir an holl tudennoù a seblant bezañ divizet “paouez”. Ar vamm a diegezh a zo ken sorc’hennet gant degas arc’hant ne tiwall tamm ebet ken eus he merc’hed, Lili a glask kement plijout d’he zad met a vev he buhez “paourkaezh plac’h pinvidik” (start eo kaout truez outi) ha Louise a glask tapout pep lec’h etre he labour nevez hag he “familh” a oa o terc’hel ur pressing. Hir-tre ‘m eus kavet ma amzer hag ur bern lodennoù ‘m eus kavet didalvoud. N’on ket evit kompren!

Film sevenet gant Katia Lewkowicz. Frañs, 2013, 1e34.

Comment naissent les araignées

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Eost 10, 2015 by geekezig

cmtnaissentaraigneesComment naissent les araignées a zo ul levr bannoù-treset a gont istorioù merc’hed. Komprenet e vez e tremen an istor er Stadoù-Unanet, d’ur mare lec’h ma oa nebeutoc’h a bellgomzerioù hezoug. Heuliet e vez ur plac’h yaouank a glask war lerc’h he c’harantez a zo aet kuit hep lârat netra da zen, ur plac’h a rae dañs ganti hag a n’em sant bac’het en he familh hag ur plac’h koshoc’h, dido. Un doare beaj a refont asambles war an hentoù a-benn kompren petra fell dezho. Brav ‘m eus kavet an tresadennoù ha n’eo ket displijus da lenn met un tamm simpl ha ‘m eus ket kavet dreistordinal. Re verr marteze ?comment-naissent-les-araignees

Istor ha tresadennoù gant Marion Laurent. Embannet e ti Casterman d’ar 25 a viz Meurzh 2015.

Ms. Marvel 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Eost 9, 2015 by geekezig

msmarvel1Pell zo e felle din lenn Ms. Marvel, stumm nevez an harozez. Kamala a zo ul liseadez un tamm geekez anezhi. He familh  a zo a orin eus Pakistan ha muzulmiz int. E-kerzh ur gouel e c’hoarvez un dra iskis hag e hunvre eus tudenn Ms. Marvel, goude-se e teu galloudoù dezhi. Dalet gant he c’hoant da vezañ “evel ar re all” he deus un neuz harozez voaz : meleganez, bras ha treut… Tamm-ha-tamm en deizioù warlerc’h e teuio a-benn da vestroniañ he galloudoù ha da chom hep cheñch neuz. He mignon Bruno a zizolo he deus galloudoù pa glask sikour anezhañ er stal ma labour ennañ. Breur Bruno a zo tapet fall gant ur rouedad iskis a vo war lerc’h Ms. Marvel…
Treset brav, fentus, efedus ha gwirheñvel an darempredoù (familh, mignoned), dispar ‘m eus kavet Ms. Marvel ha kompren a ran e vefe bet meulet kement warlene pa oa deuet er-maez. Hast ‘m eus da lenn ar peurrest!msmarvel1di

Istor gant G. Willow Wilson, tresadennoù gant Adrian Alphona. Embannet e galleg e ti Panini, d’ar 4 a viz C’hwevrer 2015.

Le sculpteur

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Eost 6, 2015 by geekezig

le_sculpteurEvel ur bern tud em eus bet klevet komz eus Scott McCloud. Koulskoude n’am eus ket bet lennet e labour diwar-benn arz ar bannoù-treset james. Le Sculpteur avat a felle din lenn. E istor faltazi kentañ eo. Istor ur paotr yaouank, kizeller, a fell dezhañ bezañ brudet. Kinniget e vez dezhañ kaout ur galloud bras a badfe 200 devezh, betek e varv. N’en deus netra da goll, a gav dezhañ. Koulskoude e raio anaoudegezh gant ur plac’h yaouank ha tremen a raio buan an 200 devezh-se, hep na teufe dre ret ar vrud hirc’hortozet…
Un adkontadenn eus mojenn Faust eo.
Ur pikol levr eo Le Sculpteur met n’eo ket grevus, lusket ha kontet brav eo, gant tresadennoù ha feson hag ur bern prantadoù kreñv kenañ (pajenn David Smith el levr pellgomz da skouer). Ur bern traoù o deus tizhet ac’hanon : ar c’hoant da vezañ anavezet evit e arz pe c’hoazh ar “sevenadur” en deus. Fromet spontus on bet ha gouelet ‘m eus dourek er pajennoù diwezhañ. Unan eus bravañ levrioù ar bloaz, anat.scott-mccloud-le-sculpteur

Istor ha tresadennoù gant Scott McCloud. Embannet e galleg e ti Rue de Sèvres, d’an 19 a viz Meurzh 2015.

Guardians of the Galaxy

Posted in Filmoù with tags , , , on Eost 5, 2015 by geekezig

guardians-of-the-galaxyDaoust hag eñ ne oan ket imoret evit seurt film? Daoust hag eñ vefe bet gwelloc’h gwelet ar film-se er sinema? N’ouzon ket re. Lodennoù ‘zo eus Guardians of the Galaxy o deus plijet din (ar fent, implij ar c’hanaouennoù pop, ar strollad tudennoù) met hir ‘m eus kavet ma amzer. Ar prantadoù emgannoù pe traoù birvilh dre vras a gaven un tamm torr-penn. N’on ket gouest da lârat eo ur film fall peogwir eo dudius ha fentus memestra met n’en deus ket plijet din kement-se, dreist-holl pa soñjer er charre a oa bet tro-dro d’ar film pa oa deuet er maez.

Film sevenet gant James Gunn. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 2e02.

%d bloggers like this: