Laggies
Ne oan ket prest da welet Mad Max : Fury Road c’hoazh (ha da vezañ gant ur bern tud er sal dreist-holl) neuze ‘m eus divizet mont da welet Laggies (a zo troet e “galleg” e Girls Only, meh). M
et n’am boa ket bet amzer da embann ma fennad, aha!Kregiñ a ra ar film gant nozvezh gouel fin ar bloaz ur strollad mignonezed, en o-zouez, Meg. Dek vloaz war-lerc’h emañ al lodenn vrasañ eus ar strollad o timeziñ, kaout bugale, sevel raktresoù micher bras… P’emañ Meg o straniñ c’hoazh. E kerzh eured unan eus he mignonezed he deus ezhomm da vezañ un tamm sioul, mont a ra kuit da brenañ un dra hag ober anaoudegezh gant ur strollad krennarded a c’houlenn diganti prenañ alkool evito. Divizout a raio chom ganto ha pas distreiñ d’ar gouel. Diwezhatoc’h e klasko c’hoazh tec’hout hec’h endro hag he buhez en ur vont da vevañ e-pad eizhtez e ti Annika, unan eus ar grennarded.
Evel-just eo bet gwelet seurt istor n’ouzon ket pet gwech dija, diwar-benn tud tro 30 o deus poan o tibab ur vuhez “evel ar re all”. N’eo ket un dispac’h, anat deoc’h. C’hoarzhet ‘m eus meur a wech ha kavet plijus ma amzer dirak ar film-se, ar pezh n’eo ket fall dija!
Film sevenet gant Lynn Shelton. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e39.
Lezel ur respont