Broken Age

Setu deuet er-maez c’hoari Broken Age klok. Pediñ a ran ac’hanoc’h da lenn ma ali war al lodenn gentañ, pa oa diglok ar c’hoari, em boa embannet ouzhpenn 1 bloaz zo. Hir eo bet gortoz an eil lodenn, met erruet eo a-benn ar fin e fin miz Ebrel! Evel m’eo bet kuzuliet gant Tim Schafer em eus adkroget ar c’hoari adalek ar penn-kentañ. Trawalc’h evit gwelet e oa bet ouzhpennet trofeoù a bep seurt el lodenn gentañ (n’on ket deuet a-benn da gaout anezho holl!). Start eo neuze reiñ ma ali hep soñjal ez eus un “eil lodenn” rak disheñvel un tamm eo diouzh ar pezh hon oa bet tro da c’hoari ouzhpenn ur bloaz zo. Kregiñ a ra an traoù rik goude fin al lodenn gentañ. broken-age-2-1Shay ha Vella o deus eskemmet plas neuze. Disheñvel eo an traoù un tamm evel-just abalamour d’an darvoudoù bet c’hoarvezet. Shay a glasko sikour Alex da dresañ e egor-lestr ha Vella da gavout un doare da guitaat egor-lestr Shay. A-benn dont a-benn e vo ret dezho komz gant an dud ha diskoulmañ luziadelloù. Brav-kenañ eo bepred ha fentus ar c’haozeadennoù. Memes doare da c’hoari eo bepred ha posupl eo cheñch tudenn (Shay da Vella pe ar c’hontrol) pa fell deomp.broken-age-2-2broken-age-2-3Un tamm startoc’h eo al luziadelloù avat ha reoù zo a zo hegasus da vat zoken. Ezhomm ‘m eus bet da glask kalz sikour war ar rouedad rak ne teuen ket a-benn da zivinout petra ‘oa ret ober hag e kollen amzer forzh pegement o vont hag o tont war pep taolenn. Souezhet on bet ivez gant an niver a draoù a c’houlenn bezañ kavet un dra bennak resis eus tu Shay pe Vella evit mont war-raok en tu all. broken-age-2-4Ma, anzav a ran neuze n’em eus ket kavet dre ret ken plijus an eil lodenn hag am boa kavet al lodenn gentañ. Met ar c’hoari klok en deus plijet din memestra peogwir eo brav ha fentus.
Un teulfilm a zo deuet ‘maez diwar-benn prientiñ ar c’hoari hag a c’haller sellet war YouTube ma fell deoc’h.

C’hoari point ‘n’ click evit 1 c’hoarier, diorroet hag embannet gant Double Fine Productions. Da bellgargañ hepken war PC, Mac, Linux/GNU, iPhone, Android, Ouya, Playstation 4 ha Playstation Vita abaoe an 28 a viz Ebrel2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: