Avengers : Age of Ultron

Avengers-2-Age-of-UltronNe c’hortozen ket eil film Avengers kement-se. C’hoant ‘m eus bet gortoz un tamm e vefe tremenet ar charre a-raok mont d’e welet neuze. Etre-tan em boa bet amzer da lenn ha da glevet ur bern traoù evel-just (gant Joss Whedon o kuitaat twitter hag all). An digoradur n’en deus ket plijet din kalz hag anzav a ran ‘m eus bet un tamm aon kavout hir ma amzer hag e tisplijfe din. Ur wech lañset an istor avat on kroget da vont e-barzh ha da adkavout ar pezh en doa plijet din er film kentañ, ar fent da gentañ. Ouzhpenn-se ez eus ur bern emgannoù a-feson (e Seoul da skouer, hag hini ar fin), bamus a-walc’h. Pell ‘m eus lakaet a-raok anavezout Aaron Johnson-Taylor hag anzav a ran em eus bet poan gant an tu “an holl a gomz saozneg” e peseurt bed e c’hallfe ar breudeur ha c’hoarezed Maximoff kaozeal e saozneg etrezo? E 2015 emaomp ha n’hall ket c’hoazh an Amerikaned lenn istitloù e-pad div eilenn war a seblant. Ma, estreget an dra-se em eus kavet dudius ar film, kentoc’h brav (se ‘n oa graet aon din en emgann digoradur, pep tra a seblante faos, ne oa ket ken bras ar santad-se goude). N’eo ket dreistordinal met plijadur ‘m eus bet o sellet.
Evit a sell ouzh kaozeadenn Natasha gant Bruce Banner a zo bet kement kaoz diwar he fenn… N’am eus ket santet an traoù evel “ar merc’hed n’hallont ket kaout bugale a zo euzhviled” met kentoc’h ur prantad liammet d’an eñvorennoù deuet da Natasha en-dro ha d’ar saviad a c’hallfent kaout. E gwirionez e vefe bet da Vruce respont dezhi n’eo ket un euzhvil pe zoken n’omp ket euzhviled…
Plijet on bet ivez gant ar prantadoù siouloc’h (ti Hawkeye) ha kompren a ran en defe Joss Whedon graet an dibab mirout al lodenn-se e plas displegañ traoù all (tro-dro da d/Thor da skouer).

Film sevenet gant Joss Whedon. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù Frañs abaoe an 22 a viz Ebrel) 2015, 2e21.

Advertisements

2 Respont to “Avengers : Age of Ultron”

  1. Goût a rez n’on ket sot gant ar filmoù diazezet war levrioù bannoù-treset, dreist-holl diwar avanturioù gourharozed. Gwell e kavan o lenn (goude ma ne ran ket :p).
    Aze e felle din komz diwar-benn “ar yezhoù all”. Koumanantet on da NetFlix abaoe daou viz ha, sell, Daredevil am eus sellet outañ ha n’eo ket fall tamm ebet (just evit ma dislavaret ma-unan). Daou vreur rusian zo. Komz a reont rusianeg an eil gant egile. En Orange is the new black, e Sense8 eo ar memes tra divizoù e yezhoù estren a vez, diouzh ar prantadoù, diouzh an ezhomm en danevell… Da’m soñj eta ez eo kentoc’h un afer produerien aze ha n’emañ ket an dalc’h gant an arvesterien kement-se.

    • Netflix a zo un tamm ispisial n’eo ket ? Un tamm doujusoc’h int marteze (ouzh an arvesterien?) ? Ouzhpenn eo skignet ar stiradoù-se er skinwel/dre ar rouedad ha ket er sinemaoù. Daoust hag eñ c’hall se c’hoari?
      Pebezh prederiadennoù!! 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: