Lost River

lost_riverSoñj ‘m eus em boa kavet e oa heñvel skeudennoù bomm-bruderezh Lost River eus filmoù Nicolas Winding Refn ha ne oan ket bet dedennet kaer. Ur mignon din en deus kuzuliet din mont da welet ar film memestra setu ‘m eus profitet eus ul lunvezh glav evit mont.
Souezhus-tre eo Lost River, evel un hunvre brav ha nec’hus. N’ouzer ket mat e peseurt bed e tremen (ur bern traoù gwirheñvel a zo) na resis da beseurt mare (ijinet e vez ar bloavezhioù 2000 memestra gant istorioù ar subprimes)… En ur gêriadenn dilezet e chom Bones gant e vamm hag e vreur Franky. Klask a ra dastum kouevr en tiez dilezet evit gounit arc’hant met un doare den a glask war e lerc’h. Eus he zu, e vamm a gav labour en un davarn gant abadennoù gwadek… Ouzhpenn da se ez eus mojenn ar gêr bet beuzet p’eo bet savet al lenn artifisiel…
A bep seurt traoù a zo en istor neuze ha meur a wech on n’em santet nec’het da vat pe un tamm lakaet diaes. Brav eston eo ar film koulskoude, ur gwir bam a fed skeudenn (a-drugarez da labour Benoît Debie en deus labouret war Enter the Void da skouer). Ma n’hoc’h ket hegaset o sellet ouzh ur film na zispleg ket pep tra, na ro respont resis ebet met kaer ken-ken, gant un aergelc’h un tamm iskis, perak ket!

Film sevenet gant Ryan Gosling. Stadoù-Unanet Amerika, 2014 (deuet er-maez war skrammoù Frañs d’an 8 a viz Ebrel 2015), 1e35.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: