Dielloù evit Gouere, 2015

Entourage

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 29, 2015 by geekezig

entourageNe oan ket bet plijet gant fin Entourage met dedennet e oan gant ar film forzh penaos. Un darempred iskis ‘m eus gant Entourage, merzet ho poa dija. Ma, bet on neuze o welet ar film. Evel-just eo dispennet fin ar stirad er pemp munut kentañ : dispartiet eo Vince ha Ari a zistro da labourat. Ouf.
Ar film a zo tro-dro da “Hyde” film nevez Vince. Pezh zo en deus goulennet seveniñ ar film ouzhpenn ha goulenn a ra arc’hant ouzhpenn evit echuiñ ar film hep diskouez un disoc’h james. Nec’het eo Ari neuze ha rankout a ra displegañ d’ar broduourien petra c’hoarvez.
Heuliet e vo E. hag e istorioù gant Sloan evel-just, Ari o klask merañ e gounnar ha dreist-holl Haley Joel Osment (a oa chomet sac’het en tu bennak?) evel hini “drouk” droch, redneck pinvidik. ‘M eus aon eo marvet skeudenn ar paotrig koant em spered da viken aze. Ma. C’hoarzhet ‘m eus, ur bern kameo a galite a zo, ‘m eus ket kavet hir ma amzer ha dreist-holl ec’h echu an traoù EVEL MA OANT DLEET. E gwirionez ez eo ar c’hlozadur a oa ret d’ar stirad. Neuze ‘m eus ket keuz eus ar film, pell ac’hann (mod all vefe echuet nul) met perak pas bezañ graet ur bloavezh a-bezh tro-dro da “Hyde”? (ha d’an traoù all a c’hoarvez er film) evit echuiñ evel ar film? Na gomprenan ket. Kalz gwelloc’h vefe bet.
Ma, Entourage a zo ur film da welet groñs evit ar re a oa bet betek penn ar stirad. Evit an dud all n’en deus ket kalz a bouez rak ne vez ket displeget kalz tra. L’Chaim, bitches!

Film sevenet gant Doug Ellin. Stadoù-Unanet Amerika, (e sinemaoù Frañs d’ar 24 a viz Even) 2015, 1e46.

Advertisements

Tomorrowland

Posted in Filmoù with tags , on Gouere 27, 2015 by geekezig

tomorrowlandIskis eo ijinañ ez eus bet graet ur film tro-dro d’ul lodenn eus Disneyland. Met sevenet gant Brad Bird a blij din kalz e filmoù neuze e oan kurius un tamm! Kregiñ a ra ar film en un doare un tamm souezhus e lec’h ma kaoze Franck gant ar seller, Casey a vez o troc’hañ red e gaoz bepred, jenet on bet un tamm gant se. Koulskoude, ur wech lañset an istor ne oan ket hegaset ken! Gorrek a-walc’h eo lusk ar film, amzer zo da gaout un tamm fent, kalz birvilh. Ur mare zo en deus e gwirionez lakaet ac’hanon da soñjal e Home Alone, e lec’h ma vefe Kevin deuet da vezañ ur c’hozh ijinour foll. Casey ‘m eus kavet plijus-tre evel tudenn : aon he deus pa seblant anat met leun a startijenn hag a ijin eo bepred. Athena a zo dispar a-walc’h ivez, dipitusoc’h ‘m eus kavet “hini drouk” ar film, Nix. Ur film evit ar vugale eo, met ur film a gav din a zeu a-benn da dreuzkas ar pezh eo sañset d’ober : spi. Gwellwelour kenañ eo, ur film a lâr sklaer eo ret da bep hini kregiñ barzh ha kaout fiziañs. Evel-just e seblant un tamm eeun met vad a ra gwelet filmoù a seurt se evit ar vugale.

Film sevenet gant Brad Bird. Stadoù-Unanet Amerika, (deuet er-maez er sinema e Frañs d’an 20 a viz Mae) 2015, 2e10.

Edge of Tomorrow

Posted in Filmoù with tags , , on Gouere 27, 2015 by geekezig

Edge-of-TomorrowPell zo e felle din gwelet Edge of Tomorrow. Groundhog Day gant skiant-faltazi, perak ket?!
Ar major Cage a vez kaset war an dachenn a-raok ur pezh emgann a-enep boudoù tre-oabl. N’eo ket tamm ebet boaz d’an dachenn. E kerzh an emgann e lazho ur boud hag adalek aze e tihuno en-dro bep tro pa varvo. Kregiñ a ra neuze ur prantad embregañ ha klask un doare da lazhañ ar boudoù. Evel-just ez eus un tamm fent a-drugarez d’an darvoudoù o kregiñ en-dro bepred ha kalz tud o vervel/tarzhadennoù/emgannoù/armoù… Dudius da vat! N’eo ket disi ar film, met plijus ‘m eus kavet da sellet. Dedennet a-walc’h e vefen o lenn an danevell bremañ, da welet penaos e oa an istor orin pe ar manga ivez a zo bet savet diwar memes istor.

Film sevenet gant Doug Liman, diwar light novel SAKURAZAKA Hiroshi All You Need Is Kill. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e53.

リアル〜完全なる首長竜の日〜 (Riaru: Kanzennaru Shuchō Ryū no Hi) / Real

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 26, 2015 by geekezig

realKuzuliet e oa bet din Real gant Tornoz, en doa gwelet ar film en Utopiales. Gwerzhet e vez evel ur film heñvel eus Inception… Ma, n’eo ket kement-se. Mignonez Koichi, Atsumi, a zo en ur stad gourhun abaoe 1 bloaz. Evit sikour anezhi e vez kinniget dezhañ splujañ en hec’h emskiant da glask lârat dezhi dihuniñ. Koichi a zizolo e vignonez spontet gant he labour mangaka ha sorc’hennet gant un dresadenn pleziosaor he doa graet pa oant bihan. Koichi a grog da welet traoù iskis ivez en e vuhez pemdez.
Gorrek a-walc’h e tremen an traoù er film. Ur bern temoù a zo meneget, diwar c’horre un tamm met n’eo ket grevus dre ret : an emlazh (soñjal a ra d’an holl he deus klasket Atsumi n’em zistruj), bec’h al labour mangaka hag an darempredoù gant an embanner, ul lodenn eus Japan (aze, un enezenn, Hikone) dilezet goude c’hwitadenn un doare kreizenn-douristel ha darempredoù fall etre bugale er skol. Traoù a gav din a zo boutin a-walc’h en oberennoù japanat ar pezh a ziskouez pegen pouezus int er gevredigezh.
Traoù ‘zo ‘m eus kavet un tamm droch, gant ar vezeien da skouer, met n’en deus ket miret ouzhin da gavout plijus ar film hag an istor. N’eo ket ispisial met plijus ha mat pell zo.

Film sevenet gant KUROSAWA Kiyoshi, savet diwar A Perfect Day for Plesiosaur gant INUI Rokuro. Japan, 2013, 2e07.

Animorphs 1 : L’invasion

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Gouere 25, 2015 by geekezig

Pa oan bugel ne lennen ket levrioù Animorphs. Gwelet a raen anezho e pep lec’h er stalioù levrioù met ne oan ket dedennet, abalamour d’ar stirad en tele a gaven nul a-walc’h marteze? Ma, abaoe un nebeut bloavezhioù e klevan komz ingal eus ar rummad levrioù-se, daveoù am eus bet gwelet e-barzh oberennoù a blij din (To the Moon da skouer). Tornoz en deus prestet din al levr kentañ.
Jake an hini a gont an istor. Hini ur strollad bugale/krennarded yaouank a zizolo eo taget an Douar gant ur spesad tre-oabl, un doare melc’hwed a intr e korf an dud. Test int eus marv un andalit a ro dezho ar galloud da vezañ gouest da «vorfekaat» goude bezañ tapet ADN ul loen (en ur stokañ al loen). Ar galloud-se a vo sañset da sikour anezho. Kompren a reont eo taget ar gêr e lec’h m’emaint hag e vo ret dezho stourm buanoc’h eget ar pezh a soñje dezho.
Ur strollad bugale klasel eo hini Animorphs gant personelezhioù a bep seurt a grou ur strollad kempouez a-walc’h. Dedennus ‘m eus kavet ar c’haozeadennoù o deus ingal peogwir o deus aon ha n’en em santont ket gouest da dallañ ouzh ar c’hoant da brofitañ eus ar galloud ha d’ober traoù dispar. Mod all eo ur romant klasel evit ar vugale ha lennet ‘m eus buan evel-just. Gwelet e vo ma kendalc’hin gant ar re all, met sañset n’int ket bet embannet mat e galleg (en dizurzh ha ket an holl).

Romant bet skrivet gant K.A. Applegate. Embannet e galleg gant Gallimard Jeunesse. 1999?

Laggies

Posted in Filmoù with tags , , on Gouere 25, 2015 by geekezig

LaggiesNe oan ket prest da welet Mad Max : Fury Road c’hoazh (ha da vezañ gant ur bern tud er sal dreist-holl) neuze ‘m eus divizet mont da welet Laggies (a zo troet e “galleg” e Girls Only, meh). Met n’am boa ket bet amzer da embann ma fennad, aha!
Kregiñ a ra ar film gant nozvezh gouel fin ar bloaz ur strollad mignonezed, en o-zouez, Meg. Dek vloaz war-lerc’h emañ al lodenn vrasañ eus ar strollad o timeziñ, kaout bugale, sevel raktresoù micher bras… P’emañ Meg o straniñ c’hoazh. E kerzh eured unan eus he mignonezed he deus ezhomm da vezañ un tamm sioul, mont a ra kuit da brenañ un dra hag ober anaoudegezh gant ur strollad krennarded a c’houlenn diganti prenañ alkool evito. Divizout a raio chom ganto ha pas distreiñ d’ar gouel. Diwezhatoc’h e klasko c’hoazh tec’hout hec’h endro hag he buhez en ur vont da vevañ e-pad eizhtez e ti Annika, unan eus ar grennarded.
Evel-just eo bet gwelet seurt istor n’ouzon ket pet gwech dija, diwar-benn tud tro 30 o deus poan o tibab ur vuhez “evel ar re all”. N’eo ket un dispac’h, anat deoc’h. C’hoarzhet ‘m eus meur a wech ha kavet plijus ma amzer dirak ar film-se, ar pezh n’eo ket fall dija!

Film sevenet gant Lynn Shelton. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e39.

Petite épopée nippone

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gouere 21, 2015 by geekezig

EPOPEENIPPONEUl levr bannoù-treset? N’on ket ken sur-se. Un toullad bannoù a zo war pajennoù zo gant istorioù bihan (gwirheñvel-tre!!) Diwar-benn “ar re a gred dezho lenn ar c’hanji evit kavout ho hent” (me n’eus se savetaet ac’hanon met ijinañ ran e c’hallfe bezañ ar c’hontrol ^^) pe tud o sikour da gavout ul lec’h, o kas an estrenien betek ar polis hag all e-pad 1eur.
Mod all, darn vrasañ al levr a zo tresadennoù brav eston eus tud, lec’hioù, mirdioù en deus Philippe Buchet gwelet. Ul lodenn vras eus al lec’hioù a anavezen dija (bet gwelet zoken) neuze e oa plijus gwelet anezho en-dro. Un darn all a oa dianav din neuze ‘m eus notennet anezho 😀 (evit ur veaj da zont?) Ul levr brav ha simpl evit beajiñ gant tresadennoù a-feson. Ha mat pell zo….petite-epopee-nippone

“Istor” ha tresadennoù gant Philippe Buchet. Embannet gant Kana d’an 3 a viz Du 2011.

%d bloggers like this: