20 Feet From Stardom

20feetfromstardomUn teulfilm a oa bet kuzuliet din gant mignonez Ayana Mathis eo 20 Feet From Stardom. Lâret he doa din e oa ur film diwar-benn merc’hed kalonek ha pouezus evit merc’hed du ouzhpenn. Dedennet e oan bet neuze.
20 Feet From Stardom a ginnig heuliañ un toullad merc’hed, erru kozh a-walc’h bremañ hag a zo bet kenganerezed, er bloavezhioù 60 ha goude. Tamm-pe-damm betek ar bloavezhioù 90 lec’h m’eo paouezet un tamm ar c’hiz-se. A bep seurt tioù eus ar vicher a vez gwelet : levezon an Iliz (a oa un doare da zeskiñ kanañ evit darn vrasañ ar vugale du kristen), an darempred gant produourien, arzourien, penaos e veze kuzhet o anvioù a-wechoù, an doare da n’em wiskañ, ar c’hoant da gregiñ da ganañ o-unan goude ur mare (c’hwitet dre vras), …
Tudennoù plijus int, dreist-holl Merry Clayton ‘m eus kavet dispar (penaos he deus kredet kanañ gant Lynyrd Skynyrd evit Sweet Home Alabama!) ha Lisa Fischer a seblant plijus-tre. Un toullad reoù all a vez heuliet, dibaboù a bep seurt o deus graet, paouez da ganañ da vareoù zo. Un toullad tud vrudet a ro o zesteni : Sting, Stevie Wonder, Mick Jagger hag all. Savet eo mat an teulfilm, dizoloet e vez a bep seurt traoù diwar-benn istor ar sonerezh, bed ar sonerezh dre vras en un doare simpl hag efedus. Ur film a-bouez eo neuze evit an dud dedennet gant ar sonerezh ha/pe gant saviad merc’hed du er bed-se!

Teulfilm sevenet gant Morgan Neville. 2013, Stadoù-Unanet Amerika, 1e30.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: