Good Kill

Gattaca a zo unan eus ma filmoù karetañ hag ur film dedennus ha speredek ouzhpenn. Laouen e oan neuze o tizoloiñ e kenlaboure en-dro Ethan Hawke gant Andrew Niccol evit ur film nevez. Kaoz a zo eus brezel Irak amañ (sell ‘ta…) met dreist-holl eus an doareoù nevez da n’em ganañ : an dudenn a vez heuliet, Tommy, a zo blenier kirri-nij evit an arme. Goulennet ez eus bet dezhañ bleniañ dronoù e tachennoù an arme a zo e Las Vegas. Gallout a ra neuze distreiñ d’ar gêr bemdez met n’emañ ket war an dachenn : penaos neuze merzout pegen spontus eo lazhañ tud en tu all d’ar bed, tud a vez gwelet war ur skramm hepken? Ouzhpenn-se e vez gwelet ul labour iskis-kenañ, diazezet war ar spiañ, ar strollad soudarded a welo ingal memes den o tont da wallañ memes plac’h ha n’o deus ket ar gwir da ober tra-pe-dra.
Un tamm hir eo ar film met dedennus ‘m eus kavet ar pezh e tiskoueze. Aze e oa un tu psikologel nevez da soudarded a gemer perzh er brezel hep dañjer ebet : ha laosk int? Ar c’hoant da lârat un dra bennak, sikour unan bennak a welont war ar skramm hep gallout ober netra.
Ur film a-bouez eo neuze, a ziskouez un tu splann eus ar brezel modern, daoust d’e sioù ha d’e lusk un tamm c’hwitet abalamour marteze d’an darempred etre Tommy hag e wreg, n’eo ket dedennus tamm ebet. Meur a wech e kerzh ar film em eus soñjet e Citizenfour, evidon-me e tiskouezont mat asambles e peseurt bed emaomp bremañ o vevañ, ha n’eo ket ur santad plijus, pell alese.

Film sevenet gant Andrew Niccol. Stadoù-Unanet Amerika, 2014 (22 a viz Ebrel 2015 war skrammoù sinemaoù Frañs), 1e42.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: