Beyond Clueless

beyond_cluelessUn teulfilm diwar-benn an teen movies eo Beyond Clueless. N’em boa ket klevet komz kement-se met dedennet on bet gant ar skritelloù e Pariz ha gwelet ‘m eus e tremene er sinema e-kichen ma zi (padal n’eus ket kalz skouerennoù e Frañs!) neuze e oa un doare dever mont d’e welet, doujañs evit ma mignoned ha n’o deus ket ar film e-kichen o zi ^^
Ma. Pezh ‘m eus kavet dedennus-tre gant Beyond Clueless a zo an dibab filmoù : evit ur wech n’eus ket kaoz eus filmoù gwelet «mat», klasel hirie an deiz met eus tout ar rummad filmoù etre 1995 ha 2005 tamm-pe-damm. Ul lodenn vras anezho un tamm troet war zu ar faltazi (The Faculty, The Craft, Final Destination, Idle Hand…) tout ar pezh ‘m eus gwelet pa oan er skolaj! 😀
(Hag ur bern traoù n’am eus ket gwelet met bon) N’eus barnadenn ebet, n’int ket diskouezet evel gwelloc’h pe falloc’h eget filmoù koshoc’h. Goude-se on bet dipitet un tamm gant an dielfennadurioù a zo anat un tamm evit filmoù krennarded : hiniennoù a-enep ar strollad, darempred gant ar revelezh, feulster, pouez al lise hag all. N’eo ket displijus da sellet, er c’hontrol (daoust din kavout ez eus un tamm un tu spoilers a-wechoù peogwir e vez displeget filmoù zo dre ar munud kazi) met n’am eus ket desket kalz tra (estreget e oan moarvat re yaouank ha gant ur sell heterokreizennet pa ‘m eus sellet ouzh Jeeper Creepers!!! XD). Prantadoù frammet mat-tre a zo (revelezh ha feulster dreist-holl) doare klip un tamm. Met chom a ra un tamm diwar c’horre. Laouen on memestra e vefe «enoret» ar filmoù-se ha reiñ a ra din c’hoant sellet ur bern en-dro (gant ma nizez?) ha dizoloiñ reoù n’am eus ket bet gwelet! (bon, ouzhpenn-se ez eus Jerry O’Connell d’ur mare zo. Neuze me ma unan da 13 vloaz ‘oa un tamm mega laouen ^^)

Teulfilm sevenet gant Charlie Lyne, gant mouezh Fairuza Balk. Rouantelezh-Unanet, 2014 (war skrammoù Frañs d’an 29 a viz Ebrel 2015), 1e29.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: