Merc’hed gwisket e du

merched_e_duE kerzh eil emvod bodad lenn Pariz hon eus komzet diwar-benn Merc’hed gwisket e du, romant-berr pe danevell-hir Riwal Huon. Dibabet e oa bet ganin peogwir e felle din e lenn ha ne oa ket re hir!
Lennet e vez buan-tre, un toullad chabistroù berr a ya d’ober an istor. Heuliet e vez Mari-Anna, ur plac’h yaouank eus Enez Eusa e 1904. War an enezenn ez eus soudarded da dallañ ouzh ar saozon. Ar baotred-se a ra aon d’ar merc’hed ha na blijont ket re da dud ar vro. Un nozvezh bennak e c’hoarvez un dra bennak da Vari-Anna ha d’he c’henitervez Félicienne. Adalek an noz-se e vo cheñchet-mik houmañ, mut ha klañv.
Brav ‘m eus kavet ar skrid, deskrivet mat-kenañ an endro, an aergelc’h. Riwal Huon a lâr er fin gant petra eo bet awenet pe peseurt skridoù en deus lennet a-benn sevel ar skrid : santet e vez mat eo bet sirius hag en deus labouret start hag implijet an holl draoù-se en istor. Ral eo me gav e vefe kavet e brezhoneg ur skrid gant kement a dudennoù merc’hed, gwirheñvel hag a bep seurt, n’eus tudenn paotr ebet (paotred Eusa a zo war vor, anat deoc’h) estreget soudarded ha poliserien, galleg ganto ha disfiz bras outo…
Start eo ar fin, gant Félicienne en ti e Brest dreist-holl. Fromus ‘m eus kavet.
Ur romantig a feson eo me gav, skrivet brav ha pinvidik.

Romant skrivet gant Riwal Huon. Embannet gant Al Liamm e miz Ebrel 2015.

Advertisements

2 Respont to “Merc’hed gwisket e du”

  1. A ! dreist, ne ouezen ket e oa anezhañ ! c’han d’e brenañ !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: