Mad Max : Fury Road

madmaxfuryroadEvel ur bern tud e oan bet bamet a-walc’h gant film brudañ Mad Max : Fury Road. Pezh a zo e lakae ac’hanon da soñjal en ur film en doa roet dres memes santad : 300. Pezh na roe ket kement se a c’hoant din mont d’e welet. Ma, etre an holl o lârat e oa dispar mui ar vrud e oa ur film gwregelour hag ar c’hoant da welet anezhañ war ur skramm bras on bet memestra.
Souezhet on bet er penn-kentañ gant tizh ar film (a zo lakaet da vont buanoc’h), ouzhpenn-se e oa un doare santad “droch” gant traoù zo (ar bed, ar yezh). N’en deus ket padet pell ar santad-se, kaset ma oan gant ar redadegoù, an efedoù ispisial, an aergelc’h, AR SONEREZH (<- savet gant an den n’eus savet sonerezh 300 : Rise of an Empire, sell ‘ta!), an traoù o c’hoarvezout a bep lec’h. Ur sapre film bamus eo Mad Max : Fury Road. Ur film birvilh a-feson ha digredus a-walc’h (adlabouret ar skeudenn forzh pegement met en un doare n’am eus ket kavet displijus). N’eo ket disi evidon me ha sur on e vo tud zo hegasetoc’h egedon gant an traoù “iskis” a venegen a-raok. Se an hini a ra blaz ha personelezh ar film ivez…

Film sevenet gant George Miller. Aostralia ha Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 2e.

Advertisements

Ur respont to “Mad Max : Fury Road”

  1. […] oan ket prest da welet Mad Max : Fury Road c’hoazh (ha da vezañ gant ur bern tud er sal dreist-holl) neuze ‘m eus divizet mont da […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: