Dielloù evit Even, 2015

Lastman 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Even 29, 2015 by geekezig

L.10EBBN001951.N001_LASTMANt2_JAQ_FRSetu echu ar genstrivadeg kroget el levrenn gentañ. Dic’hortoz an disoc’h! An darempred etre Albana ha mamm Adrian a zo aet war-raok ivez… met n’en deus ket se miret an estrañjour da genderc’hel gant e hent.
Efedus eo bepred an doare da gontañ hag an tresadennoù ha n’ouzer ket tamm ebet petra c’hallo c’hoarvezout da c’houde, na pelec’h!lastman-2-di

Istor gant Balak & Bastien Vivès, tresadennoù gant Bastien Vivès & Michaël Sanlaville. Embannet gant Casterman d’ar 7 a viz Even 2013.

Cook, Serve, Delicious

Posted in C'hoarioù video with tags , on Even 29, 2015 by geekezig

Meur a wech ‘m eus klevet komz eus Cook, Serve, Delicious evel ur c’hoari start met dispar. Profitet ‘m eus eus distaolioù an nevezamzer evit prenañ ar c’hoari. Ur c’hoari klok-tre eo.
Ret eo ober war-dro ur preti. Kregiñ a reomp gant ur preti a galite izel, hep brud na netra. csd-preti-1Un tammig arc’hant hon eus evit prenañ dafar ha rekipeoù. A-raok prenañ ur rekipe e c’haller pleustriñ.csd-pleustradenn Bemdez e ranker aozañ roll-meuzioù an deiz war-lerc’h en ur sellet pizh ouzh poentoù mat ha fall pep doare boued (reoù zo a ro “poentoù fall” diouzh ar beure abalamour d’o c’hwezh, reoù all a ro poentoù mat pa ra glav, reoù zo a zegas razhed er preti hag all). Ret eo bezañ war evezh neuze!csd-activmenu Goude-se un devezh a grog da 9e beure betek 10e noz gant daou brantad «rush hour» (12e-1e ha 6e-7e), ret eo servij an holl arvalien evel ma fell dezho (meur a rekipe a zo evit memes plad) ha merañ ivez al listri, ar poubellennoù hag all.csd-rushhourpoub Bep pemp devezh e teu ur plac’h da sellet ma teuomp a-benn da verañ naetadurezh ar preti. Liveoù a zo : hep steredenn, ur steredenn, div steredenn hag all. Pep lodenn a zo d’an nebeutañ 20 devezh labour gant traoùigoù all ouzhpenn (prenañ X rekipe nevez, gwellaat X doare boued hag all). E fin an devezh e vez resevet posteloù a bep seurt, en o-zouez pariadennoù evit gounit arc’hant (dont a-benn ur c’hombo X meuz direbech en ur kaout boued-mañ-boued war ar roll meuzioù dre vras). cs-postelouGoude ur mare e c’haller ivez mont da ober traoù tineller gant un doare boued resis dre vras, kaout ur seurt c’hoari merc’heta pep paotreta (posupl eo dibab ha cheñch ha n’eo ket liammet da reizh an dudenn bet dibabet evit c’hoari!), hag ivez crowdfunding evit arc’hantaouiñ traoù nevez a vo implijet er preti!csd-loveDiwezhatoc’h eo posupl ivez kemer perzh en un abadenn skinwel “The Iron Chef” (c’hoari tizh, daou fazi posupl) hag ur c’hoari spontus “The Hungry Festivities” (tizh c’hoazh ha fazi ebet!). Goude ur mare e teuio “VIP” er preti ivez a fello dezho traoù resis war ar roll-meuzioù.
Tamm-ha-tamm e tremen an devezhioù neuze betek tizhout ur preti 6 steredenn ha gallout c’hoari e mod start-tre (a zo spontus da vat! ^^)
Ar c’hoari a zo e saozneg hepken (pouezus eo rak ret eo lenn ar pezh a fell d’an arvalien memestra). Tu ‘zo da c’hoari gant al logodenn hepken, an douchennaoueg hepken pe ur meskaj eus an daou (evel ma ran) pe c’hoazh gant un dornell.
Posupl eo c’hoari da daou ivez (unan gant an douchennaoueg/logodenn hag unan all gant un dornell luget d’an urzhi) evit ober war-dro ur preti asambles pe doare abadennoù tizh.csd-2Traoù en-linenn a zo ivez : kampionadoù sizhuniek hag ur bern traoù all. Posupl eo diskoachañ tudennoù ouzhpenn tennet eus c’hoarioù all a-benn dibab un dudenn pa c’hoarier da veur a hini pe evit ar c’hoarioù en linenn (ne cheñch netra, an tudennoù n’o deus perzh ispisial ebet).
Klok-kenañ eo ar c’hoari me gav, dont a ra da vezañ diaesoc’h-diaesañ met en un doare a glot ivez gant boaz ar c’hoarier (goude ur mare e tesker rekipeoù zo dre eñvor, ret eo just soñjal sellet mat ouzh pezh a c’houllen an arval ken kas…).
Ur c’hoari tizh eo neuze met ivez aked. Ret eo bezañ efedus hep ober forzh petra…
Ur sapre c’hoari drevezerezh-preti eo a guzulian digudenn d’ar re a blij dezho seurt c’hoarioù. Brav eo ouzhpenn ha fentus ar sonerezh. Ur c’hoari a galite eo!

C’hoari PC (Windows ha Mac) diorroet hag embannet gant Vertigo Gaming. Da bellgargañ hepken abaoe an 8 a viz Here 2013.

Le rire du grand blessé

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Even 27, 2015 by geekezig

rire-du-grand-blesseLevr Cécile Coulon Le roi n’a pas sommeil em boa kavet bamus a-walc’h, hag ar plac’h hec’h unan a gavan dedennus. Bet e oan o selaou anezhi e Roazhon ha prenet he levr Le rire du grand blessé, ul levr skiant-faltazi ar wech-mañ.
Tremen a ra an istor en ur vro n’eo ket resisaet, un diktatouriezh bennak eo ar sistem ha nebeut a dudi hag a frankiz ‘zo gant an dud. Un dra hepken a zo aotreet : levrioù stad. Levrioù renket dre ar santad int sañset da zegas : fent, spont, from… N’eus ket eus al levrioù «kozh» ken. Ur wech an amzer e vez aozet abadennoù lenn ivez a zo arvestoù bras spontus. Neuze e rank implijidi stad diwall e tremenfe mat pep tra e kerzh an abadennoù-se. Unan eus an implijidi-se a vez heuliet el levr : evel an holl anezho, ne oar ket lenn. Goude ur gwallzarvoud avat, enaouet en ospital e lec’h ma vez graet re vat war e dro e klev bugale o teskiñ lenn…
Dedennus ‘m eus kavet Le rire du grand blessé. Daoust din kavout eo un tamm re verr ha n’eo ket displeget a-walc’h penaos eo erruet ar gevredigezh evel m’emañ. Ar pep dedennusañ a zo bet evidon gwelet 1075 o strivañ forzh pegement evit kuzhat e ouie lenn hag ivez an darempred a grog etrezañ ha Lucie Nox, ar vezegez he deus bet ar mennozh implijout testennoù resis evit sikour an dud klañv gant an dramm da leuniañ o santad a vank.
Bametoc’h e oan bet gant Le roi n’a pas sommeil neuze met bepred e kavan eo dedennus stil Cécile Coulon hag he c’hoant da glask labourat a bep seurt doareoù istorioù.

Romant skrivet gant Cécile Coulon. Embannet gant Viviane Hamy d’an 22 a viz Eost 2013.

Primer

Posted in Filmoù with tags , on Even 26, 2015 by geekezig

primerUn tamm jenet on gant Primer. Dres an doare film a blij din : nebeut a arc’hant, ne bad ket pell, tamm efed ispisial ebet… Ha beaj en amzer. Na hegaset e oan ganin ma-unan neuze pa on kroget da soñjal e kaven torr-penn ar film dija er penn-kentañ, pa gaven e oa kalz re a gaoz (luziet) hag e seblante displijus spontus an holl tudennoù. Primer a zo ur film skiant-faltazi ha sañset unan eus ar filmoù gwirheñvelañ diwar-benn ar veaj en amzer. Pezh a zo, ne vez komprenet seurt (ok, perak ket reiñ c’hoant d’an dud sellet ur wech ouzhpenn? Ar santad-se ‘m eus bet gant Donnie Darko gwechall!) hag e gwirionez aze em eus bet just ar santimant bezañ droch ha didalvoud keñveriet gant an daou baotr-mañ na fell ket dezho zoken klask traoù droch gant o boest. Me gav din e vank splann ur prantad «digomz» pe prantadoù evit diskouez Aaron hag Abe evel tud un tamm plijus. Na vefe nemetken Aaron oc’h ober war-dro e verc’h (klevet e vez o lârat e raio war-dro lakaat anezhi da vont d’ar strinkadenn) pe un dra evelse. Pa implijont just o ijinadenn evit sellet ouzh Bloomberg ha plasañ arc’hant… Ma, ya, gwirheñvel, met e-keñver from ha santadoù, n’eo ket gwall greñv… Ma, komprenet ho peus ne oan ket bet tizhet gant Primer tamm-ebet. Gwelloc’h eo din ur film hep diazezoù skiantel met a dizh ac’hanon en un doare bennak… Kompren a ran ivez eo ur film «bihan», graet gant ur paotr hag e familh, n’hallan ket neuze soñjal eo fall, me gav int deuet a-benn da gas da benn un dra bamus a-walc’h, setu perak on dipitetoc’h c’hoazh ganin ma-unan. Ha se n’eo ket ur santad plijus kennebeut.
Evit ar re a fell dezho klask kompren ar film, setu ul liamm dedennus.

Film sevenet gant Shane Carruth. Stadoù-Unanet, 2004, 1e17.

Hate List

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Even 23, 2015 by geekezig

hatelistKuzuliet eo bet din Hate List gant ur genseurtez pa felle din kaout un dra da lenn goude A song of Ice and Fire. D’an 2 a viz Mae 2008, e lise Garvin, en deus divizet Nick, karedig Valerie, degas un arm ha tennañ war an dud en oaled. Heuliet e vo Valerie goude an darvoud-se, o klask distreiñ d’al lise, o vezañ heuliet gant mezeien, sikouret pe get gant he familh, dilezet gant he mignoned ha prederiet gant hec’h eñvorennoù : daoust ha gallet he defe kompren e oa prest Nick da vont ken pell? Daoust ha dre he faot eo abalamour o doa savet asambles ul listenn evit lakaat an dud a rae drouk dezho hag a zisplije dezho dre vras ? A bep seurt prederiadennoù a zo neuze el levr. Mont a ra kalz Valerie war-raok a-hed ar skrid, o soñjal da gentañ ne fell da zen klevet komz outi ken pe e vo tamallet pep tra dezhi da verzout pegent start eo evit he familh (a rank kas kuit ar gelaouennerien, hag all). Frammet eo mat al levr evit-se peogwir e seblanter ken sabatuet ha hi pa tizolo e gwirionez traoù zo tro-dro dezhi. Un emdroadur a-feson a zo d’an dudenn ha gwirheñvel war memes tro (mirout a ra ur poltred eus Nick ganti daoust da bep tra da skouer). Ur sell un tamm disheñvel war seurt darvoudoù n’eo ket kement se «perak» met penaos kenderc’hel da vevañ goude. Plijet on bet gant ar romant-mañ.

Romant amerikan skrivet gant Jennifer Brown. Bet embannet e galleg gant Albin Michel d’ar 1añ a viz C’hwevrer 2012.

Nindies @ Home

Posted in C'hoarioù video on Even 22, 2015 by geekezig

NindiesAtHomeDa vare an E3 ha betek an 22 a viz Even (poent oa din embann ma fennad!) ez eus bet kinniget un dra nevez gant Nintendo : Nindies @Home. 9 bomm-c’hoari da gaout un tañva eus c’hoarioù dizalc’h da zont er maez war an eShop.
Profitet ‘m eus evit klask anezho neuze. Un ali “prim” eo hepken neuze hag ur pennad un tamm disheñvel eus pezh a ran da gustum diwar-benn ar c’hoarioù met kavout a ran dedennus ar mennozh-se ha fellout a rae din komz diwar-benn-se un tamm. An dud o deus profitet eus an tañva o do un distaol 15% goude evit prenañ ar c’hoarioù ur wech echu, e kerzh ar miz e lec’h ma teufont er-maez.

RunbowKroget on gant Runbow (13AM Games)
Ur c’hoari saven/redadeg savet war livioù eo : ret eo mont war-raok (buan) ha savennoù zo a vo war a skramm pe get hervez al liv a dremen war a skramm (cheñch a ra bep 5 eilenn bennak). Ur sapre c’hoari die & retry rak ur bern doareoù zo da vervel ha ma tisoñjer urzh al livioù e c’haller bezañ tapet berr gant ur savenn o tilemel ! Ret eo kaout ul lusk resis ivez evit dont a-benn d’am soñj. Ur bern doareoù dornelloù a c’haller implij, pezh a zo mat hag en tañva e oa un doare mod aventur pe unan redadeg pur met ur bern reoù all a vo er c’hoari d’am meno. Plijet on gant ar meizad, berr eo pep live met un tamm re nul e oan neuze ‘m eus kollet pasianted goude ur mare ha paouezet da c’hoari hep bezañ echuet tañva ar mod avantur da skouer (adkregiñ dek wech memes tra a gavan un tamm randonus goude ur mare). Dedennus met ne vefen ket techet da brenañ d’am soñj. Pezh a zo eo ur c’hoari da c’hoari da veur a hini dreist-holl ha ma unan e oan evit klask anezhañ! Marteze e cheñchfen ali neuze ma c’hallfen klask gant c’hoarierien all 😉Lovely-PlanetLovely Planet (tinybuild ha QUICKTEQUILA)
Un FPS moutik-retro eo. Kavet ‘m eus fentus met chomet on sac’het er bed 4 peogwir ‘m eus ket komprenet penaos paouez da adkregiñ al live (bez ez eus ur voulenn ruz, en ur skeiñ, lammat pe laoskel e “popen” en-dro e penn-kentañ al live). Ar sonerezh hag an dizagn ‘zo fentus.soulaxiomSoul Axiom (Wales Interactive)
Ur c’hoari kembreat eo war a seblant! Un aergelc’h kevrinus-tre a zo hag un doare “first person puzzle” eo ar pezh vez gwelet : tu ‘zo da lakaat lodennoù eus an endro da vont diwar wel pe adlakaat anezho evit lakaat traoù da vont en-dro. Ur wech echu al liveig ez eus bet ur filmig bruderezh evit “Elysia” a ginnig mirout an eñvorennoù evit chom bev da viken. KEVRINUS da vat (ha re verr!!)froma-_forma.8 (Mixed Bag)
Ur c’hoari ergerzh bravik : un doare boulenn omp ha ret eo mont war-raok ha kavout ur c’harrez hag ur ront (evit adsevel ul lestr?). Posupl eo dastum gouleier bihan evit adkargañ ar varenn-buhez met boudoù drouk a zo ivez war an hent! Plijus, an doare c’hoari a glte mat-tre evit un dablezenn me gav (a glot mat gant ar WiiU Gamepad neuze ^^).

mutant-muddsMutant Mudds Super Challenge (Renegade Kid)
Ur Muttant Mudds nevez. Me zo nul. C’hoari savenn giz retro met deuan ket a-benn. Seblantout a ra mat koulskoude!!FreedomPlanetFreedom Planet (GalaxyTrail Games)
Ur c’hoari gant neuz retro c’hoazh, doare Sonic penn-da-benn (savenn a ya buan-tre). Berr a-walc’h, aes da implij. Ket re ma stil (mont a ra re vuan ^^).extreme-exorcismExtreme Exorcism (Ripstone)
Ur c’hoari bihan (moarvat da c’hoari da veur a hini kentoc’h?) e lec’h m’eo ret lazhañ tasmantoù. Tamm-ha-tamm ez eus muioc’h-muiañ a dasmantoù, ober a reont rik ar pezh oa bet graet ganeomp araok. Fentus met un tamm berr an tañva (just ur seurt “kentel” eus ar stumm arcade, live gwir ebet ha netra all) 😦riveRIVE (Two Tribes)
Ur shoot ’em up er spas. Kavet ‘m eus start hentañ an tennoù. Mod all eo fentus. Met ‘m eus ket komprenet penaos “hackiñ” an traoù ur wech deuet a-benn da dapout ar galloud-se neuze on chomet sac’het -.-typoman

Typoman (Headup Games)
Ur c’hoari savenn/puzzle gant lizherennoù da diblas evit ober gerioù (bountañ un “o” da grouiñ “on” ha lakaat un dra da vont en-dro hag all). N’eo ket fall met chomet on sac’het gant ur “part” o tont da vezañ “trap”, neuze on chomet a-sav.

 Setu! Gwelet e vo ma prenin c’hoarioù zo pa vefont echu! (d’ar mare-se e rin pennadoù klokoc’h, evel-just!)

Colorful (カラフル)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Even 21, 2015 by geekezig

colorfulKlevet em boa komz kalzik eus Colorful pa oa deuet er-maez peogwir e oa kaoz eus emlazh hag e oa bet merzet kalz. Roet e vez ur chañs d’un ene distreiñ da vev en ur vont e korf ur c’hrennard en deus klasket en em zistruj. Ret eo dezhañ kompren perak ez eo c’hoarvezet ha petra en deus graet eñ evel pec’hed. Buan e tizolo ur bern traoù disheñvel : darempred e vamm gant he c’helenner flamenco, ar plac’h a gar en e c’hlas he deus darempredoù revel paeet gant paotred koshoc’h, hag all. Displijus kenañ eo gant an holl er penn-kentañ a-raok na vefe adlâret dezhañ eo ret dezhañ strivañ. A-drugarez d’ur mignon er skol e krogo da gaout ur sell nevez, tamm-ha-tamm. Ur film gorrek eo Colorful met fromus, abalamour d’e demoù start. Brav eo ivez ar skeudennoù. Kavet ‘m eus avat e oa un tamm hir da gregiñ, dreist-holl ar mareoù m’eo taer gant e vamm pe an dud all tro-dro dezhañ. Al lodenn fin a zo deuet gwelloc’h neuze evidon. Ur film dedennus eo hag a gomz eus emlazh ha dodennoù all en un doare didro.

Film sevenet gant HARA Keiichi. Diazezet war romant MORI Eto. Japan, 2010, 2e07.

%d bloggers like this: