Bande de filles

bandedefillesPlijet en doa kalz din Tomboy m’ho peus soñj mat ha daoust din pas bezañ bet gwelet La naissance des pieuvres c’hoazh e felle din gwelet trede film Céline Sciamma, Bande de filles.
A bep seurt ‘m eus klevet diwar-benn ar film ha dreist-holl tro-dro da bennadoù kelaouennoù ne oant ket gwall fin ma n’eo ket gouennelour.
Kendrec’het on bepred gant sinema Céline Sciamma, a oar diskouez traoù boutin, traoù gwirion, en un doare plaen ha brav. Kalz plijusoc’h ‘m eus kavet lodenn gentañ ar film gant ar strollad mignonezed, prantad bravañ ar film o vezañ evidon-me, an nozvezh en ostaleri gant Diamonds in the sky. Nerzh ar vignoniezh, ar grennarded disoursi ha glann, merc’hed na vezont ket barnet gant o endro… Ur gwir taol-from ar mare-se evidon. Un tamm gwanoc’h ‘m eus kavet an eil lodenn, p’emañ Marieme o labourat «pell» eus he c’harter. Kriz eo ha marteze gwirheñvel. Dedennus ‘m eus kavet gwelet memestra danvez ar jener el lodenn-se, gant Marieme o klask kuzhat da vat eo ur plac’h, dismegañs ouzh ar merc’hed all kazi. Ma, startijenn a zo er film hag ur poltred brav eus merc’hed kreñv a fell dezho ober pezh a fell dezho, daoust da bep tra (ar skol, ar familh, ar gevredigezh dre vras). Ur film a-bouez eo me gav hag un taol ouzhpenn eus perzh Céline Sciamma, dav anzav.

Film sevenet gant Céline Sciamma. Frañs, 2014, 1e52.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: