Citizenfour

citizenfourPetra e oamp oc’h ober e miz Even 2013 p’eo bet diskuliet gant Edward Snowden e oamp holl spiet gant ar gouarnamant amerikan dre bellgomz ha war ar rouedad? Darvoudoù heverkoc’h hon eus soñj mat, met pas emañ dre ret. Koulskoude…
N’em eus ket kavet e oa ur stumm ispisial da deulfilm Laura Poitras. Filmet he deus anezhañ en gambr ostaleri e Hong Kong, o komz gant kelaouennerien ar Guardian. Pezh a zo bamusoc’h eo he deus filmet anezhañ ar sizhun-pad. Gwelet e vez neuze er film e veno o tont tamm-ha-tamm. Anat eo e vo kavet eo eñ n’eus diskuliet an traoù. Pegoulz neuze anzav eo eñ? Digredus a-walc’h eo ar film evit se, ha digredusoc’h c’hoazh he defe gallet ar sevenourez mont betek ar penn, hep na vefe tamallet kenlabourat gant Snowden pe me oar (met komprenet e vez e fin ar film ne c’hall ket distreiñ d’ar Stadoù-Unanet abalamour da se). Klevet ‘m oa komz eus ar prantad fin, gant an emgav «dre skrid» peogwir e vez selaouet pep tra, kreñv spontus eo e gwirionez. N’on ket plijet gant an dud a lâr eo ur thriller pe ur film polis. Ar wirionez eo, n’eo ket ur romant! Ar pezh a zo splann er film eo ez eo spontus an tech tamall d’an dud a ziskuilh un dra bennak evit diblas an evezh war ar pezh a zo bet dizoloet. N’eo ket teulfilm dreistordinalañ ar bed e-keñver stumm met bamus eo e vefe dioutañ ha pouezus-tre eo evel testeni, anat.

Film sevenet gant Laura Poitras. Stadoù-Unanet Amerika & Alamagn, 2014 (4 a viz Meurzh 2015 war skrammoù Frañs), 1e54.

Advertisements

Ur respont to “Citizenfour”

  1. […] Tommy hag e wreg, n’eo ket dedennus tamm ebet. Meur a wech e kerzh ar film em eus soñjet e Citizenfour, evidon-me e tiskouezont mat asambles e peseurt bed emaomp bremañ o vevañ, ha n’eo ket ur […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: