Obvious Child

obvious-childAbaoe m’am boa lennet ur pennad blog diwar-benn Obvious Child e felle din e welet. Disoñjet ‘m oa un tamm perak pa ‘m eus kavet an DVD el levraoueg met e dapet ‘m eus diouzhtu.
Ur gomedienn eo Obvious Child. Heuliet e vez Donna, ur plac’h o tostaat eus 30 vloaz. Ober a ra stand-up en un davarn ingal. Kregiñ a ra ar film gant e vignon o reiñ he sac’h dezhi. Evit kenderc’hel, rener ar stal levrioù e lec’h ma labour a lâr dezhi emaint o vont da serriñ er mizioù o tont. N’eo ket gwall vrav ar vuhez eviti neuze. Tremen a ra un nozvezh gant ur paotr plijus hep soñjal e c’hoarvezfe tra-pe-dra ouzhpenn. Pezh a zo, un toullad sizhunvezhioù warlerc’h e tizolo eo dougerez. Divizout a ra neuze diforc’hañ met ne oar ket re penaos lârat an diviz-se d’an dud tro-dro dezhi.
Ur film fin eo Obvious Child. Fentus ha skañv eo gant ur bern (is)tudennoù dedennus ha prantadoù gwirheñvel. Prantadoù kreñv-tre a zo ivez (pa gomz ar merc’hed all diwar-benn diforc’hañ da skouer, pe er fin er glinikenn). Ral eo kaout filmoù ken gwir e pep keñver, e lec’h ma seblant an dud prederiañ evel ma ra forzh peseurt den, en ur chom memestra ur gomedienn romantel koant hag efedus. Ur sapre souezhadenn a guzulian d’an holl neuze!

Film sevenet gant Gillian Robespierre. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e23.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: