Dielloù evit Mae, 2015

Magic in the Moonlight

Posted in Filmoù with tags , on Mae 30, 2015 by geekezig

magic-in-the-moonlightDeuet on a-benn da gaout DVD Magic in the Moonlight el levraoueg. Plijout a ra din a-walc’h Emma Stone ha Colin Firth ha kavout a raen e oa un doare “giz-kozh” d’ar film a c’halle marteze lakaat da soñjal e Midnight in Paris. Tremen a ra ar film e 1928 e Su Frañs, war vord ar mor. Goulennet e vez digant ar strobineller Stanley dont da welet un Amerikanez yaouank a zo sañset mediom a-benn diskuilhañ n’eo ket gwirion he galloudoù. Met ne teu ket a-benn Stanley da gavout penaos e ra ha setu e cheñch e sell war ar bed.
Hir ‘m eus kavet ma amzer el lodenn gentañ, ne welen ket pal ar film na belec’h e oa an traoù o vont. Eüruzamant ez eus eus an hanter-eur diwezhañ ‘m eus kavet kalz plijusoc’h ha fentus met re divlaz ‘m eus kavet ar peurrest evit bezañ gouest da lârat en deus plijet din ar film e gwirionez. Ma…

Film sevenet gant Woody Allen. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e37.

A Clash of Kings (A Song of Ice and Fire 2)

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Mae 28, 2015 by geekezig

gameofthrones2Setu lennet eil levrenn A Song of Ice and Fire ganin a-benn ar fin. Memes tuoù mat d’al levr kentañ a zo ha kalz plijadur ‘m eus bet o tizoloiñ en-dro ar pezh en doa plijet din e eil bloavezh ar stirad. Anat eo din avat ez eus tudennoù a gavan torr-penn a-walc’h da heuliañ (Daenerys) pe reoù a blij din met na gavan ket dedennus chabistroù zo (Arya, a-raok ma errufe e Castelry Rock). Al lodennoù «politikelañ» an hini a gavan ar plijusañ : Theon ha Davos, nevez erru met ivez e red an tudennoù a vez heuliet hag evel-just Catelyn, Sansa ha Tyrion. Kenderc’hel a ra neuze savadur bed Westeros, hep re a souezhadennoù aze e-keñver ar stirad, evidon.

Romant skrivet gant George R.R. Martin, embannet gant Voyager Books (RU) d’ar 16 a viz Du 1998 ha Bantam Spectra (SUA) e miz Meurzh 1999.

Une nouvelle amie

Posted in Filmoù with tags , , , on Mae 27, 2015 by geekezig

nouvelle-amieNe ouien ket tamm ebet diwar-benn petra ‘oa kaoz e-barzh film diwezhañ Ozon a-raok na gomze ur mignon din eus ar film-se. Diouzhtu en deus lâret den ne oa netra da welet gant Laurence Anyways pe Something Must Break met ne oa ket re fall memestra.
Kregiñ a ra ar film gant marv Laura. He mignonez a viskoazh, Claire, a zo glac’haret. Un deiz e tizolo an intañv David gwisket e plac’h en e di. Souezhet ha nec’het da gentañ e krogo ur vignoniezh etrezo, etre Claire ha Virginia. Un aergelc’h souezhus a zo er film, awenet gant filmoù amerikan moarvat. Tremen a ra an traoù en un doare bannlev sioul gant tiez cheuc’h. Ar sonerezh avat a zo pounner hag a lak an traoù da vezañ heñvel ouzh un telefilm dister a-wechoù. Anaïs Démoustier ha Romain Duris a zo plijus o labour er film me gav. Domaj eo e vefe ken droch ar fin, keñveriet gant ar peurrest met ur film dedennus e chom, a c’hall lakaat ar gaoz en un doare simpl war an treuzwiskañ hag an dreuzreviadelezh (eus an daou a zo kaoz amañ, daoust m’eo disheñvel mat evel ma ouezit dija emichañs).

Film sevenet gant François Ozon (diazezet war danevell Ruth Rendell The New Girlfriend, 1985). Frañs, 2014, 1e45.

Bonne nuit Punpun 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 26, 2015 by geekezig

bonne-nuit-punpunSoñj ‘m eus e felle din lenn Bonne nuit Punpun abaoe ma oa bet kuzuliet gant Davy Mourier en unan eus e abadennoù. Kavet ‘m eus ar manga el levraoueg ha kroget e-barzh! N’on ket souezhet tamm ebet en defe plijet dezhañ. Kontet e vez istor Punpun a zo 9 vloaz bennak marteze? Un doare evn eo padal eo «normal» an dud all tro-dro dezhañ met se n’eo ket strik. E dud n’em em glevont ket hag goude ur sapre chikan, e eontr a zeu da vevañ gantañ er gêr. Er skol ec’h erru ur plac’hig nevez a blij diouzhtu da Bunpun. Un emglev o deus. Gant e vignon e tizolo Punpun filmoù revr ha goude bezañ bet kavet ur c’hasedig war al leur ec’h eont war roudoù ur muntrer en defe laosket korfoù e familh en ul labouradeg…
Iskis-kenañ eo Bonne nuit Punpun! Teñval spontus, ur sell start war an dud vras (ar c’helenner ha tud ar skol a seblant bezañ sot-nay, ar gerent a zo dilabour hag a chom da evañ tra ken…), war ar relijionoù (sektennoù pe get), war an darempredoù etre ar vugale (goapaerezh, aon hag all). N’eo ket fentus an traoù, pell ac’hann! Anzav a ran, hep an doare «enklask» er fin e vefen bet techet da soñjal ne gendalc’hfen ket da lenn Bonne nuit Punpun ‘blam d’an aergelc’h-se met fellout a ra din a-walc’h gouzout petra c’hoarvezo goude neuze e klaskin ul levrenn all bennak a-raok divizout 😉bonne-nuit-punpun-di

Istor ha tresadennoù ASANO Inio. Embannet e galleg gant Kana d’an 2 a viz C’hwevrer 2012.

Nebraska

Posted in Filmoù with tags , , , on Mae 25, 2015 by geekezig

nebraskaUr film familh en-dro gant sevener The Descendants, ur road-movie ar wech-mañ war hentoù Nebraska. Ur film e gwenn-ha-du eo, gant un den kozh o tistreiñ da lec’hioù e yaouankiz hag e vab o tizoloiñ ur vuhez kuzh dezhañ neuze. Ur film gorrek eo, fentus ha melkonius. N’em santout a reer evel tudenn David a fell dezhañ sikour e dad met ne oar ket bepred penaos. Ur film kentoc’h plijus eo neuze, a lak da brederiañ un tamm, en amzer dremenet hag en doare da ober war-dro ar re gozh…

Film sevenet gant Alexander Payne. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e54.

The Cell

Posted in Filmoù with tags , , on Mae 18, 2015 by geekezig

the-cellAbaoe pell e felle din gwelet The Cell. Peogwir e lak ac’hanon da soñjal pa oan er skolaj hag e oa ma gwellañ mignonez sot gant Jennifer Lopez hag ivez peogwir e felle din groñs gwelet film kentañ Tarsem Singh goude bezañ bet gwelet The Fall, a zo bepred e-touez ar filmoù bravañ ‘m eus bet gwelet.
Un istor polis «klasel» a-walc’h eo hini The Cell. Ul liesvuntrer a vez kavet gant an FBI met siwazh e seblant seizet e spered abalamour d’e stumm skizofreniezh kreñv. Kavout a reont neuze ur strollad tud a labour war ur raktres ispisial evit sikour ur paotrig seizet e spered ivez evel-se. Ar bredvezegez Catherine a spluj e spered ar paotrig da glask gouzout peseurt darvoud en deus lakaet anezhañ er stad-se. Goulenn a ra an FBI dezhi splujañ e spered al lazher…
Ur film polis amerikan klask eo en ur stumm gant lodennoù ispisial-tre ha nec’hus a-walc’h e speredoù an tudennoù. Domaj eo e vefe koshaet un tammig an efedoù ispisial rak brav eo al livioù hag an dilhad, ur gwir aergelc’h a zo gant an tammoù-se. Efedus a-walc’h eo an istor mod all. N’on ket bet ken bamet ha dirak The Fall, pell alese, met ur prantad plijus ‘m eus tremenet. Plijet on bet gant sonerezh Howard Shore a zo nec’hus-tre ivez.
Un tamm fall e oa kalite an DVD avat, ar skeudenn ne oa ket dispar. Ha traoù giz kozh da vat a oa evel bonus, ur c’hoari «arnodenn empatiezh» da skouer (live daou en daou live ^^)…

Film sevenet gant Tarsem Singh. Stadoù-Unanet Amerika, 2000, 1e47.

7 Shakespeares – 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Mae 18, 2015 by geekezig

7-shakespearesSetu me staget en-dro gant ur manga all! Ne c’hoarvez ket kalz a dra el levrenn-mañ ‘m eus lennet evel un tenn. Li a zesk saozneg tamm-ha-tamm. Kudennoù ‘zo un tamm e keñver kenwerzh goude ar gwallamzer. Li a skriv barzhonegoù hag awenet bras eo Lance. N’am eus ket bet kement a blijadur eget gant al levrenn gentañ met kenderc’hel a rin da lenn gant plijadur evel-just!7shakespeares-2-pl

Istor ha tresadennoù gant SAKUISHI Harold. Embannet e galleg gant Kazé d’an 13 a viz Even 2012.

%d bloggers like this: