Les yeux jaunes des crocodiles

les_yeux_jaunesN’em eus ket bet lennet romantoù Katherine Pancol met soñjet ‘m eus e vefe plijus sellet ouzh ur film skañv evel hemañ. Istor div c’hoar eo, unan a zo lent a-walc’h hag o paouez dispartiañ, ezhomm he deus arc’hant. He c’hoar ne ra netra met arc’hant he deus, un emglev o deus neuze : ma skriv an hini gentañ ur romant e vo lâret eo skrivet gant eben. Ma. Tro-dro dezho ez eus o familh, o bugale, paotred, mignonezed… Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer ha dipitet on bet gant an dibab mirout is-tudennoù evel o lez-tad ha gwaz (an hini gentañ) a droc’h al lusk ha ne vezont ket gwelet a-walc’h evit kavout anezho dedennus. E gwirionez ‘m eus kavet dister a-walc’h ar film ha moarvat fall an azasadenn (re dost eus ar romant?), n’eo ket displijus a grenn met n’eo ket ur film mat kennebeut.

Film sevenet gant Cécile Telerman, diazezet war romant Katherine Pancol. Frañs, 2012, 2e02.

Advertisements

Ur respont to “Les yeux jaunes des crocodiles”

  1. […] skolioù kenwerzh moarvat. Anzav a ran ouzhpenn ez on kentoc’h plijet gant Alice Isaaz, abaoe Les yeux jaunes des crocodiles hag e kendalc’han da gavout anezhi plijus er film-mañ. Domaj eo e vefe bet dibabet echuiñ […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: