Bro Gozh Mamadou

brogozhmamadouEvit emvod kentañ klub lenn Pariz e felle deomp dibab ur romant berr hag aes setu eo bet divizet lenn Bro Gozh Mamadou. N’em boa ket lennet Tamasheq met n’eo ket grevus evit kompren an istor. E pevare klas emañ Fili ha vakañsoù dic’hortoz a-grenn e vevo! Mont a raio d’ar Sahel war roudoù e vamm, kelaouennerez anezhi. Du-hont e raio anaoudegezh gant Mamadou a gaso anezhañ en un emvod iskis gant prezidant ar Stadoù-Unanet!
Ur sapre istor neuze. Dudius a-walc’h ‘m eus kavet ar romant me souezhet on bet gant an diviz reiñ un arliv iwerzhonat da Varack Obama da skouer. Un tamm berr eo ar romant ivez ha tudennoù zo a vez dilezet buan pe gwelet a-bell hepken (mamm Fili da skouer), evidon-me e vank un dra goude emvod an togouna hag a-raok an distro da Vreizh. Ur chabistr pe zaou ouzhpenn a vefe bet mat! War a seblant e oa ivez ali pevarlagad un tamm 😉
Santet e vez mat avat plijadur a skrivagner hag e zoujañs evit sevenadur an Dogoned ha Mali dre vras. Ur blijadur eo mont da veajiñ a-bell vro evel-se!

Romant bet skrivet gant Paskal Hervio. Embannet gant Keit Vimp Bev d’an 13 a viz Du 2012.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: