Les voleurs de Carthage – 1 : Le serment du Tophet

voleurs-carthage-tome-1-serment-tophetKuzuliet eo bet din Les voleurs de Carthage gant ar c’henseurt a gemeran e blas ^^ Soñjet am eus neuze e oa ur mennozh mat lenn 😀 Lâret n’eus din e oa fentus-tre. N’am eus ket kavet ken fentus-se…
Ur galian hag un numid a glask un tamm arc’hant bennak en ur dagañ tud. Emañ sez Kartaga e plas abaoe 3 bloaz, ar Romaned a zo prest da dapout ar gêr. Kavout a reont war o hent Tara, a zo bet karget gant ur rouedad laeron bras da laerez teñzor templ Tanit. Kinnig a ra ar plac’h dezho kemer perzh el laeroñsi a-benn tapout an arc’hant evito kentoc’h eget evit ar rouedad bras. Dont a reont a-benn da dizhout Kartaga ha da brientiñ tamm-pe-damm ar gwalldaol pe kavet e vezont gant ar Familh (ar rouedad laeron) ha dreist-holl eo erruet ar Romaned betek ar gêr…
Fent a zo un tamm sur met un aergelc’h dreist-holl a-drugarez d’an tresadennoù ha d’al lividoù o deus plijet kalz din. Moarvat e vo un eil levrenn evit klozañ an istor met dedennus ‘m eus kavet ha kaset mat war-raok. Abaoe pell n’em boa ket lennet ul levr bannoù-treset gall «klasel» evel-se. 🙂les-voleurs-de-carthage

Istor gant Appollo, tresadennoù gant Hervé Tanquerelle. Embannet gant Dargaud, d’ar 1añ a viz Meurzh 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: